Sant Marc 12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XII. 1 Jesus a gommansaz neuze da gomz outhe dre barabolennou: Eun den, emezhan, a blantaz eur winien, a lekeaz eur c’harz en‐dro dezhi, a doullaz enhi eur plas evit eur waskerez, hag a zavaz eun tour, ha goude beza he roet en feurm da verourien, ez eaz kuit. 2 Pa oe erru amzer ar frouez, e kassaz eur mevel etrezeg ar verourien, evit receo digant ar verourien frouez euz ar winien. 3 Mes, o veza croget enhan, e kannjont anezhan, hag her c’hasjont kuit en goullo. 4 Kas a reaz dezhe c’hoas eur servicher all; mes int a sklapaz mein outhan, hag e c’hloazjont anezhan en he ben, hag her c’hasjont kuit, goude beza hen tretet gant dismegans. 5 Hag e kassaz c’hoas unan all hag a oe lazet ganthe, ha kalz a re all, a bere lod a oe kannet ha lod all lazet. 6 Er fin, o veza m’hen doa c’hoas eur mab hag a garie meurbed, e kassaz anezhan dezhe an diveza, en eur lavaret: Douja a raint d’am mab. 7 Mes ar verourien‐ze a lavaraz etrezhe: He‐man eo an heritour; deuit, lazomp anezhan, hag he heritach a vezo deomp‐ni. 8 Hag, o veza croget enhan, e lakjont anezhan d’ar maro, hag e taoljont anezhan er meaz euz ar winien. 9 Petra a rai eta aotrou ar winien? Dond a rai, hag e tistrujo ar verourien‐ze, hag e roio ar winien da dud all. 10 Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet ar gomz‐man euz ar Scritur: Ar mean a oa bet taolet a‐gostez gant ar re a oa o vatissa, a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn? 11 An Aotrou eo hen deuz great kement‐se, hag eun dra souezus eo d’hon daou‐lagad. 12 Neuze e klaskjont cregi enhan; rag anaoud a reant ervad hen doa lavaret ar barabolen‐ze a‐enep dezhe; mes, o veza m’ho doa aoun rag ar bobl, e lezjont anezhan, hag ez ejont kuit. 13 Goude‐ze e kasjont dezhan darn euz ar Farizianed hag euz an Herodianed, evit tapoud anezhan en he gomzou. 14 O veza eta deuet d’he gavoud, e leverjont dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud gwirion, ha penaos ne glaskez plijoud da zen e‐bed; rag na zellez ket ouz apparans an dud, mes diski a rez hent Doue hervez ar wirionez. Ha permetet eo paea an tribut da Cezar, pe n’eo ket? Ha paea a raimp‐ni, pe na baeimp ket? 15 Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? Digassit d’in eun diner, evit ma her gwelin. 16 Hag e tigasjont dezhan unan. Neuze e lavaraz dezhe: Imach piou, hag hano piou eo ar re‐man? Hag e leverjont dezhan: Re Cezar. 17 Ha Jesus a respontaz dezhe: Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. Hag e oent souzet braz ganthan. 18 Neuze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag a interrojaz anezhan, o lavaret: 19 Mestr, Moises hen deuz gourc’hemenet deomp mar marv breur unan‐benag, ha mar lez he vreg hep bugale, e ranko he vreur kemeret an intanvez evit sevel lignez d’he vreur. 20 Hogen, bez’ e oa seiz breur. Ar c’henta a gemeraz eur vreg, hag a varvaz hep lezel bugale. 21 An eil a zimezaz dezhi, hag a varvaz ive, hep lezel bugel e‐bed. Hag an trede en hevelep doare. 22 Ho seiz e timezjont dezhi, ha na lezjont ket a vugale. Hag ar vreg a varvaz ive, an diveza anezhe holl. 23 Er resurrection eta, pa resussitint, da behini euz ar re‐man e vezohi greg? rag ho seiz ho deuz bet anezhi evit pried. 24 Ha Jesus a respontaz, hag a lavaraz dezhe: Ha n’oc’h‐hu ket en errol, dre na anavezit ket ar Scrituriou, na galloud Doue? 25 Rag pa vezo ar resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez priejou; mes beza e vezint evel an elez a zo en env. 26 Hag, evit ar pez a zell resurrection ar re varo, ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet e levr Moises, penaos Doue a gomzaz outhan er voden‐spern, en eur lavaret: Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob? 27 Doue n’eo ket Doue ar re varo; mes Doue ar re veo. Rag‐se emoc’h en eun errol vraz meurbed. 28 Neuze unan euz ar Scribed, hag hen doa klevet anezhe o tisput, o velet hen doa respontet mad dezhe, a dostaaz hag a c’houlennaz diganthan: Pehini eo ar c’henta euz an holl gourc’hemenou? 29 Jesus a respontaz dezhan: Ar c’henta euz an holl gourc’hemenou eo he‐man: Selaou, Israel, n’ed euz nemed eun Aotrou, pehini eo an Aotrou, hon Doue. 30 Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl spered, hag euz da holl nerz. Hennes eo ar c’henta gourc’hemen. 31 Ha setu aman an eil pehini a zo henvel outhan: Karoud a ri da nessa eveld’oud da‐unan. N’euz gourc’hemen all e‐bed brassoc’h eged ar re‐man. 32 Hag ar Scrib a respontaz dezhan: Mestr, komzet mad ec’h euz, ha gant gwirionez ec’h euz lavaret penaos n’euz nemed eun Doue hep‐ken, ha penaos n’euz Doue all e‐bed nemethan; 33 ha penaos he garoud euz a greiz ar galon, euz an holl spered, euz an holl ene, hag euz an holl nerz, ha karoud hon nessa eveld’omp hon‐unan, a zo mui eged an holl offransou devet, hag an holl sacrifisou. 34 Jesus, o velet hen doa respontet gant furnez, a lavaraz dezhan: N’oud ket pell euz a rouantelez Doue. Ha den na grede mui interroji anezhan. 35 Hag evel ma oa Jesus o kelen en templ, e lavaraz: Penaos e lavar ar Scribed ez eo ar C’hrist mab da Zavid? 36 Rag David he‐unan hen deuz lavaret dre ar Spered‐Santel: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou: Azez a‐zeo d’in, bete ma likiin da inimied da scabel dindan da dreid. 37 Pa’z eo gwir eta David he‐unan a c’halv anezhan Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab? Hag eur bobl vraz a gemere plijadur o selaou anezhan. 38 Lavaret e rea dezhe c’hoas, en he gelennadurez: Diwallit ouz ar Scribed pere a gar pourmen gant zaeou hir, ha beza saludet er plasennou public; 39 hag a gar ar c’hadoriou kenta er sinagogou, hag ar plasou kenta er festou, 40 pere a zevor tiez an intanvezed, hag evit digarez a ra pedennou hir; ar re‐man ho devezo eur gondaonation vrassoc’h. 41 Ha Jesus, o veza azezet dirag ar c’hef, a zelle penaos e taole ar bobl arc’hant er c’hef, 42 ha kalz a dud pinvidic a daole kalz enhan. Dond a reaz ive eun intanvez paour, pehini a daolaz ebarz daou bezic arc’hant pere a ra eul liard. 43 Neuze, o veza galvet he ziskibien, e lavaraz dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h: an intanvez paour‐ze he deuz taolet ebarz ar c’hef muioc’h eged ar re all holl. 44 Rag holl ho deuz taolet ebarz euz ar pez ho doa a re; mes hou‐man he deuz taolet ebarz euz ar pez a oa necesser dezhi, kement a oa choumet ganthi evit beva. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society