Sant Lucas 4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR IV. 1 Jesus, o veza leun euz ar Spered‐Santel, a zistroaz euz ar Jourdan, hag a oe kasset gant ar Spered ebarz an dezert; 2 eno e oe tentet gant an diaoul daou‐ugent devez, ha na zebraz netra e‐pad an deiziou‐ze; mes pa oant tremenet, hen doe naoun. 3 Neuze an diaoul a lavaraz dezhan: Mar d’oud Mab Doue, lavar d’ar mean‐man trei en bara. 4 Ha Jesus a respontaz dezhan: Scrivet eo: An den na vevo ket gant bara hep‐ken, mes gant pep ger euz a Zoue. 5 Neuze an diaoul hen kassaz var eur menez huel, hag a ziskouezaz dezhan en eur momant holl rouanteleziou ar bed; 6 hag an diaoul a lavaraz dezhan: Rei a rin d’id an holl buissans‐ze ha gloar ar rouanteleziou‐ze; rag roet eo bet d’in, ha me a ro anezhan d’an neb a fell d’in. 7 Rag‐se mar en em brosternez dirazoun, kement‐se holl a vezo d’id. 8 Mes Jesus a respontaz dezhan: Tec’h kuit diouzin, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hep‐ken a zervichi. 9 Kas a reaz anezhan ive da Jerusalem, hag e lekeaz anezhan var lein an templ, hag e lavaraz dezhan: Mar d’oud Mab Doue, en em daol ac’hann d’an traon; 10 rag scrivet eo e c’hourc’hemeno d’he elez divar da ben, evit ma tiwallint ac’hanoud, 11 ha ma tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfe da droad ouz eur mean‐benag. 12 Mes Jesus a respontaz dezhan: Lavaret eo: Na denti ket an Aotrou da Zoue. 13 Hag an diaoul, o veza achuet an holl dentation, a guitaaz anezhan evit eun amzer. 14 Ha Jesus a zistroaz dre c’halloud ar Spered en Galile, hag ar vrud anezhan a redaz dre ar vro holl tro‐var‐dro. 15 Rag kelen a rea en ho zinagogou, hag e oa henoret gant an holl. 16 Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn. 17 Hag e oe roet dezhan levr ar profet Izaias, hag o veza digoret al levr, e kavaz al leac’h e pehini e oa scrivet: 18 Spered an Aotrou a zo varnoun, abalamour da ze hen deuz va eoliet evit prezeg an Aviel d’ar beorien; va c’hasset hen deuz evit iac’haad ar re a zo mantret ho c’halon; 19 evit annons an delivrans d’ar gaptived, hag an distro euz ar gwelet d’ar re dall; evit lakaad en liberte ar re a zo opprimet, hag evit embann bloavez favorabl an Aotrou. 20 Ha goude beza serret al levr, ha roet anezhan d’ar ministr, ec’h azezaz; ha daoulagad kement a oa er sinagog a oa batet varnezhan. 21 Neuze e commansaz lavaret dezhe: Hirio eo accomplisset ar gomz‐ze euz ar Scritur, hag her c’hlevet a rit. 22 An holl a roe testeni dezhan, hag a oa souezet euz ar c’homzou a c’hras a zeue euz he c’henou, hag e lavarent: Ha n’eo ket hennes mab Josef? 23 Hag hen a lavaraz dezhe: Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb‐man: Medeusin, en em iac’ha da‐unan; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm. 24 Mes lavaret a reaz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, profet e‐bed n’ed eo digemeret mad en he vro he‐unan. 25 E gwirionez hen lavaran deoc’h: Bez’ e oa kalz a intanvezed en Israel en amzer Elias, pa oe serret an env e‐pad tri bloaz ha c’houec’h miz, en hevelep doare ma c’hoarvezaz eur gernez vraz dre ar vro holl. 26 Koulskoude Elias na oe kasset etrezeg hini anezhe, nemed etrezeg eur vreg intanvez euz a Sarepta, en Sidon. 27 Bez’ e oa ive kalz a dud lor en Israel en amzer ar profet Elizeüs; mes hini anezhe na oe neteet, nemed Naaman, ar Siread. 28 Hag ar re a oa er sinagog, o klevet kement‐se, a oe holl leun a goler. 29 Hag o sevel ac’hane, e vountjont anezhan er meaz euz ho c’hear, hag e kasjont anezhan ganthe beteg beg ar menez var behini e oa savet ho c’hear, evit hen stlapa d’an traon. 30 Mes hen a dremenaz dre ho c’hreiz, hag a ieaz kuit. 31 Hag e tiskennaz da Capernaüm, kear euz a C’halile, hag e kelenne anezhe deiziou ar sabbat. 32 Hag e oent souezet gant he gelennadurez; rag komz a rea gant otorite. 33 Hogen, bez’ e oa er sinagog eun den dalc’het gant eur spered impur, pehini a griaz gant eur vouez huel: 34 Ha! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit koll ac’hanomp? Gouzoud a ran piou oud: Ar Zant a Zoue. 35 Ha Jesus a c’hourdrouzaz anezhan, en eur lavaret: Tav, ha kea er meaz euz an den‐ze. Hag an drouk‐spered, o veza hen taolet e‐kreiz an assamble, a ieaz er meaz euz anezhan, heb ober droug e‐bed dezhan. 36 Hag e oent holl spountet braz, hag e lavarent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Gourc’hemen a ra gant otorite ha gant galloud d’ar sperejou louz, hag e sortiont! 37 Hag ar vrud anezhan a ieaz en pep leac’h er vro tro‐var‐dro. 38 Jesus, o veza eat er meaz euz ar sinagog, a ieaz en ti Simon. Hogen, mam‐gaer Simon a oa klanv gant eur gwall derzien, hag e pedjont anezhan evithi. 39 Hen eta, o veza en he za a‐uz dezhi, a c’hourc’hemenaz d’an derzien, hag an derzien a guitaaz anezhi; hag hi a zavaz kerkent, hag a zervichaz anezhe. 40 Pa oe kuzet an heol, kement hini hen doa tud klanv gant meur a seurt klenved, ho c’hassaz dezhan; hag hen ho fareaz en eur astenn he zaouarn var bep hini anezhe. 41 An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist. 42 Kerkent ha ma oa tarzet an deiz, ez eaz er meaz, da eul leac’h dezert, hag eur bobl vraz, a oa ouz he glask, a zeuaz beteg enhan, hag ho doa c’hoant derc’hel anezhan, evit na’z aje ket kuit diouthe. 43 Mes hen a lavaraz dezhe: Red eo d’in prezeg ive rouantelez Doue d’ar c’heariou all; rag evit se eo ez oun bet digasset. 44 Hag e prezege e sinagogou ar Galile. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society