Sant Lucas 12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XII. 1 En amzer‐ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien: Diwallit dreist‐holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi. 2 Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza dizoloet, ha netra secret da na dle beza anavezet. 3 Rag‐se kement ho pezo lavaret en devalijen a vezo klevet er sclerijen; hag ar pez ho pezo lavaret er skouarn, en dia barz ar c’hampchou, a vezo prezeget var lein an tiez. 4 Ha me a lavar deoc’h‐hu, pere a zo va mignoned: N’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf, ha pere goude‐ze na hellont ober netra en tu‐all. 5 Mes me a ziskouezo deoc’h rag piou e tleit kaoud aoun; ho pezet aoun rag an hini pehini, goude m’hen deuz lazet, hen deuz ar galloud da deurel en ifern; ia, me hen lavar deoc’h, rag hennes eo e tleit kaoud aoun. 6 Ha na vez ket roet pemp kolvan evit daou liard? Koulskoude hini anezhe n’eo ankounac’heet gant Doue. 7 Bleo ho pen zo‐ken a zo countet holl; n’ho pezet ket eta a aoun, c’houi a dalv muioc’h eged kalz a c’holvaned. 8 Hogen, lavaret a ran deoc’h: Piou‐benag a anzavo ac’hanoun dirag an dud, Mab an den a anzavo ive anezhan dirag elez Doue. 9 Mes an hini am nac’ho dirag an dud, a vezo nac’het dirag elez Doue. 10 Ha piou‐benag hen devezo komzet a‐enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan; mes an hini hen devezo gwallgomzet a‐enep ar Spered‐Santel, na vezo ket pardonet dezhan. 11 Pa veot kasset er sinagogou, dirag ar barnerien, hag an dud a c’halloud, n’en em lakit ket en poan da c’houzout penaos respont evit en em difen, na petra ho pezo da lavaret; 12 rag ar Spered‐Santel a zesko deoc’h en heur‐ze ar pez a dleot da lavaret. 13 Neuze unan euz ar bobl a lavaraz dezhan: Mestr lavar d’am breur lodenni ganen hon heritach. 14 Mes Jesus a respontaz dezhan: O den, piou hen deuz lakeat ac’hanoun‐me da varner, pe da lodenner varnoc’h? 15 Neuze e lavaraz dezhe: Diwallit mad euz an avaristed; rag evit eun den da gaout kalz a vadou, n’hen deuz ket ar vuez dreizhe. 16 Hag e lavaraz dezhe ar barabolen‐man: Douar eun den pinvidic hen doa rapportet gant abondans; 17 hag an den‐man a rezone enhan he‐unan, hag a lavare: Petra a rin‐me? rag n’em euz ket a blas awalc’h evit dastum va eost. 18 Setu aman, eme‐z’han, petra a rin: diskar a rin va c’hreunielou, ha sevel a rin re vrassoc’h, hag e tastumin eno va holl eost ha va madou. 19 Neuze e livirin d’am ene: Va ene, te ec’h euz kalz a vadou dastumet a‐gostez evit meur a vloaz; choum en da repos, debr, ev ha bez laouen. 20 Mes Doue a lavaraz dezhan: Den diskiant, en noz‐man memeus, e vezo goulennet da ene diganez; hag an traou ec’h euz dastumet, da biou e vezint? 21 Evel‐se e c’hoarvez evit an hini a zastum tenzoriou evithan he‐unan, ha n’eo ket pinvidic dirag Doue. 22 Neuze e lavaraz d’he zizkibien: Rag‐se, me a lavar deoc’h: Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra ho pezo da zebri; nag evit ho corf, petra ho pezo da wiska. 23 Ar vuez a dalv muioc’h eged ar boued, hag ar c’horf muioc’h eged an dillad. 24 Considerit ar brini; ne hadont ha ne vedont ket, n’ho deuz na kao na greuniel, koulskoude Doue a vag anezhe; pegement n’oc’h‐hu ket talvoudussoc’h eged lapoused! 25 Ha pehini ac’hanoc’h a hell, gant he zourci, creski he vent euz a eun ilinad hep‐ken? 26 Ma ne hellit ket eta ober an distera tra hoc’h‐unan, perag ez oc’h‐hu en sourci gant ar rest? 27 Sellit penaos e cresk al lili; n’ho gweler nag o labourat nag o neza; koulskoude, me a lavar deoc’h penaos Salomon he‐unan, en he holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezhe. 28 Mar gwisk eta Doue er giz‐ze al louzaouen a zo hirio er park, hag a vezo taolet varc’hoas er forn, pegement mui na wisko‐hen ket ac’hanoc’h‐hu, o tud a neubeud a feiz? 29 Ha na vezit ket en poan da c’houzout petra ho pezo da zebri, ha da eva, ha na vezit ket nec’het divarben kement‐se. 30 Rag tud ar bed eo a glask an holl draou‐ze; hag ho Tad a oar hoc’h euz ezom euz an traou‐ze; 31 klaskit kentoc’h rouantelez Doue, ha kement‐se holl a vezo roet deoc’h ouz‐pen. 32 N’ho pezet ket a aoun, banden vihan; rag plijet eo bet gant ho Tad rei deoc’h ar rouantelez. 33 Gwerzit ar pez hoc’h euz, ha roit‐han en aluzen; grit evidoc’h ialc’hou ha ne gossaont ket, dastumit eun tenzor en envou ha na vanko biken, euz a beleac’h ne dosta ket al laeron, hag en peleac’h ar preon ne ra droug e‐bed. 34 Rag el leac’h ma ema ho tenzor, eno ive e vezo ho calon. 35 Ra vezo ho kouriz stardet en‐dro d’ho tiou‐groazel, hag ho lampou allumet. 36 Ha bezit evel tud hag a zo o c’hortoz ma tistroio ho Aotrou euz an eured; evit ma viot prest da zigeri dezhan, pa zistroio ha pa deui da skei var an nor. 37 Eürus ar zervicherien‐ze a vezo kavet gant ho Aotrou, o veilla pa erruo er gear! E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a rai he c’houriz en‐dro dezhan, ober a rai dezhe azeza ouz taol, hag e teuio he‐unan d’ho zervicha. 38 Ha mar teu d’an eil veilliaden, pe mar teu d’an drede, ha mar kav anezhe er stad‐se, eürus ar zervicherien‐ze! 39 Gouzoud a rit ervad penaos ma c’houvezfe ar pen‐tiegez da bed heur e tle al laer dond, e choumfe da veilla ha na lezfe ket toulla he di. 40 Rag‐se c’houi ive, en em zalc’hit prest, rag Mab an den a zeuio d’an heur ma na viot ket e gortoz anezhan. 41 Neuze Per a lavaraz dezhan: Aotrou, pe deomp‐ni, pe ive d’an holl e leverez‐te ar barabolen‐ze? 42 Hag an Aotrou a lavaraz: Piou eta eo ar servicher fidel ha fur, lakeat gant he vestr da gommandi var he zomestiket, evit rei dezhe, pa vez ar poent, ho muzurat ed? 43 Eürus ar servicher a vezo kavet oc’h ober kement‐se, pa zeuio he vestr! 44 E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a raio anezhan da c’houarn kement hen deuz. 45 Mes mar lavar ar servicher‐ze en he galon: Dale a ra va Aotrou da zond; ha mar commans da skei gant ar mevelien ha gant ar mitizien, da zibri, da eva, ha d’en em vezvi; 46 mestr ar servicher‐ze a zeuio en deiz ne vezo ket en gortoz anezhan, ha d’an heur na ouezo ket, hag e tispartio anezhan, hag e roio dezhan he lod gant an dud infidel. 47 Ar servicher hen deuz anavezet bolontez he vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’hen deuz ket great ar volontez‐ze, a vezo skoet varnezhan kalz a daoliou. 48 Mes an hini n’hen deuz ket anavezet bolontez he vestr, hag hen deuz great traou da veritout beza punisset, a vezo skoet varnezhan neubeutoc’h a daoliou. Ha kalz a vezo goulennet digant an hini hen deuz bet kalz; ha muioc’h a vezo goulennet digant an hini a vezo bet fiziet kalz enhan. 49 Me a zo deuet da lakaad an tan var an douar; ha petra a hellan‐me da zeziroud mar d’eo allumet dija! 50 Mes me a dle beza badezet gant eur vadiziant; ha pegement a hast em euz‐me ma vezo peur‐achuet! 51 Ha sonjal a ra deoc’h ez oun‐me deuet da zigas ar peoc’h var an douar? Nann, a lavaran deoc’h; mes kentoc’h an dispac’h; 52 rag divar‐vreman, ebarz en eun ti, e vezint pemp dizunanet, tri a‐enep daou, ha daou a‐enep tri. 53 An tad a vezo a‐enep ar mab, hag ar mab a‐enep an tad; ar vam a‐enep ar verc’h, hag ar verc’h a‐enep ar vam; ar vam‐gaer a‐enep he merc’h‐kaer, hag ar verc’h‐kaer a‐enep he mam‐gaer. 54 Lavaret a rea c’hoas d’ar bobl: Pa velit eur goabren o sevel euz ar C’huz‐heol, e livirit rag‐tal: Dond a rai glao; hag e c’hoarvez evel‐se. 55 Ha pa deu avel ar C’hreiz‐teiz da c’houeza, e livirit: Tom e vezo, hag e c’hoarvez evel‐se. 56 Hipocrited ma’z oc’h! gouzoud a rit anaoud diouz doare an oabl hag an douar; penaos eta ne anavezit‐hu ket an amzer‐man? 57 Ha perag ive ne anavezithu ket dreizoc’h hoc’h‐unan, ar pez a zo just? 58 Hogen, pa’z ez gant da enebour da gavout ar gouarner, e‐pad ma’z oud o vond, klask kaoud da ziskarg diganthan, gant aoun na gasfe ac’hanoud dirag ar barner, ha na zeufe ar barner da lakaad ac’hanoud etre daouarn ministr ar justis, ha na vez taolet er prizon. 59 Hen lavaret a ran d’id, na zeui ket er meaz ac’hane, ken az pezo paeet an diveza diner. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society