Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Marc 15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XV.

1 Kerkent ha ma oe deiz, prinsed ar veleien, gant ar re Ancien, ar Scribed hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin, o veza en em guzuliet assambles, a gassaz Jesus liammet, hag hen livraz da Bilat.

2 Ha Pilat a c’houlennaz diganthan: Ha te eo roue ar Judevien? Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret a rez.

3 Ha prinsed ar veleien a accuse anezhan euz a galz a draou.

4 Mes Pilat a interrojaz c’hoas anezhan hag a lavaraz dezhan: Ha na respontez netra? Gwel a begement a draou e roont testeni a‐enep d’id.

5 Mes Jesus na respontaz mui netra, en hevelep doare ma oa Pilat estonet braz.

6 Hogen, hen a oa custum d’ar gouel‐ze, da leuskel ganthe eur prizonier, an hini a c’houlennent.

7 Ha bez’ e oa er prison assambles gant ar re ho doa sicouret anezhan, unan hanvet Barabbas hag hen doa great eur vuntrerez e‐kreiz eur revolt.

8 Hag ar bobl a gommansaz da c’houlen, en eur grial a‐bouez ho fen, ma raje evel m’hen doa great a‐viskoas dezhe.

9 Pilat a respontaz dezhe: Ha c’houi a fell deoc’h e laoskfen deoc’h roue ar Judevien?

10 Rag gouzoud a rea e oa dre jalouzi ho doa prinsed ar veleien livret anezhan.

11 Mes ar re‐man a boulzaz ar bobl da c’houlen ma vije leusket kentoc’h Barabbas ganthe.

12 Mes Pilat, o komz c’hoas outhe, a lavaraz: Petra eta a fell deoc’h e rafen euz an hini a hanvit roue ar Judevien?

13 Hag int a griaz adare: Crucifi anezhan!

14 Ha Pilat a lavaraz dezhe: Mes pe seurt drouk hen deuz‐hen great? Hag int a griaz c’hoas krenvoc’h: Crucifi anezhan!

15 Pilat eta, o c’hoantaat contanti ar bobl, a leuskaz ganthe Barabbas; ha goude beza lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan da veza crucifiet.

16 Neuze ar zoudarded a zigassaz anezhan en diabarz ar palez, da lavaret eo, er pretouer, hag e tastumjont eno an holl vanden zoudarded;

17 hag e lakejont dezhan eur vantel ruz‐pourpr, hag o veza great eur gurunen spern, e lekejont anezhi var he ben.

18 Hag e commansjont da zaludi anezhan, en eur lavaret: Salud, roue ar Judevien!

19 Hag e skoent var he ben gant eur gorzen, hag e cranchent outhan, hag o taoulina, e stouent dirazhan.

20 Goude beza great goab anezhan, e lamjont ar vantel pourpr divarnezhan, hag o veza gwisket anezhan gant he zillad he‐unan, e kasjont anezhan ganthe evit hen crucifia.

21 Hag evel ma oa eun den euz a Cyren, hanvet Simon, tad da Alexandr ha da Rufus, o tremen dre eno, o tistrei euz ar parkou, e rejont dezhan dougen croaz Jesus.

22 Hag e kasjont anezhan en eul leac’h hanvet Golgotha, da lavaret eo, leac’h ar Pen‐maro.

23 Hag e rojont dezhan da eva gwin mesket gant mirrh; mes na gemeraz ket anezhan.

24 Ha goude m’ho doe crucifiet anezhan, e rejont partach var he zillad, hag e tennjont d’ar sort varnezhe, evit gouzoud ar pez hen divije pep hini.

25 An trede heur e oa pa grucifijont anezhan.

26 Ar sujet euz he gondaonation a oa scrivet evel‐hen: ROUE AR JUDEVIEN.

27 Crucifia a rejont daou laer assambles ganthan, unan a‐zeo, hag egile a‐gleiz dezhan.

28 Evel‐se e oe accomplisset ar gomz‐man euz ar Scritur: Lakeat eo bet e renk an dorfetourien.

29 Hag ar re a dremene dre eno a outraje anezhan, en eur hija ho fen hag o lavaret: Ac’han‐ta! te, pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan a‐nevez en tri deiz;

30 en em zaveta da‐unan, ha disken euz ar groaz.

31 Evel‐se ive prinsed ar veleien hag ar Scribed a rea goab anezhan, hag a lavare etrezhe: saveteet hen deuz ar re all, ha n’eo ket evit en em zavetei he‐unan.

32 Ra ziskenno eta breman euz ar groaz ar C’hrist, roue Israel, ma velimp ha ma credimp. Hag ar re a oa crucifiet ganthan, a zrouk‐komze ive outhan.

33 Pa oa deuet ar c’houec’hved heur, e oe tevalijen var an douar holl, beteg an naoved heur.

34 Ha d’an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv: Eloï, Eloï, lamma sabachthani? Da lavaret eo: Va Doue, va Doue, perag ec’h euz‐te va dilezet?

35 Hag hinienou euz ar re a oa eno, o veza klevet anezhan, a lavare: Setu, ema o c’hervel Elias.

36 Hag unan anezhe a redaz, hag a leuniaz eur spoue gant gwin‐egr, hag o veza hen lakeat e pen eur gorzen, e roaz da eva dezhan, en eur lavaret: Lezit; gwelomp ha dond a rai Elias d’hen lemmel euz ar groaz.

37 Neuze Jesus, o veza leusket eur griaden vraz, a rentaz ar spered.

38 Hag ar voal euz an templ a freuzaz en daou, adaleg an neac’h beteg an traon.

39 Hag ar c’hantener, pehini a oa eno dirazhan, o velet penaos e oa tremenet en eur grial evel‐se, a lavaraz: An den‐man en gwirionez a oa Mab Doue.

40 Bez’e oa ive eno gragez hag a zelle a‐ziabell, e‐touez pere e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam da Jakes ar yaouanka ha da Joses, ha Salome,

41 pere hen heullie hag hen serviche pa edo en Galile, ha kalz a re all pere a oa pignet ganthan da Jerusalem.

42 Evel ma oa dija divezad, ha ma oa deiz ar breparation, da lavaret eo, an deiz di‐araog ar sabbat,

43 Josef a Arimathe, eur senatour henoret braz, pehini ive a c’hortoze rouantelez Doue, a ieaz heb aoun da gavout Pilat, hag a c’houlennaz diganthan corf Jesus.

44 Pilat a oe souezet o klevet e oa maro dija; hag o veza galvet ar c’hantener, e c’houlennaz ha pell a oa abaoe ma oa maro.

45 Ha p’hen doe klevet gant ar c’hantener, e roaz ar c’horf da Josef.

46 Ha Josef, o veza prenet eul linsel, a ziskennaz anezhan euz ar groaz, a lekeaz al linsel en‐dro dezhan, hag a lekeaz anezhan en eur bez a oa bet kleuzet er roc’h; hag e rulliaz eur mean ouz dor ar bez.

47 Ha Mari Magdalen, ha Mari, mam Joses, a zelle pe leac’h e lakeet anezhan.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan