Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Koloseiz 4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR IV.

1 Mistri, rentit d’ho servicherien ar peza c’houlen al lealded hag an honestis diganeoc’h, o c’houzout penaos, c’houi ive hoc’h euz eur Mestr en envou.

2 Kendalc’hit da bedi, ha bezit aketus d’hen ober gant actionou a c’hras;

3 pedit er memeus amzer evidomp‐ni, evit ma tigoro Doue deomp eun nor evit ar gomz, evit annons myster ar C’hrist, abalamour da behini emoun ive er chadennou;

4 hag evit ma hen roin da anaoud, evel ma tlean komz divar he ben.

5 En em gomportit gant furnez e kenver ar re a zo a‐ziaveaz, o prena an amzer.

6 Ra vezo ho komz leun a c’hras, ha saouret‐mad gant holen, evit ma c’hellot respont da bep hini evel ma’z eo dleet.

7 Tychikus, ar breur muia‐karet, ar ministr fidel, ha va c’hen‐zervicher en Aotrou, a roio da anaoud deoc’h kement a zell ouzin.

8 Kasset em euz anezhan deoc’h evit kement‐man, evit ma c’hanavezo e pe stad emaoc’h, ha ma consolo ho calonou,

9 gant Onesimus, eur breur karet ha fidel, pehini a zo euz ho pro; int a roio da anaoud deoc’h kement tra a c’hoarvez dre aman.

10 Aristark, va c’hen‐brizonier, a zalud ac’hanoc’h, ha Marc ive, kinderv da Varnabas, divarben pehini hoc’h euz recevet urzou; (mar d’a d’ho kavoud, digemerit anezhan).

11 Jesus, les‐hanvet Justus, a zalud ac’hanoc’h ive. Ar re‐man a zo euz ar circoncision, hag e‐touez va c’hen‐labourerien evit rouantelez Doue, ar re‐man hep‐ken a zo bet eur gonsolation evidoun.

12 Epaphras, pehini a zo euz ho touez, ha servicher d’ar C’hrist, a zalud ac’hanoc’h; ne ehan ket da gombatti evidoc’h en he bedennou, evit ma viot parfet ha peur‐c’hreat en holl bolontez Doue.

13 Rag me a ro testeni dezhan, penaos hen deuz eur zel vraz evidoc’h hag evit ar re a zo en Laodicea, hag ar re a zo en Hierapolis.

14 Lucas, ar medeusin muia‐karet, a zalud ac’hanoc’h, ha Damas a ra ive.

15 Saludit ar breudeur euz a Laodicea ha Nymphas, hag an Iliz a zo en he di.

16 Ha pa vezo bet lennet al lizer‐man en ho touez, grit ma vezo lennet ive en Iliz al Laodiceed, ha lennit, c’houi ive, an hini d’al Laodiceed.

17 Ha livirit da Archippus: Laka evezmad ouz ar garg ec’h euz recevet digant an Aotrou, evit gallout he ober ervad.

18 Me, Paol, a zalud ac’hanoc’h gant va dorn va‐unan. Ho pezet sonj euz va liammou. Ar c’hras ra vezo ganeoc’h! Amen.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan