Sant Marc 6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR VI. 1 Jesus o veza eat achane, a zeuaz d’he vro he‐unan, hag he ziskibien a heulliaz anezhan. 2 Ha pa oe deuet deiz ar sabbat, e commansaz da gelen er sinagog; ha kalz, o klevet anezhan, a oe souezet meurbed, hag e lavarent: A be leac’h e teu an holl draou‐ze d’an den‐man? Petra eo ar furnez‐ze a zo bet roet dezhan, hag a be leac’h e c’hoarvez ma veler burzudou ker braz great dre he zaouarn? 3 Ha n’eo ket he‐man ar c’halvez, mab Mari, breur Jakes, Joses, Jud ha Simon? He c’hoarezed ha n’emaint‐hi ket aman ganeomp? Hag e kavent leac’h enhan da veza scandalizet. 4 Mes Jesus a lavaraz dezhe: Eur profet n’ed eo disprizet nemed en he vro, e‐touez he gerent hag en he di he‐unan. 5 Ha na hellaz ober eno burzud e bed, nemed ma iac’heaz eun niver bihan a dud klanv, en eur lakaad he zaouarn varnezhe. 6 Hag e oa souezet o velet ne gredent ket; hag ez eaz dre ar villajennou tro‐var‐dro, en eur gelen. 7 Neuze e c’halvaz an Daouzec, hag e commansaz ho c’has daou‐ha‐daou, hag e roaz dezhe galloud var ar sperejou impur; 8 hag e tifennaz outhe kemer netra evit an hent, nemed eur vaz hep‐ken; na bissac’h, na bara, nag arc’hant en ho c’houriz; 9 mes e rankjent mond en hent gant sandalou en ho zreid, hag heb dougen diou zae. 10 Lavaret a reaz ive dezhe: E pe ti‐benag ma c’hantreot, choumit enhan bete ma’z eot kuit euz al leac’h‐se. 11 Ha piou‐benag n’ho tigemoro ket, ha na zelaouo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit ac’hane, hejit ar boultren euz ho treid en testeni a‐enep dezhe. E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom ha da Gomor en deiz ar varn, eged d’ar gear‐ze. 12 O veza eat kuit, e prezegjont d’an dud en em gonvertissa, 13 hag e kasjont kuit kalz a zrouk‐sperejou, hag ec’h eoljont gant eôl kalz a dud klanv, hag e iac’hejont anezhe. 14 Hogen, ar roue Herodes a glevaz komz euz a Jesus, rag he hano a oa dija brudet braz, hag e lavaraz: Ar Ian‐ze, pehini a vadeze, a zo savet a‐douez ar re‐varo; ha se a zo caoz ma veler burzudou great ganthan. 15 Re all a lavare: Elias eo hennes; ha lod all a lavare: Eur profet eo, pe evel unan euz ar brofeted. 16 Herodes eta, o veza klevet komz divar he ben, a lavaraz: Hennes eo Ian, an hini em euz lakeat da zibenna; savet eo a‐douez ar re varo. 17 Rag Herodes hen doa kasset tud da gregi e Ian, hag hen doa lakeat he staga er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip, he vreur, rag hen a oa dimezet dezhi. 18 Rag Ian a lavare da Herodes: N’eo ket permetet d’id kaout greg da vreur. 19 Rag‐se Herodias he doa drouk outhan, hag he doa c’hoant d’hen laza; mes na helle ket, 20 rag Herodes a zouje Ian, o c’houzoud e oa eun den just ha santel; respet hen doa evithan; ober a rea memeus meur a dra hervez he avizou, hag hen selaou a rea gant plijadur. 21 Mes eun dervez favorabl a erruaz. Herodes, da zeiz he c’hanedigez, a reaz eur fest d’ar pennou braz euz he balez, d’he genta officerien, ha d’ar re huella euz a C’halile. 22 Merc’h Herodias a antreaz eno, hag o veza danset, ha plijet da Herodes ha d’ar re a oa azezet ouz taol ganthan, ar roue a lavaraz d’ar plac’h yaouank: Goulen diganen ar pez a giri, hag hen roin d’id. 23 Hag e touaz dezhe: Petra‐benag a c’houlenni diganen, me hen roio d’id, ha pa vez an hanter euz va rouantelez. 24 Hag, o veza eat er meaz, hou‐man a lavaraz d’he mam: Petra a c’houlennin‐me? Hag he mam a lavaraz: Pen Ian ar Badezour. 25 Hag o veza deuet gant hast da gavoud ar roue, e reaz he goulen, en eur lavaret: Me a fell d’in e rofez breman d’in, en eur plad, pen Ian ar Badezour. 26 Hag ar roue a oe glac’haret braz; koulskoude, abalamour d’al le hen doa great ha d’ar re a oa azezet assambles ganthan, na fellaz ket dezhan refusi anezhi. 27 Hag ar roue a gassaz kerkent unan euz he warded, hag e c’hourc’hemenaz dezhan digas pen Ian. 28 Ar gward a ieaz, hag a droc’haz he ben dezhan ebarz er prizon; hag o veza he zigasset en eur plad, e roaz anezhan d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank, hen roaz d’he mam. 29 Ha diskibien Ian, o veza klevet kement‐se, a zeuaz hag a gemeraz he gorf, hag e lekejont anezhan en eur bez. 30 Hag an ebestel a zeuaz assambles etrezeg Jesus, hag a gontaz dezhan pep tra, kement ho doa great, ha kement ho doa kelennet. 31 Hag e lavaraz dezhe: Deuit a‐gostez, en eul leac’h dezert, ha kemerit eun tam repos. Rag kement a dud a oa o tond hag o vond, ma n’ho doa ket zo‐ken amzer da zibri. 32 Hag ez ejont ac’hane en eur vag, a‐gostez en eul leac’h dizarempred. 33 Mes ar bobl a velaz anezhe o vond kuit, ha kalz a anavezaz anezhan; hag e redjont di, var droad, euz an holl geariou, hag o veza en em gavet araog dezhe, en em dastumjont dirazhan. 34 Neuze Jesus, o veza deuet er meaz, a velaz kalz a bobl; hag hen doe truez outhe, dre ma oant evel denved ha n’ho deuz pastor e‐bed; hag en em lekeaz da ziski kalz a draou dezhe. 35 Hag evel ma oa dija divezad, he ziskibien a zeuaz d’he gavoud, hag e leverjont dezhan: Al leac’h‐man a zo dezert, ha divezad eo dija; 36 kas anezhe kuit, evit ma’z aint er villajennou hag er bourcou divar dro, hag evit ma prenint bara; rag n’ho deuz netra da zibri. 37 Hag e lavaraz dezhe: Roit c’houi hoc’h‐unan da zibri dezhe. Hag e leverjont dezhan: Ha mond a rankimp‐ni da brena evit daou c’hant diner a vara, evit rei dezhe da zibri? 38 Hag e lavaraz dezhe: Ped bara hoc’h euz‐hu? It ha gwelet. Ha pa ho doe gwelet, e leverjont: Pemp bara ha daou besk. 39 Neuze e c’hourc’hemenaz dezhe ober d’an holl azeza, a vandennou, var ar yeot glaz. 40 Hag ec’h azezjont, a renkajou a gant hag a hanter‐kant. 41 Ha Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e rentaz grasou, hag e toraz ar baraou, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho frezanti d’ar bobl; hag e rannaz ive an daou besk etrezhe holl. 42 Hag e tebrjont holl hag e oent rassaziet; 43 hag e tastumjont daouzec panerad leun euz an demoranchou bara, hag euz ar pesked. 44 Hogen, ar re ho doa debret euz ar baraou‐ze a oa var‐dro pemp mil den anezhe. 45 Kerkent goude, e reaz d’he ziskibien pignad er vag, ha mond en he raog en tu all d’ar mor etrezeg Bethsaida, e‐pad ma kasje kuit ar bobl. 46 Ha goude m’hen doe ho c’hasset kuit ez eaz var ar menez da bedi. 47 Ha pa oe deuet an abardaez, ar vag a oa e‐kreiz ar mor, ha Jesus a oa he‐unan var an douar. 48 Hag e velaz penaos ho doa kalz a boan o roenvia, dre ma oa an avel control dezhe; ha var‐dro ar bederved beilladen euz an noz, e teuaz etrezeg enhe, o vale var ar mor, ha c’hoant hen doa da veza araog dezhe. 49 Mes int pa veljont anezhan o vale var ar mor, a gredaz penaos e oa eun teuz, hag e commansjont da grial. 50 Rag holl e veljont anezhan, hag e oent spountet; mes kerkent hen a gomzaz outhe, hag a lavaraz dezhe: Ho pezet fizians, me eo; n’ho pezet ket aoun. 51 Neuze e pignaz en ho zouez er vag, hag an avel a davaz; hag e oant souezet meurbed hag en eun estlam euz ar vrassa. 52 Rag n’ho doa ket comprenet miracl ar baraou, dre ma oa ho c’halonou kaledet. 53 Ha pa ho doe treuzet ar mor, e teujont da vro Jenezaret; hag e touarjont eno. 54 Kerkent ha ma oent deuet er meaz euz ar vag, tud ar vro‐ze a anavezaz anezhan, 55 hag e redjont dre an holl vro‐ze, hag en em lakjont da zigas dezhan var gweleou bihan ar re a oa klanv, e pe leac’h‐benag ma klevent e oa. 56 Hag e pe leac’h‐benag ma c’hantree, er bourcou, pe er c’heariou, pe var ar meaz, e lekeent an dud klanv var ar plasennou, hag e pedet anezhan ma c’heljent da vihana touch ouz bord he zae; ha kement hini a douche outhan a oa pareet. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society