Sant Lucas 3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR III. 1 Er pempzecved bloa vez euz a amzer an impelaer Tiberius Cezar, pa oa Pons Pilat gouarner ar Jude, hag Herodes tetrark euz a C’halile, Philip he vreur, tetrark euz a Iturea hag euz a vro Trakonitis, ha Lusanias tetrark euz a Abilene, 2 pa oa Annas ha Caïphas beleien vraz, ger Doue a oe adresset da Ian, mab Zakarias, ebarz an dezert. 3 Hag hen a zeuaz en holl vro var‐dro d’ar Jourdan, en eur brezeg badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou; 4 evel ma’z eo scrivet e levr komzou ar profet Izaias: Mouez an hini a gri en dezert: Preparit hent an Aotrou, grit eün he wenojennou. 5 Pep traonien a vezo leuniet, ha pep menez ha krec’hien a vezo izelleet, an hentchou kam a vezo lakeat, eün; hag an hentchou garo a vezo great kompez; 6 ha pep kig a velo silvidigez Doue. 7 Ian eta a lavare d’ar bobl a zeue evit beza badezet ganthan: Raç an aered‐viber, piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond? 8 Rentit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion; ha n’ed it ket da lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Ni hon euz evit tad Abraham; rag me a lavar deoc’h ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham. 9 Hogen, ema dija ar vouc’hal var grizien ar gwez. Pep gwezen eta ha na zoug ket a frouez mad, a ia da veza troc’het ha taolet en tan. 10 Neuze ar bobl a c’houlennaz diganthan: Petra eta a raimp‐ni? 11 Hen a respontaz dezhe: An neb hen deuz diou zae, ra roio d’an neb n’hen deuz hini, hag an neb hen deuz boued, ra zeui da ober ar memeus tra. 12 Dond a reaz ive publicaned evit beza badezet; hag e lever‐jont dezhan: Mestr, petra a raimp‐ni? 13 Hag hen a lavaraz dezhe: Na c’houlennit netra en tu‐hont d’ar pez a zo bet gourc’hemenet deoc’h. 14 Ar zoudarded ive a c’houlennaz diganthan: Ha ni, petra a raimp‐ni? Hag hen a lavaraz dezhe: Na wall‐dretit den, na dromplit den, mes bezit contant euz ho pae. 15 Hag evel ma oa ar bobl en gortoz, ha ma rezone an holl en ho c’halonou divarben Ian daoust ha ne oa ket hen ar C’hrist, 16 Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan. 17 He groe a zo ganthan en he zorn, netaad a rai mad he leur, hag e tastumo ar gwiniz en he c’hreuniel; mes ar pell a lako da zevi en eun tan ha ne vougo biken. 18 Ober a rea c’hoas meur a exhortation all d’ar bobl, en eur brezeg dezhe an Aviel. 19 Mes Herodes an tetrark, o veza m’hen doa bet rebechou digant Ian, divarben Herodias, greg Philip he vreur, ha divarben an holl fallagriez hen doa great, 20 goude an holl draou fall hen doa great, a reaz c’hoas hou‐man, lakaad a reaz teurel Ian er prizon. 21 Hogen, evel ma tostae ar bobl holl evit beza badezet, Jesus a oe badezet ive; hag e‐pad ma oa o pedi, an env a zigoraz, 22 hag ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: Te eo va Mab muia‐karet, en pehini ema va holl flijadur. 23 Ha Jesus a oa var‐dro tregont vloaz pa gommansaz da brezeg, hag e oa evel ma credet, mab da Josef, da Heli, 24 da Vatthat, da Levi, da Velchi, da Janna, da Josef, 25 da Vattathias, da Amos, da Nahum, da Heli, da Nagge, 26 da Vaaht, da Vattathias, da Semeï, da Josef, da Juda, 27 da Johanna, da Rhesa, da Zorobabel, da Salathiel, da Neri, 28 da Velchi, da Addi, da Gosam, da Elmodam, da Her, 29 da Jose, da Eliezer, da Jorim, da Vatthat, da Levi, 30 da Simeon, da Juda, da Josef, da Jonan, da Eliakim, 31 da Velea, da Vaïnan, da Vattatha, da Nathan, da Zavid, 32 da Jesse, da Obed, da Vooz, da Salmon, da Naason, 33 da Aminadab, da Aram, da Esrom, da Pharez, da Juda, 34 da Jacob, da Isaac, da Abraham, da Dare, da Nachor, 35 da Saruch, da Ragaü, da Phaleg, da Heber, 36 da Sala, da Gaïnan, da Arphaxad, da Sem, da Noe, da Lamech, 37 da Vathusala, da Henoch, da Jared, da Valaleel, da Gaïnan, 38 da Enos, da Seth, da Adam, mab da Zoue. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society