Sant Lucas 20 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XX. 1 Eun devez ma oa Jesus o kelen ar bobl en templ, ha ma oa o prezeg an Aviel, prinsed ar veleien hag ar Scribed, gant ar re Ancien, o veza erruet eno, 2 a gomzaz outhan hag a lavaraz: Lavar deomp dre be seurt otorite e rez‐te an traou‐ze, ha piou hen deuz roet d’id an otorite‐ze? 3 Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Me a c’houlenno ive eun dra diganeoc’h; respontit d’in: 4 Pe euz an env, pe a‐berz an dud eo e teue badiziant Ian? 5 Hogen, evel‐hen e rezonent enhe ho‐unan: Mar leveromp: Euz an env, hen a lavaro: Perag eta n’hoc’h euz‐hu ket credet dezhan? 6 Ha mar leveromp: A‐berz an dud, e vezimp meinet gant ar bobl holl; rag ar bobl a gred mad ez eo Ian eur profet. 7 Rag‐se e respontjont ne ouient ket euz a beleac’h e teue. 8 Ha Jesus a lavaraz dezhe: Na me ken neubeud na livirin ket deoc’h dre be seurt otorite e ran an traou‐man. 9 Neuze e commansaz lavaret d’ar bobl ar barabolen‐man: Eun den a blantaz eur winien, hag a roaz anezhi e feurm da labourerien, hag ez eaz euz he vro evit pell amzer. 10 Ha pa oa deuet an amzer da zastum, e kassaz eur servicher etrezeg al labourerien evit kaout diganthe frouez euz ar winien; mes al labourerien goude beza skoet varnezhan, a gassaz anezhan kuit en goullo. 11 Kas a reaz c’hoas eur servicher all; mes goude beza kannet ha gwall‐dretet he‐man ive, e kasjont anezhan kuit en goullo. 12 Kas a eure c’hoas unan all evit an trede gwech; mes he vlessa a rejont ive, hag e taoljont anezhan er meaz. 13 Mestr ar winien a lavaraz neuze: Petra a rin‐me? Kas a rin va mab muia‐karet; marteze, pa her gwelint, e toujint dezhan. 14 Mes pa velaz al labourerien anezhan, e commansjont da rezoni evel‐hen etreze: He‐man eo an heritour; deuit, lazomp anezhan, evit ma vezo he heritach deomp‐ni. 15 Hag, o veza taolet anezhan er meaz euz ar winien, hen lazjont. Petra a rai eta mestr ar winien? 16 Dond a rai, hag e lako al labourerein‐ze d’ar maro, hag e roio he winien da labourerien all. Ar Judevien, pa glevjont kement‐se, a lavaraz: Doue ra viro na c’hoarvezfe kement‐se! 17 Neuze Jesus, o sellet piz outhe, a lavaraz: Petra a zinifi eta an dra‐man a zo scrivet: Ar mean a zo bet taolet a‐gostez gant ar re a oa o vatissa, hennes a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn? 18 Piou‐benag a gwezo var ar mean‐ze a vezo brevet, hag an hini a gwezo ar mean‐ze varnezhan a vezo flastret. 19 Neuze prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaskaz, hep dale pelloc’h, lakaad ho daouarn varnezhan; rag anavezet ho doa hen doa lavaretar barabolen‐ze a‐eneb dezhe; mes aoun ho doa rag ar bobl. 20 Rag‐se, o teurel evez mad outhan, e kasjont tud hag a rea seblant da veza tud just, evit hen surpren en he gomzou, ha gallout evel‐se hen livra d’ar barner hag hen lakaad etre daouarn ar gouarner. 21 An dud‐se a c’houlennaz diganthan an dra‐man; Mestr, gouzoud a reomp e komzez hag e kelennez gant eünder, hag e teskez hent Doue hervez ar wirionez, heb sellet ouz apparans an dud. 22 Ha permetet eo deomp paea an tribut da Cezar pe n’eo ket? 23 Mes Jesus, oc’h anaoud ho finessa, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? 24 Diskouezit d’in eun diner. Euz piou eo an imach hag an hano a zo var he‐man? Respont a rejont: Euz a Cezar. 25 Hag hen a lavaraz dezhe: Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. 26 Ha na heljont ket hen surpren en he gomzou dirag ar bobl; mes souezet gant ar respont hen doa great, e tavjont. 27 Neuze eur re‐benag a‐douez ar Saduceed, pere a nac’h ar resurrection, a dostaaz, hag a c’houlennaz evel‐hen diganthan: 28 Mestr, Moises hen deuz gourc’hemenet deomp, pa zigouez da eun den‐benag kaoud eur breur dimezet hag a varv heb bugale, e tle hennes kemeret ar vreg, ha sevel lignez d’he vreur. 29 Hogen, bez’ e oa seiz breur. Ar c’henta, o veza dimezet, a varvaz heb bugale. 30 An eil a zimezaz d’he vreg, hag a varvaz heb bugale. 31 Neuze an trede a zimezaz dezhi ive, hag ho seiz e rejont ar memeus tra, hag e varvjont heb lezel bugale. 32 Var lerc’h ar re‐man holl ar vreg a varvaz ive. 33 Da behini anezhe eta e vezo hi greg pa resussito ar re varo? Rag ho zeiz ez int bet dimezet dezhi. 34 Jesus a respontaz dezhe: Bugale ar bed‐man a zimez, hag a ro da zimezi. 35 Mes ar re a vezo kavet dign da gaout lod er bed da zond hag en resurrection ar re varo, na zimezint ket ha ne roint ket da zimezi. 36 Rag ne hellint ket ken neubeud mervel, rag henvel e vezint ouz an elez, hag e vezint bugale da Zoue, o veza bugale a resurrection. 37 Hogen Moises he‐unan a ziskouez deomp ive e teu ar re varo da resussita, pa deu, o komz divarben ar bod‐spern, da c’hervel an Aotrou, Doue Abraham, Doue Isaac ha Doue Jacob. 38 Hogen, Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo; rag holl e vevont dezhan. 39 Neuze darn euz ar Scribed, o komz, a lavaraz: Mestr, komzet mad ec’h euz. 40 Ha ne gredent ken goulen netra diganthan. 41 Neuze e lavaraz dezhe: Penaos ec’h heller lavaret ez eo ar C’hrist Mab da Zavid? 42 Pa lavar David he‐unan en levr ar Salmou: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou: 43 Azez a‐zeo d’in, ken am bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid. 44 Mar deu eta David d’hen gervel Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab? 45 Hag, o veza ma oa ar bobl holl o selaou, e lavaraz d’he ziskibien: 46 Diwallit ouz ar Scribed pere a blij dezhe pourmen gant saeou hir, hag a gar beza saludet var ar blasennou public ha kaoud ar c’hadoriou kenta er sinagogou, hag ar plasou kenta er festou; 47 ha pere a zevor tiez an intanvezed var digarez ober pedennou hir; beza ho devezo eur gondaonation vrassoc’h. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society