Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Marc 9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR IX.

1 Lavaret a reaz ive dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, bez’ ez euz hinienou aman prezant, ha na varvint ket ken ho devezo gwelet rouantelez Doue o tond gant galloud.

2 C’houec’h devez goude, Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian, hag ho c’hassaz assambles ganthan a‐gostez var eur menez huel; hag e oe transfiguret dirazhe.

3 He zillad a zeuaz da veza lugernus, gwenn evel an erc’h, ker gwenn ken n’euz kandier e‐bed var an douar a helfe renta ker gwenn‐ze.

4 Hag e veljont dirazhe Elias ha Moises, pere a gomze gant Jesus.

5 Neuze Per, o komz ouz Jesus, a lavaraz: Mestr, aman eo mad deomp choum; greomp teir danten, unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias.

6 Rag na ouie ket petra a lavare, dre ma oant spountet braz.

7 Hag e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe: hag eur vouez a zeuaz euz ar goabren, hag a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, selaouit anezhan.

8 Ha kerkent o veza sellet en dro dezhe, na veljont mui den ganthe nemed Jesus hep‐ken.

9 Ha pa oant o tisken divar ar menez, e tifennaz outhe lavaret da zen ar pez ho doa gwelet, ken a vije resussitet Mab an den a‐douez ar re varo.

10 Hag e talc’hjont ar gomz‐se, o c’houlen an eil digant egile petra a zinifie resussita a‐douez ar re varo.

11 Hag ec’h interrojent anezhan, en eur lavaret: Perag e lavar ar Scribed ez eo red e teufe Elias da genta?

12 Hen a respontaz: Gwir eo penaos Elias a dle dond da genta hag e reizo a‐nevez an holl draou; ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo scrivet divar he ben, a dle souffr kalz, ha beza disprizet.

13 Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, evel ma’z eo scrivet divar he ben, ha great ho deuz dezhan kement a felle dezhe.

14 Hag, o veza deuet etrezeg an diskibien all, e velaz eur bobl vraz en dro dezhe, ha Scribed o tisput ganthe.

15 Ha rag‐tal, evel ma velaz an holl bobl‐ze anezhan, e oent souezet braz, hag o tiredec, e saludjont anezhan.

16 Neuze e c’houlennaz digant ar Scribed: Divarben petra e tisputec’h‐hu ganthe?

17 Hag unan euz ar bobl, o komz, a lavaraz: Mestr, digasset em euz d’id va mab pehini a zo dalc’het gant eur spered mud.

18 E pe leac’h‐benag ma ve pa grog enhan, e vez stlapet d’an douar ganthan; ne ra nemed eonenni, skrigna he zent, ha dizec’ha; hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit; mes n’ho deuz ket gallet.

19 Neuze Jesus a respontaz dezhe: O raç incredul, pegeit e choumin‐me ganeoc’h? pegeit e supportin‐me ac’hanoc’h? Digassit‐hen d’in.

20 Int eta hen digassaz dezhan; ha kerkent ha ma velaz Jesus, ar spered a zifretaz anezhan gant nerz, hag e kwezaz d’an douar, hag en em rullie oc’h eonenni.

21 Neuze Jesus a c’houlennaz digant he dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement‐man ganthan? An tad a lavaraz: Adaleg he vugaleach.

22 Hag alies hen deuz ar spered‐se taolet anezhan en tan hag en dour, evit hen lakaad da berissa mes mar gellez eun dra‐benag, sicour ac’hanomp ha kemer truez ouzomp.

23 Jesus a lavaraz: Mar gellez credi, pep tra a zo possubl d’an hini a gred.

24 Ha rag‐tal tad ar bugel a griaz hag a lavaraz, en eur wela: Cridi a ran, Aotrou, sicour ac’hanoun em incredulite.

25 Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan: Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel‐ze, ha na antre mui enhan.

26 Hag ar spered a zortiaz en eur leuskel eur griaden vraz hag en eur hija anezhan gant nerz; hag ar bugel a zeuaz da veza evel maro, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Maro eo.

27 Mes Jesus, o kemeret he zorn, a reaz dezhan sevel; hag e choumaz en he za.

28 Pa oe eat Jesus en ti, he ziskibien a c’houlennaz diganthan a‐gostez: Perag n’hon euz‐ni ket gallet kas kuit an drouk‐spered‐se?

29 Hag hen a respontaz dezhe: Ar seurt drouk‐sperejou‐ze na hellont beza kasset kuit nemed dre ar beden ha dre ar iun.

30 Hag o veza eat ac’hane, e treuzjont ar Galile; ha Jesus na fellaz ket dezhan e vije gouezet kement‐man gant den.

31 Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhe: Mab an den a ia da veza livret etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhan d’ar maro; mes goude ma vezo bet lakeat d’ar maro, e resussito an trede deiz.

32 Mes int na gomprenent ket ar gomz‐se; ha ne gredent ket goulen diganthan.

33 Dond a reaz goude‐ze da Gapernaüm, ha pa edo en ti, e c’houlennaz diganthe: Divarben petra e tisputec’h‐hu etrezoc’h en hent?

34 Mes int a dave; rag disputet ho doa etrezhe en hent, evit gouzoud piou anezhe a vije ar brassa.

35 Hag hen, o veza azezet, a c’halvaz an daouzec hag a lavaraz dezhe: Mar fell da unan‐benag beza ar c’henta, e vezo an diveza euz an holl, ha servicher an holl.

36 Hag o veza kemeret eur bugel bihan, e lekeaz anezhan en ho c’hreiz; hag, o terc’hel anezhan etre he zivrec’h, e lavaraz dezhe;

37 Piou‐benag a receo unan euz ar vugaligou‐man em hano, a receo ac’hanoun; ha piou‐benag a receo ac’hanoun, n’eo ket me eo a receo, mes an hini hen deuz va digasset.

38 Neuze Ian, o komz outhan, a lavaraz: Mestr, gwelet hon euz eun den ha na heul ket ac’hanomp, o kas kuit an drouk‐sperejou en da hano, hag hon euz difennet outhan ober kement‐se, abalamour ne heul ket ac’hanomp.

39 Mes Jesus a lavaraz: Na zifennit ket outhan; rag n’euz den hag a ra burzudou em hano, hag a helfe kerkent drouk‐komz ac’hanoun.

40 Rag an hini n’ema ket a‐enep deomp, a zo evidomp.

41 Ha piou‐benag a roio deoc’h da eva eur verennad dour em hano, abalamour ma’z oc’h d’ar C’hrist, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans;

42 mes piou‐benag a roio gwall exempl da unan euz ar re vihan‐ze pere a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet er mor.

43 Mar gra da zorn d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan; gwell eo d’id antren monz er vuez, eget kaout da zaou zorn, ha mond en ifern, en tan ha na varvo biken,

44 e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket.

45 Ha mar gra da droad d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan; gwell eo d’id antren er vuez, o kaoud eun troad hep‐ken, eget kaoud da zaou droad, ha beza taolet en ifern, en tan ha na varv, ket,

46 e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket.

47 Ha mar gra da lagad d’id kweza er pec’hed, difram anezhan; gwell eo d’id antren en rouantelez Doue, o kaoud eul lagad kep‐ken, eget kaoud daou‐lagad, ha beza taolet en eun ifern a dan?

48 e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket.

49 Rag pep den a vezo sallet gant tan; ha pep sacrifis a vezo sallet gant holen.

50 Eun dra vad eo an holen; mes mar deu an holen da goll he vlaz, gant petra e sallot‐hu anezhan?

51 Ho pezet holen enoc’h hoc’h‐unan, ha bezit en peoc’h etrezoc’h.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan