Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Lucas 5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR V.

1 Evel ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue.

2 Hag o veza gwelet diou vag var bord al lenn, euz a bere ar besketerien a oa diskennet da walc’hi ho rouejou, e pignaz en unan euz ar bagou‐ze, pehini a oa da Simon,

3 hag e pedaz anezhan da bellaad eun neubeud euz an douar; hag o veza azezet, e kelenne ar bobl divar ar vag.

4 Pa hen doe ehanet da gomz, e lavaraz da Simon: Kea larkoc’h en dour doun, ha taolit ho rouejou evit pesketa.

5 Simon a respontaz dezhan: Mestr, labouret hon euz hed an noz, ha n’hon euz tapet netra; koulskoude, var da c’her e taolin ar roued.

6 Hag o veza great kement‐se, e tapjont eun niver braz a besked; hag o veza ma tore ho roued,

7 e rejont sin d’ho c’hen‐sorted, pere a oa er vag all, da zond d’ho zicour; dond a rejont, hag e leunjont an diou vag, en hevelep doare ma oant prest da anfonci.

8 Simon Per, o veza gwelet kement‐se, en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz: Aotrou, pella diouzin; rag me a zo eur pec’her.

9 Rag ar spount a oa croget enhan, hag er re holl a oa assambles ganthan, abalamour d’ar besketerez ho doa great; hag ive en Jakes ha Ian, mibien Zebede, pere a oa kensorted da Simon.

10 Ha Jesus a lavaraz da Simon: N’az pe ket a aoun; divar‐vreman e vezi pesketer tud beo.

11 Hag o veza digasset ar bagou d’an douar, e kuitejont pep tra hag ec’h heuljont anezhan.

12 Pa oa Jesus en eur gear euz ar Galile, eun den goloet a lorgnez, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’an douar var he vizach, hag hen pedaz, o lavaret: Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad.

13 Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz outhan, en eur lavaret: Felloud a ra d’in, bez net. Ha rag‐tal, al lorgnez a guitaaz anezhan.

14 Ha Jesus a c’hourc’hemenaz dezhan diwall da lavaret kement‐se da zen e‐bed; mes kea, emezhan, en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez a zo bet gourc’hemenet gant Moises, evit ma servicho kement‐se da desteni dezhe.

15 Hag ar vrud anezhan a rede mui‐oc’h‐mui, hag eur bobl vraz a dud en em zastume evit klevet anezhan, hag evit beza iac’heet ganthan euz ho c’hlenvejou.

16 Mes hen en em denne ebarz an dezert, hag e pede.

17 Hogen, eun devez ma oa o kelen, e c’hoarvezaz ma oa azezet eno Farizianed ha doctored euz al lezen, pere a oa deuet euz a holl vourkou Galile, euz ar Jude, hag euz a Jerusalem, ha galloud an Aotrou a oa eno evit iac’haad ar re glanv.

18 Neuze e teuaz tud pere a zouge var eur gwele eun den hag a oa paralitic, hag e klaskent mond ganthan ebarz an ti, hag hen lakaad dirazhan.

19 Hag, evel ne ouient dre be leac’h mond ebarz, abalamour d’ar bobl, e pignjont var c’horre an ti, hag e tiskenjont anezhan dre an teol gant he vele, e‐kreiz an dud, dirag Jesus,

20 pehini, o velet ho feiz, a lavaraz dezhan: O den, da bec’hejou a zo pardonet d’id.

21 Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz da rezoni ha da lavaret: Piou eo he‐man pehini a lavar blasphemou? Piou a hell pardoni ar pec’hejou, nemed Doue hep‐ken?

22 Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a gomzaz outhe hag a lavaraz: Petra a rezonit‐hu en ho calonou?

23 Pehini eo an ezeta, pe lavaret: Da bec’hejou a zo pardonet d’id; pe lavaret: Sav alese ha kerz?

24 Hogen, evit ma ouezot penaos Mab an den hen deuz ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou: Sav, emezhan d’ar paralitic, me hen lavar d’id, doug da vele, ha kea d’ar gear.

25 Hag e savaz rag‐tal dirazhe; hag o tougen ar gwele var behini e oa gourvezet, ez eaz d’he di, en eur veuli Doue.

26 Hag holl e oent souezet braz, hag e veulent Doue; hag e teuaz aoun dezhe, hag e lavarent: Traou burzudus hon euz gwelet hirio.

27 Goude‐ze ez eaz er meaz, hag e velaz eur publican hanvet Levi, azezet en bureo ar c’hargou; hag e lavaraz dezhan: Deuz d’am heuil.

28 Hag hen, o kuitaad pep tra, a zavaz hag a heulliaz anezhan.

29 Ha Levi a reaz dezhan eur fest braz en he di, ha bez’ e oa eun niver braz a bublicaned hag a re all azezet ouz taol ganthe.

30 Hag ar re anezhe a oa Scribed ha Farizianed a vurmure hag a lavare d’he ziskibien: Perag e tebrit‐hu hag ec’h evit‐hu gant publicaned ha tud a vuez fall?

31 Ha Jesus, o komz outhe, a lavaraz: N’e ket ar re iac’h ho deuz ezom a vedeusin; mes ar re glanv eo.

32 N’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.

33 Neuze e lever‐jont dezhan: Perag e iun alies diskibien Ian hag e reont pedennou evel diskibien ar Farizianed, e‐leac’h da re‐te a zebr hag a ev?

34 Hag hen a lavaraz dezhe: Daoust ha c’houi a hell lakaad mignoned ar pried da iun, e‐pad ma ema ar pried ganthe?

35 Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe; a‐neuze e iunint en deiziou‐ze.

36 Lavaret a eure ive eur barabolen dezhe: Den na laka eun tam euz a eur zae nevez ouz eur zae goz; anez, an tam nevez a rogfe an hini koz, hag an tam kemeret euz an hini nevez na vezfe ket deread deuz an hini koz.

37 Den ken neubeud na laka gwin nevez en barikennou koz; anez, ar gwin nevez a dorfe ar barikennou, hag e vezfe skulliet, hag ar barikennou a vezfe kollet.

38 Mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez; hag evel‐se e virer an eil hag egile.

39 Ha den goude eva gwin koz, na c’houlen rag‐tal an hini nevez; rag, emezhan, ar gwin koz a zo gwelloc’h.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan