Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Marc 16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XVI.

1 Pa oe tremenet ar sabbat, Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes, ha Salome, a brenaz louzou a c’houez‐vad, evit dond da ambaumi anezhan.

2 Hag an deiz kenta euz ar sizun e teujont d’ar bez mintin‐mad, goude sao‐heol.

3 Hag e lavarent etrezhe: Piou a denno deomp ar mean diouz dor ar bez?

4 Hag o sellet, e veljont e oa bet lammet kuit ar mean; hogen, gwall vraz e oa ar mean‐ze.

5 Neuze, o veza antreet er bez, e veljont er c’hostez deo eun den yaouank azezet, gwisket gant eur zae venn; hag e oent spountet.

6 Mes hen a lavaraz dezhe: Na vezit ket spountet; klask a rit Jesus a Nazaret pehini a zo bet crucifiet; resussitet eo, n’ema ket aman; setu aman al leac’h en pehini ho doa lakeat anezhan.

7 Mes it, ha livirit d’he ziskibien ha da Ber ema o vond araog deoc’h en Galile; eno e velot anezhan, evel m’hen deuz lavaret deoc’h.

8 Mond a rejont kerkent er meaz euz ar bez, hag e redjont kuit; rag spouronet‐holl e oent hag en eun estlam vraz. Ha na leverjont netra da zen, rag spountet e oant.

9 Hogen Jesus, o veza resussitet diouz ar mintin, ar c’henta deiz euz ar sizun, en em ziskouezaz da genta da Vari Magdalen, euz a behini hen doa kasset kuit seiz drouk‐spered.

10 Hag hi a ieaz da annonsi d’ar re a oa bet ganthan, ha pere a oa er glac’har hag en daelou.

11 Mes int, pa glevjont penaos e oa beo, hag e oa bet gwelet ganthi, na gredjont ket.

12 Goude‐ze, hen en em ziskouezaz en eun doare all da zaou anezhe, pa oant o vale evit mond var ar meaz.

13 Hag ar re‐man a ieaz da annonsi kement‐se d’ar re all, mes na gredjont ket dezhe ken neubeud.

14 Da ziveza en em ziskouezaz d’an unnec abostol, pa edont ouz taol, hag e rebechaz dezhe ho incredulite hag ar galeder euz ho c’haloun, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa gwelet anezhan resussitet.

15 Hag e lavaraz dezhe: It dre ar bed holl, ha prezegit an aviel d’an holl grouadurien.

16 An neb a gredo, hag a vezo badezet, a vezo salvet; mes an neb na gredo ket, a vezo condaonet.

17 Setu aman ar miraclou a heullio ar re a gredo: Kas a raint kuit an drouk‐sperejou em hano; komz a raint langachou nevez;

18 cregi a raint en serpanted; ha pa ho devezo evet eun evach ampoezonet‐benag, na rai ket a zroug dezhe; lakaad a raint ho daouarn var ar re glanv, hag e vezint pare.

19 An Aotrou, goude m’hen doa komzet outhe, a oe savet en env, hag ec’h azezaz en tu deo da Zoue.

20 Hag int, o veza eat er meaz, a brezegaz dre‐holl; hag an Aotrou a laboure ganthe, hag a roe nerz d’ar Ger dre ar burzudou a heullie anezhan.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan