Sant Lucas 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR II. 1 En amzer‐ze, e oe embannet eun urz a‐berz Cezar‐Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl. 2 An denombramant kenta‐zea oe great pa oa Kurenus gouarner ar Siri. 3 An holl eta a iea da lakaad ho hano, pep hini en he gear he‐unan. 4 Josef ive a bignaz euz a C’halile, euz a gear Nazaret, d’ar Jude, da gear David, a c’halver Bethlehem, dre ma oa euz a di hag euz a famil David, 5 evit lakaad he hano gant Mari, he bried, pehini a oa dougeres. 6 Hag e‐pad ma oant eno, ec’h erruaz an amzer ma tlie gwillioudi. 7 Hag e c’hanaz he mab kenta‐ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri. 8 Hogen, bez’ e oa er vro‐ze pastored pere a choume er meziou, o tiwall ho loened e‐pad beilladennou an noz. 9 Ha setu, eun eal a‐berz an Aotrou en em brezantaz dezhe, ha gloar an Aotrou a lugernaz en‐dro dezhe, hag e oant spouronet‐holl. 10 Neuze an eal a lavaraz dezhe: N’ho pezet ket a aoun; rag digas a ran deoc’h eur c’helou mad, pehini a vezo eur sujet a joa vraz evit ar bobl holl; 11 rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou. 12 Ha setu aman eur sin deoc’h evit hen anaoud: Kavoud a reot ar bugel bihan mailluret, ha gourvezet en eur manjouer. 13 Ha kerkent en em gavaz gant an eal eun niver braz euz a arme an env, o veuli Doue hag o lavaret: 14 Gloar da Zoue, en huella euz an envou; peoc’h var an douar, bolontez vad e‐kenver an dud! 15 Ha goude ma ho doe an elez kuiteet diouthe hag en em dennet en env, ar bastored a lavaraz an eil d’egile: Deomp eta bete Bethlehem, ha gwelomp ar pez a zo c’hoarvezet, hag a zo roet deomp da anaoud gant an Aotrou. 16 Mond a rejont eta gant hast, hag e kavjont Mari, ha Josef, hag ar bugel bihan gourvezet er manjouer. 17 Ha pa ho doa gwelet anezhan, e tisclerjont ar pez a oa bet lavaret dezhe divarben ar bugel‐ze. 18 Hag ar re holl a glevaz kement‐se, a oa souezet braz euz ar pez a lavare ar bastored dezhe. 19 Ha Mari a zalc’he sonj euz an holl draou‐ze, hag a vedite anezhe ebarz en he c’halon. 20 Hag ar bastored a zistroaz, en eur c’hlorifia hag en eur veuli Doue euz an holl draou ho doa gwelet ha klevet, hervez ma oa bet lavaret dezhe. 21 Pa oe deuet an eizved devez evit circonciza ar bugel, e oe hanvet JESUS, an hano a oa bet roet dezhan gant an eal, araog ma oa concevet en kov he vam. 22 Ha pa oe accomplisset deiziou ho furification, hervez lezen Moises, e tougjont ar bugel da Jerusalem, evit hen prezanti d’an Aotrou, 23 hervez ma’z eo scrivet el lezen an Aotrou: Pep bugel mal kenta‐ganet a vezo consacret d’an Aotrou; 24 hag evit offr en sacrifis, hervez ma’z eo gourc’hemenet el lezen an Aotrou, eur c’houblad turzuneled, pe diou goulmic. 25 Bez’e oa en Jerusalem unan hanvet Simeon, eun den just hag a zoujans Doue; he‐man a c’hortoze consolation Israel, hag ar Spered‐Santel a oa varnezhan. 26 Discleriet e oa bet dezhan gant ar Spered‐Santel, ne varvje ket, ken hen divije gwelet ar C’hrist euz an Aotrou. 27 Dond a reaz d’an templ renet gant ar Spered‐Santel; hag evel ma oa he dad hag he vam o tigas ar bugel Jesus, evit ober dezhan ar pez e oat custum hervez al lezen, 28 e kemeraz anezhan etre he zivrec’h, hag e veulaz Doue, en eur lavaret: 29 Breman, Aotrou, e laoskez da zervicher da guitaad en peoc’h, hervez da c’her; 30 rag va daou‐lagad ho deuz gwelet da zilvidigez, 31 ar zilvidigez ec’h euz preparet dirag faç an holl boblou, 32 ar goulou a dle sclerijenna an nationou, hag ar gloar euz da bobl Israel. 33 Ha Josef hag he vam a oa souezet euz an traou a lavaret divar he ben. 34 Ha Simeon a vennigaz anezhe, hag a lavaraz da Vari he vam: Setu, ar bugel‐man a zo lakeat evit beza occasion a scandal hag a zilvidigez da galz en Israel, hag evit gouzanv controliach a‐berz an dud, 35 en hevelep doare ma vezo dizoloet ar zonjezonou euz calon meur a hini; ha da ene‐te a vezo treuzet gant eur c’hleze. 36 Bez’e oa ive Anna ar brofetes, merc’h da Phanuel, euz a dribu Ascer; oajet braz e oa, hag he doa bevet seiz vloaz gant he goaz, adaleg he gwerc’hted. 37 Intanvez e oa, ha oajet a bevar bloaz ha pevar‐ugent, pe var dro, ha na zortie ket euz an templ, mes servicha a rea Doue er iun hag er beden noz deiz. 38 Hou‐man, o veza en em gavet eno en heur‐ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel. 39 Ha goude m’ho doe great pep tra hervez lezen an Aotrou, e tistrojont en Galile, d’ho c’hear Nazaret. 40 Hag ar bugel a greske hag a grenvae en spered, o veza leun a furnez; ha gras Doue a oa varnezhan. 41 Hogen, he dad hag he vam a iea bep bloaz da Jerusalem, da c’houel ar Pask. 42 Ha pa hen doe daouzec vloaz, e savjont da Jerusalem, evel ma oa giz ar gouel. 43 Goude ma oe tremenet deiziou ar gouel, pa oant o tistrei, ar bugel Jesus a choumaz en Jerusalem; ha Josef hag he vam na ouient ket kement‐se. 44 Mes, o sonjal e oa assambles gant ho c’hen‐veajourien, e valejont e‐pad eun dervez, ha goude e klaskjont anezhan etouez ho c’herent hag ho anaoudegez; 45 hag o veza n’her c’havent ket, e tistrojont da Jerusalem da glask anezhan. 46 Hag a‐ben tri devez, e kavjont anezhan en templ, azezet e‐kreiz an doctored, o selaou hag oc’h interroji anezhe. 47 Hag ar re holl a gleve anezhan, a oa souezet euz he furnez hag euz he respontchou. 48 Pa velaz he dad hag he vam anezhan, e oent souezet; hag he vam a lavaraz dezhan: Va bugel, perag ec’h euz‐te great kement‐man deomp? Setu da dad ha me hon euz da glasket gant kalz a nec’hamant. 49 Hag hen a lavaraz dezhe: Perag e klaskec’h‐hu ac’hanoun? Ha na ouiec’h‐hu ket penaos eo red d’in beza occupet gant afferou va Zad? 50 Mes int na gomprenjont ket ar pez a lavare dezhe. 51 Goude‐ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou‐ze en he c’halon. 52 Ha Jesus a greske en furnez, en ment hag en gras, dirag Doue ha dirag an dud. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society