Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XIII.

1 An devez‐ze, Jesus, o veza eat er meaz euz an ti, a azezaz e‐tal ar mor.

2 Hag eur maread braz a dud en em zastumaz var he dro, en hevelep doare ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz eno; hag ar bobl a choumaz var an aod.

3 Hag hen a lavaraz dezhe kalz a draou dre barabolennou, o komz evel‐hen: Eun hader a ieaz er meaz evit hada;

4 hag evel ma hade, lod euz an had a gwezaz a‐hed an hent; hag al lapoused a zeuaz, hag a zebraz anezhan holl.

5 Lod all a gwezaz el leac’hiou meinec, e peleac’h n’hen doa nemeur a zouar; hag e savaz kerkent, dre ne oa ket doun en douar;

6 mes, pa zavaz an heol, e oe devet; ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz.

7 Lod all a gwezaz e‐touez ar spern; hag ar spern a greskaz hag a vougaz anezhan.

8 Ha lod all a gwezaz en douar mad, hag a roaz frouez; darn o rapporti kant kemend all, darn tri‐ugent, ha darn all tregont.

9 Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.

10 Hag he ziskibien a dostaaz, hag a lavaraz dezhan: Perag e komzez‐te outhe dre barabolennou?

11 Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Dre ma’z eo roet deoc’h da anaoud mysteriou rouantelez an envou, mes n’ed eo ket roet dezhe.

12 Rag piou‐benag hen deuz, e vezo roet dezhan, hag hen devezo c’hoas muioc’h; mes piou‐benag n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan memeus ar pez hen deuz.

13 Dre‐ze eo e komzan outhe dre barabolennou, rag o velet na velont ket, hag o klevet na glevont ket ha na gomprenont ket.

14 Evel‐se eo accomplisset enhe profesi Izaias pehini a lavar: C’houi a glevo gant ho tiou‐skouarn, ha na gomprenfot ket; o velet e velfot ha na ziferansfot ket.

15 Rag calon ar bobl‐man a zo kaledet; ho diou‐skouarn a zo pounner‐glev, hag ho daou‐lagad ho deuz serret, gant aoun da velet gant ho daou‐lagad, da glevet gant ho diou‐skouarn, ha da gompren gant ho c’halon, gant aoun ne zistrofent, ha na zeufen‐me d’ho iac’haad.

16 Mes, eürus oc’h dre ma hoc’h euz daou‐lagad hag a vel ha diou‐skouarn hag a glev.

17 Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, kalz a brofeted hag a re just ho deuz c’hoanteet gwelet an traou a velit, ha n’ho deuz ket ho gwelet; ha klevet an traou a glevit, ha n’ho deuz ket ho c’hlevet.

18 Comprenit eta c’houi parabolen an hader: an den a glev ger ar rouantelez,

19 ha na gompren ket anezhan, an drouk‐spered a zeu, hag a skrap ar pez a zo bet hadet en he galon; hennes eo an hini hen deuz recevet an had a‐hed an hent.

20 Hag an hini hen deuz recevet an had el leac’hiou meinec, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a receo anezhan kerkent gant joa;

21 mes n’hen deuz ket a c’hrizien enhan he‐unan; ne bad nemed eur pennad, ha pa zeu affliction pe bersecution abalamour d’ar ger, e vez kerkent scandalizet.

22 Hag an hini hen deuz recevet an had e‐touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger; mes sourciou ar bed‐man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez.

23 Mes an hini hen deuz recevet an had en douar mad, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a gompren anezhan, hag a zoug frouez, en hevelep doare ma rapport darn kant kemend all, darn tri‐ugent, ha darn all tregont.

24 Eur barabolen all a broposaz dezhe, en eur lavaret: Rouantelez an envou a zo henvel ouz eun den pehini hen doa hadet had mad en he bark.

25 Mes, e‐pad ma oa kousket an dud, he enebour a zeuaz, hag a hadaz ivre e‐touez ar gwiniz,

26 hag a ieaz kuit. Pa oe diwanet an had, ha deuet he frouez, an ivre en em ziskouezaz ive.

27 Mevelien ar pen‐tiegez a ieaz neuze d’hen kavout, hag a lavaraz dezhan: Aotrou, ha n’ec’h euz‐te ket hadet had mad en da bark? A be leac’h eta e teu ma’z euz ivre enhan?

28 Hag hen a lavaraz dezhe: Eun enebour eo hen deuz great an dra‐ze. He vevelien a lavaraz dezhan: Ha te a fell d’id ez afemp d’ho zenna?

29 Hag hen a lavaraz: Nann, gant aoun en eur denna an ivre, na zic’hrizienfac’h ive ar gwiniz ganthan.

30 Lest‐he ho daou da greski assambles beteg an eost; hag en amzer an eost e livirin d’ar vederien: Tennit da genta an ivre, hag ereit anezhe a horzennou evit ho devi; mes dastumit ar gwiniz em greuniel.

31 Eur barabolen all a broposaz dezhe, hag e lavaraz: Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur c’hreunen moutard kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he bark;

32 hou‐man eo ar bihana euz an holl hadou; mes pa eo cresket, ez eo brassoc’h eged al louzou, hag e teu da veza eur vezen, en hevelep doare ma teu lapoused an env, hag e neiziont en he brancou.

33 Lavaret a reaz dezhe ar barabolen all man: Rouantelez an envou a zo henvel ouz ar goell kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzulat bleud, bete ma vefe goet holl.

34 Jesus a lavaraz an holl draou‐ze d’ar bobl en parabolennou, ha na gomze ket outhe hep parabolen.

35 En hevelep doare ma oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet, en eur lavaret: Digeri a rin va genou en parabolennou, discleria a rin traou hag a oa kuzet abaoe crouidigez ar bed,

36 Neuze Jesus, o veza kasset kuit ar bobl, a ieaz en ti; hag he ziskibien a dostaaz outhan, o lavaret: Displeg deomp parabolen an ivre er park.

37 Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: An hini a had an had mad, eo Mab an den;

38 ar park, eo ar bed; an had mad, eo bugale ar rouantelez; an ivre, eo bugale an drouk‐spered;

39 an enebour hen deuz hadet anezhan, eo an diaoul; an eost, eo fin ar bed; hag ar vederien eo an elez.

40 Evel eta ma tastumer an ivre ha ma tever anezhan en tân, evel‐se e c’hoarvezo da fin ar bed.

41 Mab an den a gasso he elez, hag e tennint er meaz euz he rouantelez an holl skoueriou fall hag ar re a ra fallentez;

42 hag e sklapint anezhe er fournes tân; eno e vezo gwelvan ha skrign‐dent.

43 Neuze an dud just a lugerno evel an heol en rouantelez ho Zad. Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.

44 Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eun tenzor kuzet en eur park, pa gav an den anezhan, hen kuz; ha gant ar joa hen deuz, ez a, hag e verz kement hen deuz, hag e pren ar park‐se.

45 Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eur marc’hadour hag a glask perlez kaer,

46 pehini, o veza kavet eur berlezen a briz vraz, a ieaz, a verzaz kement hen doa, hag he frenaz.

47 Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eur roued taolet er mor, hag a zastum a bep seurt traou.

48 Pa vez leun, ar besketerien a denn anezhan var an aod; hag o veza azezet, e lekeont ar re vad en besseliou, hag e taolont kuit ar re fall.

49 Evel‐se e vezo e fin ar bed; an elez a zeuio, hag a separo ar re drouk euz a‐douez ar re just;

50 hag e sklapint anezhe er fournes tân; eno e vezo gwelvan ha skrign‐dent.

51 Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Ha comprenet hoc’h euz‐hu an holl draou‐ze? Int a respontaz dezhan: Ia, Aotrou.

52 Hag hen a lavaraz dezhe: Evel‐se pep doctor desket er pez a zell ouz rouantelez an envou, a zo henvel ouz eur pentiegez hag a denn euz he denzor traou nevez ha traou koz.

53 Ha goude m’hen doe Jesus echuet ar barabolennou‐ze, ez eaz kuit ac’hane.

54 Hag o veza deuet en he vro he‐unan, e kelenne anezhe en ho zinagogou, en hevelep doare ma oant mantret, ha ma lavarent: A be leac’h e teu da he‐man ar furnez hag ar burzudou‐ze?

55 Ha n’eo ket he‐man mab ar c’halvez? Ha na c’halver ket he vam Mari, hag he vreudeur Jakes, ha Joses, ha Simon, ha Jud?

56 Hag he c’hoarezed ha n’emaint‐hi ket holl en hon touez? A be leac’h eta e teu da he‐man an holl draou‐ze?

57 Hag e oent scandalizet ganthan. Mes Jesus a lavaraz dezhe: Eur profet n’ed eo ket hep henor nemed en he vro hag en he di he‐unan.

58 Ha na reaz ket nemeur a viraclou eno abalamour ne gredent ket.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan