Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Marc 5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR V.

1 Arruout a rejont en tu all d’ar mor, en bro ar Gadarened.

2 Ha kerkent ha ma oe diskennet Jesus euz ar vag, e teuaz d’he zialben eun den a oa o tond euz ar beziou, hag a oa possedet gant eur spered impur.

3 He‐man a rea he choumach er beziou, ha ne halle den he zerc’hel stag zoken gant chadennou;

4 rag alies, goude ma oa bet lakeat hualou var he dreid, ha ma oa bet staget gant chadennou, e oa bet diframmet ganthan ar chadennou ha toret an hualou; ha den na helle dond a‐ben anezhan.

5 Hag e choume atao, noz deiz, var ar meneziou hag er beziou, o crial hag oc’h en em vlonsa gant mein.

6 Pa hen doe gwelet Jesus a‐ziabell, e teuaz en eur redec d’en em brosterni dirazhan,

7 hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel: Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl‐galloudec! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun.

8 Rag Jesus a lavare dezhan: Spered impur, kea er meaz euz an den‐ze.

9 Ha Jesus a c’houlennaz diganthan: Pe hano ec’h euz? Hag hen a respontaz: Lejion eo va hano, o veza ma’z omp kalz.

10 Hag e pede stard anezhan na gasche ket anezhe er meaz euz ar vro‐ze.

11 Hogen, bez’ e oa eno, var gostez ar meneziou, eur vanden vraz a voc’h o peuri.

12 Hag an holl drouk‐sperejou a bede anezhan, en eur lavaret: Kas ac’hanomp er moc’h‐ze, evit ma’z aimp enhe. Ha rag‐tal Jesus a bermetaz dezhe.

13 Neuze ar sperejou impur‐ze, o veza eat er meaz, a antreaz er moc’h, hag ar vanden, a oa anezhe var‐dro daou vil, en em daolaz d’an traon er mor, hag e oent beuzet eno.

14 Hag ar re a oa o vessa ar moc’h a redaz kuit, hag a gassaz ar c’helou‐ze en kear ha var ar meaz.

15 Hag an dud a zeuaz er meaz da velet ar pez a oa c’hoarvezet; hag e teujont etrezeg Jesus, hag e veljont an hini a oa bet dalc’het gant al lejion a zrouk‐sperejou, azezet, gwisket hag en he skiant vad; hag e teuaz aoun braz dezhe.

16 Hag ar re ho doa gwelet kement‐se, a gontaz dezhe ar pez a oa c’hoarvezet gant an den possedet ha gant ar moc’h.

17 Neuze en em lekejont d’hen pedi da vont kuit euz ho bro.

18 Ha pa oe pignet er vag, an hini a oa bet dalc’het gant an drouk‐spered a bedaz anezhan d’hen lezel da choum ganthan.

19 Mes Jesus na bermetaz ket dezhan, hag a lavaraz dezhan: Kea d’az ti da gavoud da dud, ha lavar dezhe an traou burzudus hen deuz great an Aotrou d’id, ha penaos hen deuz bet truez ouzid.

20 Hag ez eaz kuit, hag en em lakeaz da ziscleria en Decapolis an traou burzudus hen doa great Jesus dezhan; hag an holl a oe souezet braz.

21 Jesus o veza adare treuzet ar mor er vag hag eat d’an tu all, eur foul braz a dud en em zastumaz en dro dezhan, hag hen a oa tost d’ar mor.

22 Hag unan euz a chefou ar sinagog, hanvet Jairus, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’he dreid, hag a bedaz stard anezhan,

23 en eur lavaret: Va merc’h vihan a zo prest da vervel; deuz da astenn da zaouarn varnezhi, evit ma vezo iac’heet, hag e vevo.

24 Ha Jesus a ieaz ganthan; hag e oe heulliet gant eur bobl vraz, pehini a waske anezhan.

25 Neuze eur vaouez, hag a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz,

26 hag he doa souffret kalz etre daouarn meur a vedeusin, hag he doa dispiniet kement he doa, hep kaout soulajamant e‐bed, mes kentoc’h en em gavet gwassoc’h c’hoas,

27 o veza klevet komz euz a Jesus, a zeuaz aziadre e‐touez ar foul hag a douchaz ouz he zae.

28 Rag lavaret a rea; Mar gellan hep‐ken touch ouz he zae, e vezin pare.

29 Ha rag‐tal he dioada a ehanaz; hag e santaz en he c’horf e oa pareet euz he c’hlenved.

30 Kerkent, Jesus oc’h anaoud enhan he‐unan ar vertuz a oa eat euz anezhan, a zistroaz e‐kreiz ar bobl, en eur lavaret: Piou hen deuz touchet ouz za dillad?

31 Hag he ziskibien a lavaraz dezhan: Gwelet a rez e wask ar bobl ac’hanoud, hag e leverez: Piou hen deuz touchet diouzin?

32 Hag e selle en dro dezhan, evit gwelet an hini hen doa great kement‐se.

33 Neuze ar vaouez, spountet hag en eur grena, o c’houzoud ar pez a oa bet great enhi, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid, hag a lavaraz dezhan ar wirionez var he hed.

34 Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved.

35 Pa oa c’hoas o komz, e teuaz tud euz a di ar chef euz ar sinagog da lavaret dezhan: Da verc’h a zo maro; nachoum ket pelloc’h da skuiza ar Mestr.

36 Kerkent ha m’hen doe Jesus klevet ar gomz‐ze, e lavaraz da chef ar sinagog: Bez hep aoun, cred hep‐ken.

37 Ha na bermetaz da zen mond var he lerc’h, nemed da Ber, da Jakes ha da Ian, breur Jakes.

38 O veza erruet en ti ar chef euz ar sinagog, e velaz an drouz vraz a oa ganthe ha tud o wela, hag o crial var bouez ho fen.

39 Hag o veza eat ebarz, e lavaraz, dezhe: Perag e rit‐hu an drouz‐ze, ha perag e welit‐hu? N’eo ket maro ar bugel, mes kousket hep‐ken.

40 Hag e rent goab anezhan; mes hen, goude beza great dezhe holl mond er meaz, a gemeraz tad ha mam ar bugel, hag ar re a oa assambles ganthan, hag ec’h antreaz el leac’h ma oa gourvezet ar bugel.

41 Hag, o veza kemeret he dorn, e lavaraz dezhi: Talitha coumi; da lavaret eo: Plac’h vihan, sav, me hen lavar d’id.

42 Ha rag‐tal ar plac’h vihan a zavaz hag en em lekeaz da vale, rag daouzec vloaz he doa. Hag e oent souezet meurbed.

43 Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement‐se; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan