Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Marc 13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XIII.

1 Pa oa Jesus o vond er meaz euz an templ, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan: Mestr, sell pebez mein ha pebez edifisou kaer!

2 Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan: Gwelet a rez‐te an edifisou kaer‐ze; na vezo lezet mean var vean hep na vezo diskaret.

3 Ha pa edo azezet var menez Olived, dirag an templ, Per, Jakes, Ian hag Andre a reaz a‐gostez ar goulen‐man diganthan:

4 Lavar deomp peur e c’hoarvezo an traou‐ze, ha dre be seurt sin e vezo gouezet ez int prest da erruout?

5 Ha Jesus, o respont, a gommansaz lavaret: Diwallit na zeufe den d’ho trompla.

6 Rag dond a rai kalz em hano hag a lavaro: Me eo ar C’hrist; ha kalz a vezo tromplet ganthe.

7 Hogen, pa glevot komz a vrezel hag a vrud‐brezel, na vezit ket troublet; rag red eo da gement‐se c’hoarvezout; mes ne vezo ket c’hoas ar fin.

8 Rag sevel a rai eur bobl a‐enep eur bobl all, hag eur rouantelez a‐enep eur rouantelez all; ha beza e vezo krenamanchou‐douar e meur a leac’h ha kernez, ha trubuil. An traou‐ze a zo ar gommansamant euz ar poaniou.

9 Mes likit evez ouzoc’h hoc’h‐unan; rag kas a raint ac’hanoc’h dirag an tribunaliou hag ar sinagogou; skourjezet e viot, ha kasset abalamour d’in dirag ar gouarnerien hag ar rouane, evit rei testeni d’in dirazhe.

10 Mes da genta eo red ma vez prezeget an Aviel d’an holl nationou.

11 Hogen, pa gassint ac’hanoc’h evit ho livra, na vezit ket en poan da c’houzoud araog petra ho pezo da lavaret, ha na choumit ket da zonjal e kement‐se; mes livirit ar pez a vezo roet deoc’h da lavaret en heur‐ze; rag n’eo ket c’houi a gomzo, mes ar Spered‐Santel.

12 Hogen, neuze ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel; hag ar vugale a zavo a‐enep ho zad hag ho mam, hag ho lakaint da vervel.

13 Hag e viot kaseet gant an holl abalamour d’am hano, mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.

14 Hogen, pa velot an abomination euz an dezolation, euz a behini hen deuz komzet ar profet Daniel, o ren el leac’h na dle ket beza (ra lako evez mad an hini hen lenn); neuze ar re a vezo er Jude, ra dec’hint var ar meneziou;

15 hag an hini a vezo var an doen, diwallo da zisken en ti, na da vond ebarz evit kemeret tra e‐bed euz he di;

16 hag an hini a vezo er park, diwallo da zistrei var he c’hiz evit kemeret he zae.

17 Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou‐ze.

18 Pedit evit ne rankoc’h ket tec’hel er goanv.

19 Rag beza e vezo en deiziou‐ze eun affliction ker braz, ken n’euz bet biskoas hini henvel outhi, abaoe ma’z eo crouet ar bed gant Doue beteg hirio, ha ne vezo biken.

20 Ha ma n’hen divije ket an Aotrou diveret an deveziou‐ze, na vije bet saveteet den e‐bed; mes diveret hen deuz an deveziou‐ze abalamour d’ar re a zo bet choazet ganthan.

21 Neuze mar lavar unan‐benag deoc’h: Setu ar C’hrist aman; pe: Setu‐hen a‐hont; na gredit ket.

22 Rag sevel a rai Christed faos ha fals profeted, hag e raint miraclou ha burzudou evit trompla memeus ar re choazet ma vije gallet.

23 Likit evez eta; setu, em euz discleriet deoc’h pep tra en avans.

24 En deiziou‐ze goude an dribulation‐ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen;

25 ar stered a gwezo euz an env, hag ar puissansou a zo en envou a vezo bransellet.

26 Ha neuze e vezo gwelet Mab an den o tond var ar goabrennou, gant eur galloud hag eur gloar braz;

27 hag e kasso he elez da zastum he re choazet euz ar pevar avel, adaleg ar c’horn pella euz an douar beteg ar pen pella euz an env.

28 Diskit kement‐man dre barabolen ar vezen‐fiez: Pa zeu he brancou da deneraad hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h ema tost an hanv.

29 Evel‐se ive c’houi, pa velot an traou‐ze o c’hoarvezoud, gouezit ema tost Mab an den hag ema e‐kichen an nor.

30 E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos na dremeno ket ar generation‐man, ken a vezo c’hoarvezet an holl draou‐ze.

31 An env hag an douar a dremeno; mes va c’homzou‐me na dremenint ket.

32 Evit ar pez a zell an deiz hag an heur‐ze, den na anavez anezhe, nag an elez a zo en env, nag ar Mab? nemed an Tad hep‐ken.

33 Likit evez, veillit ha pedit; rag na ouzoc’h ket peur e teuio an amzer‐ze.

34 Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond en hent evit eur vro bell, a lez he di, a ro d’he vevelien ar gondu anezhan, a verk da bep hini he labour, hag a c’hourc’hemen d’ar porzier beza var evez.

35 Beillit eta, rag na ouzoc’h ket peur e teuio mestr an ti, pe d’an abardaez, pe da hanter‐noz, pe pa gano ar c’hilloc, pe deuz ar mintin;

36 gant aoun, oc’h erruout en eun taol, ne vec’h kavet ganthan kousket.

37 Hogen, ar pez a lavaran, hen lavaret a ran d’an holl: Beillit.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan