Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Marc 8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR VIII.

1 En amzer‐ze, e oa gant Jesus eur bobl vraz a dud, ha dre n’ho doa netra da zibri, e c’halvaz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe:

2 Truez em euz ouz ar bobl‐ze, rag tri devez zo dija emaint ganen, ha n’ho deuz tam da zibri.

3 Ha mar kassan anezhe d’ho zi, var iun, e semplint en hent; rag lod anezhe a zo deuet euz a bell.

4 Hag he ziskibien a respontaz dezhan: A be leac’h ec’h helfet kaout bara da derri ho naoun dezhe aman en dezert?

5 Hag hen a c’houlennaz diganthe: Ped bara hoc’h euz‐hu? Hag int a lavaraz: Seiz.

6 Neuze e c’hourc’hemenaz d’ar bobl azeza var an douar; hag, o veza kemeret ar seiz bara, ha rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien da zistribui; hag e tistribujont anezhe d’ar bobl.

7 Beza ho doa ive eun neubeut peskedigou; ha Jesus, o veza rentet grasou, a lavaraz lakaad anezhe ive dirazhe.

8 Hag e tebrjont hag e oent rassaziet; hag e oe dastumet seiz panerad euz an tammou choumet a‐zilerc’h.

9 Hogen, ar re ho doa debret a oa var‐dro pevar mil anezhe; ha goude ho c’hassaz kuit.

10 Neuze e pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e teuaz en douarou Dalmanutha.

11 Hag e teuaz eno Farizianed, pere a gommansaz disput ganthan, en eur c’houlen diganthan, evit he denti, eur miracl‐benag euz an env.

12 Ha Jesus, oc’h huanadi doun en he spered, a lavaraz: Perag e c’houlen ar generation‐man eur miracl? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo roet hini e‐bed dezhi.

13 Hag, o veza lezet anezhe, e pignaz adare er vag, hag e tremenaz en tuall d’ar mor.

14 Hogen, an diskibien ho doa ankounac’heet kemer bara ganthe, ha n’ho doa nemed eur bara hep‐ken ganthe er vag.

15 Hag e reaz outhe an difen‐man: Diwallit‐mad ouz goell ar Farizianed, hag ouz goell Herodes.

16 Hag int a rezone etrezhe ho‐unan, o lavaret: Abalamour n’hon euz ket a vara eo e komz evel‐se.

17 Ha Jesus, oc’h anaoud kement‐se, a lavaraz dezhe: Perag e rezonit‐hu divarben n’hoc’h euz ket a vara? Ha c’houi a zo c’hoas hep skiant hag hep comprenezon? Ha bepred eman dall ho calonou‐c’houi?

18 O kaoud daou‐lagad, ha na velit‐hu ket? O kaoud diou‐skouarn, ha na glevit‐hu ket? Ha n’hoc’h euz‐hu ket a vemor?

19 Pa doriz ar pemp bara evit ar pemp mil den, ped panerad leun a dammou ho poa‐hu dastumet? Int a lavaraz dezhan: Daouzec.

20 Ha pa doriz ar seiz bara evit ar pevar mil den, ped panerad leun a dammou ho poa‐hu dastumet?

21 Int a lavaraz: Seiz. Hag e lavaraz dezhe: Penaos eta na gomprenit‐hu ket?

22 Ha Jesus o veza deuet da Vethsaida, e oe digasset dezhan eun den dall, hag hen pedjont da douch outhan.

23 Neuze, o veza kemeret dorn an den dall, e kassaz anezhan ganthan er meaz euz ar bourg, hag e lekeaz cranch var he zaou‐lagad, ha goude beza astennet he zaouarn varnezhan, e c’houlennaz diganthan hag hen a vele eun dra‐benag.

24 Hag an dall, o sellet, a lavaraz; Gwelet a ran tud o vale hag a zo henvel ouz gwez.

25 Jesus a lekeaz c’hoas he zaouarn var he zaou‐lagad, hag a lavaraz dezhan sellet; hag e oe pareet, hag e vele sclear anezhe holl.

26 Hag e kassaz anezhan d’he di, en eur lavaret dezhan: Diwall da vond d’ar bourg, na da lavaret kement‐man da zen e‐bed euz ar bourg.

27 Ha Jesus a ieaz ac’hane gant he ziskibien da villajennou Cezare‐Philip; ha var an hent ec’h interroje he ziskibien, o c’houlen diganthe: Piou oun‐me, hervez lavar an dud?

28 Int a respontaz: Darn a lavar ez oud Ian ar Badezour; ha darn all, Elias; ha darn all unan euz ar brofeted.

29 Hag hen a lavaraz dezhe: Ha c’houi, piou a livirit‐hu ez oun‐me? Per a respontaz, hag a lavaraz dezhan: Te eo ar C’hrist.

30 Hag e tifennaz stard outhe lavaret da zen e‐bed an dra‐man divar he ben.

31 Neuze e commansaz discleria dezhe e oa red da Vab an den souffr kalz, beza nac’het gant ar re Ancien, prinsed ar veleien hag ar Scribed, beza lakeat d’ar maro, ha resussita tri deiz goude.

32 Komz a rea freaz var an traou‐ze. Neuze Per, o kemer anezhan a‐gostez, a gommansaz d’hen repren.

33 Mes Jesus, o veza distroet hag o sellet ouz he ziskibien, a reprenaz Per, en eur lavaret dezhan: Tec’h kuit diouzin, Satan; rag da zonjezonou n’emaint ket en traou hag a zell ouz Doue, mes er re a zell ouz an dud.

34 Hag, o veza galvet ar bobl gant he ziskibien, e lavaraz dezhe: Mar fell da unan‐benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he‐unan, ra zougo he groaz, ha ra heullio ac’hanoun.

35 Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo; mes piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in ha d’an Aviel, hennes a zaveteo anezhi.

36 Rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teufe da goll he ene?

37 Pe petra a helfe eun den da rei evit rançon d’he ene?

38 Rag piou‐benag hen devezo bet mez ac’hanoun hag euz va c’homzou, e‐touez ar raç‐tud avoultr ha pec’her‐man, Mab an den hen devezo ive mez anezhan, pa zeui en gloar he Dad gant an elez santel.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan