Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Lucas 8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR VIII.

1 Goude‐ze, Jesus a iea euz an eil kear hag euz an eil bourgaden d’eben, en eur brezeg hag en eur annons ar c’helou mad euz a rouantelez Doue; hag an daouzec a oa ganthan,

2 hag ive eun neubeud merc’hed pere a oa bet delivret euz a zrouk‐sperejou hag euz a glenvejou; Mari, galvet Magdalen, euz a behini e oa sortiet seiz drouk‐spered;

3 ha Janned, greg Chouza, ministr Herodes, Suzanna, ha meur a hini all, pere a zicoure anezhan gant ho madou.

4 Hogen, evel ma en em dastume eur bobl vraz, ha ma teue d’he gavout kalz a dud euz an holl geariou, e lavaraz dezhe ar barabolen‐man:

5 Eun hader a ieaz er meaz evit hada he had, hag en eur hada, lod a gwezaz a‐hed an hent, hag a oe mac’het, hag al lapoused euz an env a zebraz anezhan holl.

6 Ha lod all a gwezaz var douar meinec; ha pa oe diwanet, e sec’haz, o veza ne oa ket a zaour en douar.

7 Lod all a gwezaz e‐touez ar spern, hag ar spern a greskaz assambles gant ar greun, hag a vougaz anezhan.

8 Lod all a gwezaz en douar mad, hag a zavaz hag a roaz frouez, kant evit unan. O lavaret kement‐man, e crie: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn evit klevet!

9 He ziskibien a c’houlennaz diganthan petra a zinifie ar barabolen‐ze.

10 Hag hen a respontaz: Deoc’h‐hu eo bet roet da anaoud ar mysteriou euz a rouantelez Doue; mes d’ar re all ne gomzer a gement‐se nemed dre barabolennou, en hevelep doare ma velint heb gwelet, ha ma klevint heb compren.

11 Setu aman eta ar pez a zinifi ar barabolen‐ze.

12 An had eo ger Doue; ar re a receo anezhan a‐hed an hent eo ar re hen selaou; mes an diaoul a zeu, hag a denn ar ger‐ze euz ho c’halonou, gant aoun ne deufent da gredi ha da veza salvet;

13 ar re a receo anezhan var douar meinec eo an dud pere, o veza klevet ar ger, a receo anezhan gant joa, mes n’ho deuz ket a c’hrizien, ha na gredont nemed evit eun neubeud amzer; ha pa deu an dentation, e tec’hont kuit;

14 hag ar pez a zo kwezet e‐touez ar spern, eo ar re ho deuz klevet ar ger; ha pere en eur vond kuit, a lez ar ger da veza mouget gant ar sourciou, gant ar pinvidigeziou, hag ar plijadurezou euz ar vuez‐man, en hevelep doare ma na zougont ket ho frouez beteg beza dare;

15 mes ar pez a zo kwezet en douar mad, eo ar re pere, o veza klevet ar ger gant eur galon bur ha mad, a vir anezhan hag a gendalc’h da zougen frouez.

16 Den e‐bed, goude beza alumet eur c’houlaouen, na c’holo anezhi gant eur bessel, ha ne laka anezhi dindan ar gwele; mes hel lakaad a ra var eur c’hantoleur, evit ma c’hello ar re a zeu en ti gwelet ar sclerijen.

17 Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza discleriet, na netra goloet ha na dle beza dizoloet, ha dond da veza anat.

18 Rag‐se likit evez penaos e selaouit; rag d’an neb hen deuz e vezo roet, mes an neb n’hen deuz ket, a vezo lammet diganthan memeus ar pez a zonj dezhan hen deuz.

19 Neuze he vam hag he vreudeur a zeuaz d’he gavout; mes na hellent ket tostaad outhan abalamour d’ar bobl.

20 Hag e teujont da lavaret dezhan: Da vam ha da vreudeur a zo aze er meaz, hag ho deuz c’hoant da velet ac’hanoud.

21 Mes hen a respontaz: Ar re a zelaou ger Doue, hag hen laka en pratic, ar re‐ze eo va mam ha va breudeur.

22 Eun devez e c’hoarvezaz ma pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e lavaraz dezhe: Tremenomp en tu all d’ar mor, hag ez ejont.

23 Hag e‐pad ma navigent, Jesus a choumaz kousket; hag eur barrad avel a zavaz var ar mor, ar vag a oa erru leun a zour, hag e oant en danjer braz.

24 Neuze e teujont d’hen kavoud, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret: Mestr, Mestr, emomp o vond da goll. Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite d’an avel ha d’ar mor, hag ar re‐man a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza sioul braz.

25 Neuze e lavaraz dezhe: Pe leac’h ema ho feiz? Hag int, spountet ha souezet braz, a lavare an eil d’egile: Piou eta eo he‐man, pa gommand memeus d’an avelou ha d’an dour, hag e sentont outhan?

26 Neuze e teujont var bord bro ar Gadarened, pehini a zo dirag ar Galile.

27 Ha pa oe diskennet Jesus d’an douar, eun den euz ar gear‐ze, hag a oa possedet abaoe pell amzer gant drouk‐sperejou, a zeuaz d’he zialben. Ne oa ket a zillad varnezhan, ha ne choume ket er gear, mes er beziou.

28 Kerkent ha ma velaz Jesus, e commansaz da grial hag, oc’h en em deurel e c’harz he dreid, e lavaraz a vouez huel: Petra a zo etre me ha te, Jesus, Mab an Doue Holl‐C’halloudec? Me az ped, na dourmant ket ac’hanoun.

29 Rag Jesus a gommande d’ar spered hudur mond er meaz euz an den‐ze, en pehini e oa crog stard abaoe pell amzer; kaer e oa staga anezhan gant chadennou hag hen derc’hel gant hualou, terri a rea he ereou, hag an drouk‐spered a gasse anezhan ganthan el leac’hiou dezert.

30 Ha Jesus a c’houlennaz diganthan: Pe hano ec’h euz? He‐man a respontaz: Lejion; rag kalz a zrouk‐sperejou a oa antreet enhan.

31 Hag e pedent anezhan ne gommandje ket dezhe mond e punz an abim.

32 Hogen, bez’ e oa eno eur vanden vraz a voc’h o peuri var ar menez; hag e pedent anezhan d’ho lezel da antren er moc’h‐se, ha Jesus hen permetaz dezhe.

33 An drouk‐sperejou eta, o veza eat er meaz euz an den‐ze, a antreaz er moc’h, hag ar vanden en em daolaz euz ar plas huelze er mor, hag e oent beuzet.

34 Hag ar re a oa ouz ho diwall, pa veljont ar pez a oa c’hoarvezet, a redaz kuit hag a gontaz kement‐se en kear ha var ar meaz.

35 Neuze an dud a zeuaz er meaz evit gwelet petra a oa c’hoarvezet; hag o veza deuet da gavout Jesus, e kavjont an den euz a behini e oa eat kuit an drouk‐sperejou, azezet e c’harz treid Jesus, gwisket hag en he skiant‐vad; hag e oent leun a spount.

36 Hag ar re ho doa gwelet kement‐se a gontaz dezhe penaos e oa bet delivret an den possedet.

37 Neuze an holl dud euz a vro ar Gadarened hen pedaz da guitaad ho bro; rag croget e oa eur spount vraz enhe. Pignad a reaz eta var ar vag evit dond var he c’hiz.

38 Hag an den euz a behini e oa eat kuit an drouk‐sperejou, hen pede da lezel anezhan da choum ganthan; mes Jesus a gassaz anezhan kuit, en eur lavaret:

39 Distro d’ar gear, ha lavar d’an holl ar burzudou hen deuz great Doue en da genver. Mond a reaz kuit eta, en eur embann dre ar gear holl kement hen doa great Jesus en he genver.

40 Pa oe distro Jesus, eur bobl vraz a zeuaz d’hen digemer; rag an holl a oa en gortoz anezhan.

41 Ha setu ma teuaz eun den hanvet Jaïrus, pehini a oa chef euz ar sinagog, hag oc’h en em deurel da dreid Jesus, e pedaz anezhan da zond d’he di;

42 rag beza hen doa eur verc’h pen‐heres, oajet a zaouzec vloaz, pe var dro, hag a oa o vond da vervel. Ha pa oa Jesus o vond di, e oa gwasket gant ar bobl.

43 Neuze eur vreg, pehini a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, hag he doa dispiniet he holl vadou gant medeusinet, hep gallout beza pareet gant hini e‐bed,

44 a dostaaz outhan a‐dreg he gein, a douchaz ar bord euz he zae; ha kerkent ec’h ehanaz he dioada.

45 Ha Jesus a lavaraz: Piou hen deuz touchet ouzin? Hag evel ma nac’he an holl, Per hag ar re a oa ganthan a lavaraz: Mestr, ar bobl a zo en‐dro d’id hag a wask ac’hanoud; hag e leverez: Piou hen deuz touchet ouzin?

46 Mes Jesus a lavaraz: Unan‐benag hen deuz touchet ouzin; rag anavezet em euz ez euz eat eur vertuz e meaz ac’hanoun.

47 Ar vreg‐se, o velet ne oa ket bet kuzet kement‐man diouthan, a zeuaz en eur grena, hag oc’h en em deurel d’he dreid, e tiscleriaz dirag an holl, perag he doa touchet diouthan, ha penaos e oa bet pareet dioc’h‐tu.

48 Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet; kea en peoc’h.

49 E‐pad ma oa c’hoas o komz, e teuaz unan euz a di chef ar sinagog, hag a lavaraz dezhan: Da verc’h a zo maro; na choum ken da skuiza ar Mestr.

50 Mes Jesus, o veza klevet kement‐se, a lavaraz da Jaïrus: N’az pe ket a aoun; n’ec’h euz nemed credi, ha da verc’h a vezo iac’heet.

51 Ha pa oe deuet en ti, na lezaz den da antren nemed Per, Jakes ha Ian, ha tad ha mam ar plac’h yaouank.

52 Hag an holl a wele hag a hirvoude abalamour dezhi; mes Jesus a lavaraz: Na welit ket; n’ed eo ket maro, mes kousket hep‐ken.

53 Hag e reant goab anezhan, o veza ma ouient e oa maro.

54 Mes, goude m’hen doa kasset anezhe holl er meaz, e crogaz en he dorn, hag e lavaraz a vouez huel: Bugel, sav alese.

55 Hag he ene a zeuaz a‐nevez enhi; sevel a reaz rag‐tal, ha Jesus a c’hourc’hemenaz rei boued dezhi.

56 Hag he zad hag he mam a oe souezet meurbed; mes hen a zifennaz outhe lavaret da zen ar pez a oa c’hoarvezet.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan