Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Marc 10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR X.

1 Jesus, o veza eat kuit ac’hane, a zeuaz var bord ar Jude, a‐hed ar Jourdan; hag ar bobl en em zastumaz c’hoas var he dro, hag hervez he gustum, e kelennaz anezhe adare.

2 Neuze ar Farizianed a dostaaz outhan hag a c’houlennaz diganthan, evit hen amprouv: Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg?

3 Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Petra a zo bet gourc’hemenet deoc’h gant Moises?

4 Int a lavaraz dezhan: Moises hen deuz permetet ober eur scrid a zivors hag he c’has kuit.

5 Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: Abalamour d’ar galeder euz ho calonou eo hen deuz Moises scrivet deoc’h ar gourc’hemen‐ze.

6 Mes er pen‐kenta euz ar grouidigez, Doue a reaz eur goaz hag eur vaouez hep‐ken.

7 Abalamour da ze e tilezo an den he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg;

8 hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep‐ken; evel‐se n’ed int mui daou, mes eur c’hig hep‐ken.

9 Arabad eo eta d’an den dispartia ar pez a zo unanet gant Doue.

10 Hag ebarz an ti, he ziskibien hen interrojaz adare divarben ar memeus tra;

11 hag e lavaraz dezhe: Piou‐benag a gasso kuit he vreg hag a gemero unan all, a ra eun avoultriach en he c’henver;

12 ha mar deu eur vreg da guitaad he ozac’h, ha mar timez da unan all, e ra avoultriach.

13 Neuze e oe digasset dezhan bugale vihan, evit ma touchje outhe; mes an diskibien a c’hourdrouze ar re ho digasse.

14 Ha Jesus, o velet kement‐se, a oe indiniet, hag a lavaraz dezhe: Lezit ar vugaligou da zond d’am c’havout, ha na virit ket outhe; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe.

15 E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi.

16 Hag o veza ho c’hemeret etre he zivrec’h, ec’h astennaz he zaouarn varnezhe hag ho bennigaz.

17 Ha pa oa o vond er meaz evit en em lakaad en hent, eun den a ziredaz, hag a zaoulinaz dirazhan, en eur c’houlen diganthan: Mestr mad, petra a dlean‐me da ober evit herita ar vuez eternel?

18 Jesus a lavaraz dezhan: Perag em galvez‐te mad? N’euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken.

19 Anaoud a rez ar gourc’hemenou: Na ra ket a avoultriach; na laz ket; na laer ket; na lavar ket a desteni faos; na ra gaou e‐bed ouz den; henor da dad ha da vam.

20 Hen a respontaz: Mestr, miret em euz an holl draou‐ze adaleg va yaouankiz.

21 Ha Jesus, o sellet outhan, hen karaz hag a lavaraz dezhan: Mankoud a ra d’id eun dra: Kea, gwerz kement ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien, hag ez pezo eun tenzor en env; neuze deuz, doug da groaz hag heul ac’hanoun.

22 Mes he‐man en em gavaz nec’het gant ar gomz‐se, hag ez eaz kuit gwall drist, rag madou braz hen doa.

23 Neuze Jesus, o sellet en dro dezhan, a lavaraz d’he ziskibien: Pegen dies eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue!

24 Hag he ziskibien a oe souezet gant ar c’homzou‐ze. Mes Jesus, o komz outhe, a lavaraz: Va bugale, pegen dies eo d’ar re a laka ho fizians er madou antren en rouantelez Doue!

25 Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue.

26 Hag e oent c’hoas muioc’h souezet, hag e lavarent an eil d’egile: Piou eta a hell beza salvet?

27 Mes Jesus, o sellet outhe, a lavaraz: Kement‐se a zo impossubl d’an dud, mes n’eo ket impossubl da Zoue; rag pep tra a zo possubl da Zoue.

28 Neuze Per a gommansaz lavaret dezhan: Setu, ni hon euz dilezet pep tra, hag hon euz heulliet ac’hanoud.

29 Ha Jesus a respontaz: E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos n’euz den hag hen deuz dilezet ti, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe vreg, pe vugale, pe douarou, abalamour d’in ha d’an Aviel,

30 ha na recevo divar vreman, en amzer a zo o ren, kant gwech kemend all a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vammou, a vugale, a zouarou, gant persecutionou; hag, er bed da zond, ar vuez eternel.

31 Mes kalz euz ar re genta a vezo an diveza, hag ar re ziveza a vezo ar re genta.

32 Hogen, evel ma oant en hent, o pignad da Jerusalem, Jesus a iea araog dezhe; hag e oant spountet, hag ho doe aoun en eur vond var he lerc’h. Ha Jesus, o kemeret adare an daouzec a‐gostez, a gommansaz lavaret dezhe ar pez a dlie c’hoarvezout ganthan.

33 Setu, e pignomp da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, hag e livrint anezhan d’ar Jentiled.

34 Ober a raint goab anezhan, hag e skourjezint anezhan, hag e cranchint ouz he vizach, hag hen lakaint d’ar maro; mes an trede deiz e resussito.

35 Neuze Jakes ha Ian, mibien Zebede, a zeuaz d’he gavoud en eur lavaret: Mestr, ni a garfe e rafez deomp ar pez a c’houlennimp.

36 Hag hen a lavaraz dezhe: Petra a fell deoc’h a rafen deoc’h?

37 Int a lavaraz dezhan: Accord deomp ma vezimp azezet unan a‐zeo, hag egile a‐gleiz d’id, en da c’hloar.

38 Jesus a lavaraz dezhe: Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Ha gallout a hellit‐hu eva ar c’halir a dlean‐me da eva, ha beza badezet gant ar vadiziant gant pehini e tlean beza badezet?

39 Hag e leverjont dezhan: Gallout a reomp. Ha Jesus a lavaraz dezhe: Eva a reot evit‐gwir ar c’halir a dlean da eva, ha badezet e veot gant ar vadiziant gant pehini e tlean beza badezet;

40 mes evit beza azezet a‐zeo pe a‐gleiz d’in, n’eo ket d’in‐me eo hen rei, nemed d’ar re evit pere eo preparet kement‐se.

41 An deg all, o veza klevet kement‐se, a zavaz droug enhe ouz Jakes ha Ian.

42 Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe: Gouzoud a rit penaos ar re a dremen evit mistri var an nationou a zav varnezhe; ha penaos ar re vraz ho deuz otorite varnezhe.

43 Mes na vezo ket evel‐se en ho touez; er c’hontrol, piou‐benag a fello dezhan beza ar brassa en ho touez, a vezo ho servicher.

44 Ha piou‐benag ac’hanoc’h a fello dezhan beza ar c’henta en ho touez, a vezo esclav d’an holl.

45 Rag Mab an den n’eo ket deuet evit beza servichet, mes evit servicha, hag evit rei he vuez da rançon evit kalz.

46 Ha goude e teujont da Jerico; hag evel ma’z ea kuit euz a Jerico gant he ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet var bord an hent, o c’houlen an aluzen.

47 Hag, o veza klevet e oa Jesus a Nazaret an hini a oa o tremen, e commansaz da grial, ha da lavaret: Jesus, Mab David, bez truez ouzin!

48 Ha meur a hini a c’hourdrouze anezhan, evit ober dezhan tevel; mes hen a grie c’hoas krenvoc’h: Mab David, bez truez ouzin!

49 Ha Jesus, o choum en he za, a lavaraz gervel anezhan. Gervel a rejont eta an den dall, hag e leverjont dezhan: Kemer courach, sav, gervel a ra ac’hanoud.

50 Hag, o teurel kuit he vantel, e savaz hag e teuaz da gavout Jesus.

51 Neuze Jesus, o komz outhan, a lavaraz: Petra a fell d’id a rafen evidoud? Hag an dall a respontaz: Aotrou, ma kavin ar gwelet.

52 Ha Jesus a lavaraz dezhan: Kea, da feiz hen deuz da iac’heet. Ha kerkent e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie Jesus en hent.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan