Sant Lucas 11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XI. 1 Eun devez ma oa Jesus o pedi en eul leac’h, goude ma oa echuet he beden, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou, desk deomp pedi, evel ma hen deuz Ian desket ive d’he ziskibien. 2 Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa bedot, livirit: Hon tad pehini a zo en envou; da hano bezet santifiet; ra zeui da rouantelez; da volontez bezet great var an douar evel en env; 3 ro deomp bemdez hor bara pemdeziec; 4 pardon deomp hor pec’hejou; rag ni a bardon ive d’ar re holl ho deuz hon offanset; ha n’hon lez ket da gweza en dentation; mes delivr ac’hanomp diouz an drouk. 5 Neuze e lavaraz dezhe: Mar hen dije unan ac’hanoc’h eur mignon hag a deuje d’hen kavout da hanter‐noz, da lavaret dezhan: Va mignon, prest d’in tri bara; 6 rag unan euz va mignoned, o veaji, a zo deuet du‐man, ha n’em euz netra da rei dezhan; 7 ha mar teuje hennes a zo en he di da respont: Ro peoc’h d’in, va dor a zo serret, ha va bugale a zo ganen em gwele; ne hallan ket sevel evit rei bara d’id. 8 Me a lavar deoc’h penaos, ma na zavfe ket evit rei bara dezhan abalamour ma’z eo he vignon, e savfe o veza skuiz ouz hen klevet, hag e rofe dezhan kement ha m’hen defe ezom. 9 Me ive a lavar deoc’h: Goulennit, hag e vezo roet deoc’h; klaskit, hag e kavfot; skoit, hag e vezo digoret deoc’h. 10 Rag an hini a c’houlen, a receo, hag an hini a glask, a gav; hag an hini a sko, e vezo digoret dezhan. 11 Piou ac’hanoc’h‐hu eo an tad, ma c’houlenfe he vab diganthan eun tam bara, a rofe dezhan eur mean? Pe, ma c’houlenfe diganthan eur pesk, daoust hag hen a rofe dezhan eur serpant e leac’h eur pesk? 12 Pe otramant c’hoas, mar goulen diganthan eur vi, daoust hag hen a rofe dezhan eur scorpion? 13 Mar gouzoc’h eta c’houi, pere a zo fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioc’h e roio ho Tad celestiel ar Spered‐Santel d’ar re her goulen diganthan? 14 Jesus a gassaz ive kuit eun drouk‐spered hag a oa mud; ha pa oe sortiet an drouk‐spered, an den mud a gomzaz; hag ar bobl a oe leun a admiration. 15 Hag unan‐benag anezhe a lavaraz: Dre Veelzebul, prins an drouk‐sperejou, eo e kas kuit an drouk‐sperejou. 16 Mes darn all, evit hen amprouv, a c’houlenne diganthan eur miracl euz an env. 17 Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz dezhe: Pep rouantelez divizet a‐enep dezhi he‐unan a vezo troet en eun dezert; hag eun ti divizet a‐enep dezhan he‐unan a gwezo. 18 Mar d’eo eta Satan divizet a‐enep dezhan he‐unan, penaos ec’h hallo he rouantelez choum en he za? pa’z eo gwir e livirit eo dre Veelzebul e kassan kuit an drouk‐sperejou. 19 Mar d’eo dre Veelzebul e kassan kuit an drouk‐sperejou, dre biou eta ho pugale‐hu ho c’hassont‐hi kuit? Int ho‐unan eta a vezo ho parnerien. 20 Mes mar d’eo dre viz Doue e kassan kuit an drouk‐sperejou, a dra sur rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. 21 Pa vez eun den krenv hag armet mad o tiwall he di, kement hen deuz a zo diwallet mad. 22 Mes pa zeu unan krenvoc’h egethan, he‐man hen taol d’an douar, a lam diganthan he holl armou var bere e oa he fizians, hag e ra partach var he vadou. 23 An neb n’ema ket ganen, a zo a‐enep d’in, hag an hini na zastum ket ganen, a sklabez. 24 Pa vez eat eur spered impur er meaz euz a eun den, ez a dre leac’hiou seac’h, o klask repos, hag evel na gav ket, e lavar: Distrei a rin d’am zi euz a behini oun sortiet. 25 Ha pa zeu d’he di, e kav anezhan skubet ha kempennet. 26 Neuze ez a, hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan, hag ec’h antreont, hag e choumont eno; ha stad diveza an den‐ze a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta. 27 Pa oa o lavaret an traou‐ze, eur plac’h euz a‐greiz ar bobl a zavaz he mouez, hag a lavaraz dezhan: Eürus ar c’hov hen deuz da zouget, hag an diou‐vron ho deuz da vaget! 28 Eürus kentoc’h, eme Jesus, ar re a zelaou ger Doue, hag a vir anezhan! 29 Evel ma en em dastume ar bobl en eur vanden vraz, Jesus a gommansaz da lavaret: Ar raç tud‐man a zo fall, goulen a reont eur miracl, ha na vezo roet dezhe hini e‐bed nemed hini ar profet Jonas. 30 Rag, evel ma oe Jonas eur miracl evit an dud euz a Niniv, evel‐se ive e vezo Mab an den eur miracl evit ar generation‐man. 31 Rouanez ar C’hreiz‐teiz a zavo, deiz ar varn, a‐enep tud ar generation‐man, hag ho c’hondaono, rag hou‐man a zeuaz euz ar pen pella euz an douar da zelaou furnez Salomon; ha setu, ez euz aman brassoc’h eged Salomon. 32 Tud Niniv a zavo, deiz ar varn, a‐enep ar generation‐man, hag he c’hondaono, rag ar re‐man en em gonvertissaz gant predication Jonas; ha setu, ez euz aman brassoch eged Jonas. 33 Den e‐bed na allum eur c’houlaouen evit he lakaad en eul leac’h kuzet, pe dindan eur boezel, mes he lakaad a ra var eur c’hantoleur, evit ma c’hallo ar re a zeu en ti gwelet ar sclerijen. 34 Al lagad eo sclerijen ar c’horf; rag‐se mar d’eo iac’h da lagad, da gorf holl a vezo sclerijennet; mes mar d’eo fall, da gorf ive a vezo en devalijen. 35 Diwall eta na vez tevalijen ar sclerijen a zo enoud. 36 Mar d’eo eta da gorf holl sclerijennet, ha mar n’euz loden e‐bed anezhan en devalijen, neuze e vezo sclerijennet holl, evel pa deu eur c’houlaouen da sclerijenna ac’hanoud gant he sclerijen. 37 E oa c’hoas o komz, pa deuaz eur Farizian d’hen pedi da vond d’he lein ganthan; ha Jesus a antreaz hag en em lekeaz ouz taol. 38 Hogen ar Farizian a oa souezet o velet n’hen doa ket en em walc’het araog he lein. 39 Hag an Aotrou a lavaraz dezhan: C’houi etrezoc’h Farizianed, a neta an diaveaz euz an tass hag euz ar plad; mes en diabarz ac’hanoc’h ez oc’h leun a laeronsiou hag a fallagriez. 40 Tud diskiant ma’z oc’h! daoust hag an hini hen deuz great an diaveaz n’hen deuz ket great ive an diabarz? 41 Mes kentoc’h, roit en aluzen ar pez hoc’h euz, ha pep tra a vezo net evidoc’h. 42 Mes malheur deoc’h, Farizianed, pere a bae an deog var ar manth, var ar ru, ha var bep seurt louzou, hag e lezit a‐gostez ar justis hag ar garantez a Zoue. An traou‐man a oa dleet da bratica, heb lezel ar re all. 43 Malheur deoc’h, Farizianed, pere a gar kemer ar plasou kenta er sinagogou, ha beza saludet er plasennou public. 44 Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou kuzet en douar, var bere e vale an dud heb gouzoud emaint eno. 45 Neuze unan euz an doctored euz al lezen a gommansaz da gomz hag a lavaraz dezhan: Mestr, en eur gomz evel‐se, ec’h outrajez ive ac’hanomp‐ni. 46 Ha Jesus a lavaraz: Malheur ive deoc’h‐hu doctored euz al lezen, rag c’houi a zam an dud gant beac’hiou re bounner evithe, hag hoc’h‐unan ne stokfac’h ket enhe gant ho piz. 47 Malheur deoc’h, rag sevel a rit beziou d’ar brofeted a zo bet lakeat d’ar maro gant ho tadou. 48 Beza ez oc’h eta testou ha lodennec euz ar pez ho deuz great ho tadou; rag lakeat ho deuz ar brofeted d’ar maro, ha c’houi a zav ho beziou. 49 Rag‐se ive ar furnez a Zoue hen deuz lavaret: Kas a rin dezhe profeted ha kannaded; lakaad a raint lod anezhe d’ar maro ha persecuti a raint lod all: 50 evit ma vezo goulennet digant ar generation‐man goad an holl brofeted hag a zo bet skulliet abaoe commansamant ar bed, 51 adaleg goad Abel bete goad Zakarias, pehini a oe lazet etre an aoter hag an templ; ia, hen lavaret a ran deoc’h, ar goad‐se a vezo goulennet digant ar generation‐man. 52 Malheur deoc’h, doctored euz al lezen, rag, o veza kemeret an alc’houez euz an anaoudegez, n’ed oc’h ket antreet hoc’h‐unan, hag ar re ho doa c’hoant da antren oc’h euz harzet anezhe. 53 Ha pa oa o lavaret kement‐se dezhe, ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz hen gwaska stard, evit ober dezhan komz var meur a dra, o stigna pechou dezhan, 54 hag o klask tenna eun dra‐benag euz he c’henou evit galloud accusi anezhan. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society