Sant Lucas 18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XVIII. 1 Jesus a lavaraz ive ar barabolen‐man, evit diskouez ez eo red pedi bepred, hag hep skuiza: 2 En eur gear e oa eur barner pehini na zouje ket Doue, ha n’hen doa respet e‐bed evit den. 3 Bez’ e oa ive er gear‐ze eun intanvez hag a zeue d’hen kavout hag a lavare dezhan: Rent justis d’in a‐enep va adversour. 4 E‐pad pell‐amzer na fellaz dezhan ober netra evithi. Goude‐ze evel‐kent e lavaraz enhan he‐unan: Petra‐benag ma na zoujan ket Doue, ha ma n’em euz respet e‐bed evit den, 5 koulskoude, o veza ne ehan ket an intanvez‐ze d’am inoui, e rin justis dezhi, gant aoun ne gendalc’hfe atao da zond da derri va fen d’in. 6 Hag an Aotrou a lavaraz: Selaouit mad ar pez a lavar ar barner injust‐se. 7 Ha Doue, daoust hag hen na venjo ket ar re hen deuz choazet, pere a gri var zu enhan noz deiz, petra‐benag ma tale da zond d’ho venji? 8 Hen lavaret a ran deoc’h, hep‐dale e venjo anezhe. Mes pa deui Mab an den, daoust hag hen a gavo feiz var an douar? 9 Lavaret a reaz ive ar barabolen‐man, divarben tud pere a grede enhe ho‐unan e oant tud just, hag a zisprije ar re all: 10 Daou zen a bignaz en templ evit pidi; unan a oa Farizian, hag egile publican. 11 Ar Farizian, oc’h en em zerc’hel en he za, a bede evel‐hen enhan he‐unan: O Doue, da drugarekaad a ran o veza n’oun ket evel an dud all pere a zo scraperien, injust, avoultrerien, na zo‐ken evel ar publican‐ze; 12 iun a ran diou wech ar sizun, hag e roan an deog var gement em euz. 13 Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a‐ziabell, na grede ket zo‐ken sevel he zaou‐lagad var‐zu an env; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret: O Doue, kemer truez ouzin‐me rag n’ed oun nemed eur pec’her! 14 Hen lavaret a ran deoc’h, he‐man a ziskennaz d’he di justifiet kentoc’h eged egile; rag kement hini en em huella a vezo izelleet; ha kement hini en em izella, a vezo huelleet. 15 Digas a rent ive bugaligou dezhan da douch. An diskibien o velet kement‐se, a reprene ar re ho digasse. 16 Mes Jesus, o c’hervel anezhe d’he gavoud, a lavaraz: List ar vugaligou da zond d’am c’havoud ha na virit ket outhe; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe. 17 E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi. 18 Neuze eur chef euz ar c’hontre a c’houlennaz digant Jesus: Mestr mad, petra a dlean‐me da ober evit kaoud ar vuez eternel? 19 Jesus a lavaraz dezhan: Perag e c’halvez‐te ac’hanoun mad? N’euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken. 20 Anaoud a rez ar gourc’hemenou: Na ri ket a avoultriach; na lazi ket; na laeri ket; na liviri ket a falz testeni; henor da dad ha da vam. 21 Hen a lavaraz: Miret em euz kement‐se holl adaleg va yaouankiz. 22 Jesus, o klevet kement‐se, a lavaraz dezhan: Mankoud a ra d’id eun dra c’hoas; gwerz kement ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien, hag e pezo eun tenzor en env; ha neuze deuz, hag heuil ac’hanoun. 23 Mes hen, pa hen doe klevet kement‐se, a zeuaz da veza gwall drist; rag pinvidic braz e oa. 24 Jesus, o velet e oa deuet gwall drist, a lavaraz: Na pegen diez eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue! 25 Eassoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue. 26 Hag ar re a gleve anezhan a lavaraz: Piou eta a hell beza salvet? 27 Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ar pez a zo impossubl d’an dud a zo possubl da Zoue. 28 Ha Per a lavaraz: Setu, ni hon euz dilezet pep‐tra, hag hon euz heulliet ac’hanoud. 29 Hag hen a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’euz hini hag hen deuz dilezet ti, pe dad ha mam, pe vreudeur, pe vreg, pe vugale, abalamour da rouantelez Doue, 30 ha na recevo kalz muioc’h er bed‐man, hag er bed da zond, ar vuez eternel. 31 Jesus a gemeraz neuze an daouzec a‐gostez ganthan hag a lavaraz dezhe: Setu, emaomp o pignad da Jerusalem, ha kement tra a zo bet scrivet gant ar brofeted divarben Mab an den a ia da veza accomplisset. 32 Rag livret e vezo d’ar Jentiled, goapeat ha gwall‐dretet e vezo, ha cranchet e vezo outhan; 33 ha goude ma vezo bet skourjezet, e vezo lakeat d’ar maro, hag an trede devez e resussito. 34 Mes ne gomprenjont netra a gement‐se; ar c’homzou‐ze a oa goloet evithe, ha ne gomprenent ket ar pez a lavare dezhe. 35 Pa oa o tostaad da Jerico, eun den dall, azezet var bord an hent o c’houlen an aluzen, 36 pa glevaz ar bobl o vond a‐biou, a c’houlennaz petra e oa kement‐se; 37 ha e oe roet dezhan da anaoud e oa Jesus a Nazaret o tremen. 38 Neuze e commansaz da grial: Jesus, Mab David, kemer truez ouzin! 39 Hag ar re a iea araog a c’hourdrouze anezhan, evit hen lakaad da rei peoc’h; mes hen a grie c’hoas krenvoc’h: Mab David, kemer truez ouzin! 40 Ha Jesus, o choum en he za, a c’hourc’hemenaz hen digas dezhan, ha pa oe deuet an den dall beteg enhan, e c’houlennaz diganthan: 41 Petra a fell d’id a rafen evidoud? Hag hen a respontaz: Aotrou, ma kavin ar gwelet. 42 Ha Jesus a lavaraz dezhan: Receo ar gwelet; da feiz hen deuz da iac’heet. 43 Ha rag‐tal e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie anezhan, o renta gloar da Zoue. Hag ar bobl holl, o velet kement‐se, a veulaz Doue. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society