Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Marc 7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR VII.

1 Neuze ar Farizianed hag eun neubeut Scribed, pere a oa deuet euz a Jerusalem, a zeuaz assambles da gavout Jesus;

2 hag, o velet e tebre lod euz he ziskibien ho boued gant daouarn souillet, da lavaret eo, hep beza gwalc’het, e kavent abec enhe.

3 (Rag ar Farizianed hag an holl Judevien na zebront ket hep beza gwalc’het ho daouarn beteg ho ilin, o terc’hel evel‐se tradition ar re goz;

4 ha pa zeuont euz ar plasou‐marc’had, na zebront ket ken neubeut heb beza en em walc’het. Kalz a draou all ho deuz ive pere ho deuz recevet evit ho miret, evel gwalc’hi an tassou, ar podou, al listriarm hag ar gweleou.)

5 Neuze ar Farizianed hag ar Scribed a c’houlennaz diganthan: Perag da ziskibien‐te na heulliont‐hi ket tradition ar re goz, hag e kemeront ho boued heb gwalc’hi ho daouarn?

6 Hen a respontaz: Hipocrited ma’z oc’h! Profetiset mad hen deuz Isaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret: Ar bobl‐man a henor ac’hanoun a vuzellou; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin.

7 Mes en ven eo ec’h henoront ac’hanoun, o tiski doctrinou pere a zo gourc’hemenou tud.

8 Rag, o lezel gourc’hemen Doue, e virit tradition an dud, o walc’hi ar podou, hag an tassou, hag oc’h ober kalz a draou all euz ar seurt‐se.

9 Lavaret a reaz ive dezhe: Gouzoud a rit mad terri gourc’hemen Doue, evit miret ho tradition; rag Moises hen deuz lavaret:

10 Henor da dad ha da vam; ha piou‐benag a daolo malloz var he dad pe var he vam ra vezo lakeat d’ar maro; mes c’houi a lavar:

11 Ia nemed lavaret hen defe eun den d’he dad pe d’he vam: Kement em euz evit galloud da zicour a zo corban, da lavaret eo, eun donezon consacret da Zoue.

12 Ha neuze n’hen lezit mui da ober netra evit he dad pe he vam;

13 o lakaad evel‐se en plas ger Doue ho tradition great ganeoc’h hoc’h unan; hag e rit c’hoas kalz a draou all euz ar seurt‐se.

14 Neuze, o veza galvet an holl bobl, e lavaraz dezhe: Selaouit holl ac’hanoun, ha comprenit an dra‐man:

15 Netra euz a‐ziaveaz an den hag a antre enhan, na hell hen souilla; mes ar pez a zeu er meaz euz anezhan, setu eno ar pez a souil an den.

16 Mar hen deuz unan‐benag diou‐skouarn da zelaou, ra zelaouo.

17 Pa oe eat en ti, goude beza kuiteet ar bobl, he ziskibien a interrojaz anezhan divarben ar barabolen‐ze.

18 Hag hen a lavaraz dezhe: Daoust ha c’houi ive a zo hep ententamant? Ha na gomprenit‐hu ket penaos kement tra a‐ziaveaz hag a antre en den, na hell ket souilla anezhan?

19 Rag na antre ket er galon, mes er c’hov, a be leac’h e kwez el leac’h distro, o rei da anaoud ez eo disouillet pep seurt boued.

20 Lavaret a rea eta: Ar pez a zeu er meaz euz an den, setu eno ar pez a souil an den.

21 Rag a ziabarz, da lavaret eo, euz a galon an dud, eo e teu ar zonjezonou fall, an avoultriachou, al libertinach,

22 al lazerezou, al laeronsiou, an avaristed, ar fallenteziou, an dromplerez, al lubricite, ar zellou leun a anvi, an drouk‐komzou, an ourgouil, ar follentez.

23 An holl viçou‐ze a zeu euz an diabarz, hag a souil an den.

24 Ha goude, o veza eat kuit ac’hane, ez eaz var bord douar Tir ha Sidon; hag o veza eat en eun ti, e felle dezhan na vije kement‐se gouezet gant den e‐bed; mes ne hellaz ket beza kuzet.

25 Rag eur vreg, hag a oa dalc’het he merc’h gant eur spered impur, o veza klevet komz anezhan, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid.

26 Ar vreg‐se a oa Grekes, ginidic euz a Syrophenisia; hag e pedaz anezhan da gas an drouk‐spered er meaz euz he merc’h.

27 Ha Jesus a lavaraz dezhi: Lez da genta ar vugale da gaoud ho gwalc’h; rag n’eo ket deread kemeret bara ar vugale, hag he deurel d’ar chass bihan.

28 Mes hi a respontaz hag a lavaraz: Gwir eo, Aotrou; koulskoude ar chass bihan a zebr, dindan an daol, bruzunenou ar vugale.

29 Neuze e lavaraz dezhi: Abalamour d’ar gomz‐se, kea; eat eo an drouk‐spered er meaz euz da verc’h.

30 Ha pa oe distroet d’he zi, e kavaz e oa eat an drouk‐spered kuit, hag he merc’h gourvezet var ar gwele.

31 Ha Jesus, o veza kuiteet broiou Tir ha Sidon, a zeuaz beteg mor Galile, en eur dremen dre vro Decapolis.

32 Hag e oe digasset dezhan eun den bouzar, hag a oa dalc’het en he gomz; hag e pedent anezhan da astenn he zaouarn varnezhan.

33 Hag o veza tennet anezhan a‐gostez euz a‐greiz ar bobl, e lekeaz he vizied en he ziou‐skouarn; hag o veza kemeret cranch, e touchaz ouz teod an den‐ze.

34 Neuze, o sevel he zaou‐lagad etrezeg an env, ec’h huanadaz hag e lavaraz dezhan: Effatah, da lavaret eo, Digor.

35 Ha rag‐tal he ziou‐skouarn a oe digoret, he deod a oe di‐liammet, hag e komze freaz.

36 Ha Jesus a zifennaz outhe n’hel lavarjent da zen e‐bed; mes seul‐vui ma tifenne outhe, seul‐vui e vrudent anezhan.

37 Ha souezet meurbed, e lavarent: Kement holl a ra a zo burzudus; ar c’hlevet a ro d’ar re vouzar, hag ar gomz d’ar re vud.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan