Sant Marc 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR II. 1 Eun neubeut deveziou goude, Jesus a zeuaz adare da Gapernaüm, ha kerkent ha ma oe klevet e oa en ti, 2 e teuaz kement a dud, ken ne oa ket a blas evithe memeus en‐dro d’an nor; hag hen a brezege dezhe ger Doue. 3 Neuze e teuaz tud d’he gavout pere a zigasse dezhan eur paralitic hag e oa pevar o tougen anezhan. 4 Mes evel na hellent ket tostaad outhan abalamour d’ar foul, e savjont an doen a‐uz d’ar plas e leac’h ma hen em dalc’he Jesus, hag o veza great eun toul, e tiskenjont dre eno ar gwele var behini e oa gourvezet ar paralitic. 5 Neuze Jesus, o velet ho feiz, a lavaraz d’ar paralitic: Va mab, da bec’hejou a zo pardonet d’id. 6 Hag eur re‐benag euz ar Scribed, hag a oa azezet eno, a rezone evel‐hen en ho c’halonou: 7 Perag e lavar he‐man gwall‐gomzou evel‐se? Piou a hell pardoni ar pec’hejou nemed Doue hep‐ken? 8 Ha Jesus o veza gouezet kerkent, dre he spered, ar pez a zonjent enhe ho‐unan, a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu ar seurt sonjou‐ze en ho calonou? 9 Pehini eo an ezeta, pe lavaret d’ar paralitic: Da bec’hejou a zo pardonet d’id, pe lavaret dezhan: Sav, kemer da vele, ha kerz? 10 Hogen, evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou, e lavaraz d’ar paralitic: 11 Me a lavar d’id: Sav, crog en da vele, ha kea d’ar gear. 12 Ha kerkent e savaz, hag o veza kemeret he vele, ez eaz er meaz dirag an holl, en hevelep doare ma oe souezet braz an holl, ha ma c’hlorifient Doue, o lavaret: Biskoas n’hon cuz gwelet kement all. 13 Neuze Jesus a ieaz adare da gostez ar mor; hag an holl bobl a zeue d’he gavout, hag e kelenne anezhe. 14 Hag en eur dremen, e velaz Levi, mab Alfe, azezet en bureo ar c’hargou; hag e lavaraz dezhan: Deuz var va lerc’h. Hag hen a zavaz, hag a heulliaz anezhan. 15 Hag e c’hoarvezaz, pa edo ouz taol en ti an den‐ze, m’hen em lakeaz ive ouz taol gant Jesus hag he ziskibien kalz a bublicaned hag a bec’herien; rag bez’ e oant kalz hag ho doa heulliet anezhan. 16 Hag ar Scribed hag ar Farizianed, o velet ma tebre gant ar bublicaned hag ar bec’herien, a lavare d’he ziskibien: Perag e tebr hag ec’h ev‐hen gant ar bublicaned hag ar bec’herien? 17 Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, a lavaraz dezhe: N’e ket ar re a zo iac’h ho deuz ezom a vedeusin, mes ar re a zo klanv; n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien. 18 Hogen, diskibien Ian hag ar Farizianed a iune alies, hag e teujont da gavout Jesus hag e leverjont dezhan: Perag e iun diskibien Ian ha re ar Farizianed, ha da ziskibien‐te ne iunont ket? 19 Ha Jesus a lavaraz dezhe: Daoust ha mignoned ar pried a hell iun e‐pad ma ema ar pried ganthe? E‐keit ha ma ema ar pried ganthe, na hellont ket iun. 20 Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint en deiziou‐ze. 21 Den na stag eun tam mezer nevez ouz eur zae goz; anez an tam mezer nevez a rogfe ar mezer koz, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h. 22 Den ken neubeut na laka gwin nevez en barikennou koz; anez ar gwin nevez a freuzfe ar barikennou, ar gwin a redfe, hag ar barikennou a vefe kollet; mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez. 23 Hag e c’hoarvezaz, pa oa Jesus o tremen a‐dreuz an ed, eun devez sabbat, ma commansaz he ziskibien, en eur vale, da denna tamoezennou. 24 Hag ar Farizianed a lavaraz dezhan: Sell, perag e reont‐hi ar pez n’eo ket permetet en deiziou ar Sabbat? Mes hen a lavaraz dezhe: 25 Ha n’hoc’h euz‐hu ket biskoas lennet ar pez a reaz David, pa hen doe ezom ha pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan? 26 Penaos ez eaz en ti Doue, en amzer Abiathar, ar beleg‐braz, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa ket permetet ho dibri nemed d’ar veleien hep‐ken, ha penaos e roaz ive lod d’ar re a oa assambles ganthan? 27 Neuze e lavaraz dezhe: Ar sabbat a zo bet great evit an den, ha nann an den evit ar sabbat. 28 Evel‐se Mab an den a zo mestr memeus var ar sabbat. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society