Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Koloseiz 3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR III.

1 Mar d’och eta resussitet assambles gant ar C’hrist, klaskit an traou a zo d’an neac’h, en pe leac’h ema ar C’hrist azezet a‐zeo da Zoue.

2 Likit ho karantez en traou a zo d’an neac’h, ha nann en traou an douar;

3 rag maro oc’h, hag ho puez a zo kuzet gant ar C’hrist en Doue;

4 mes pa zeuio ar C’hrist, pehini eo ho puez, d’en em diskouez, neuze c’houi ive a vezo diskouezet assambles ganthan er gloar.

5 Lakit eta da vervel en hoc’h izili kement a zo euz an douar, al lubricite, an impurete, ar gwall‐ioulou, an deziriou fall, hag an avaristed, pehini a zo eun idolatriach;

6 rag evit an traou‐ze eo e teu coler Doue var vugale an dizentidigez;

7 en traou‐ze hoc’h euz ive baleet gwech‐all, pa oac’h o veva enhe.

8 Mes breman c’houi ive dilezit anezhe holl: ar goler, ar gassoni, an drougviez, ar gwall‐deodadou, ar c’homzou udur; diwallit na zeufe hini euz ho kenou.

9 Na livirit ket a c’hevier an eil d’egile; p’az oc’h en em divisket euz an den koz, hag euz he oberou,

10 ha pa’z oc’h en em visket euz an den nevez, pehini a zo adnevezet, ebarz an anaoudegez, hervez imach an hini hen deuz he grouet.

11 Aman n’euz na Grek na Judeo, na circonciset na dicirconcis, na Barbar, na Scythiad, nag esclav na den libr; mes ar C’hrist a zo holl en holl.

12 En em viskit eta, evel tud choazet gant Doue, santel ha muia‐karet, a entraillou a drugarez, a vadelez, a humilite, a zousder, a batianted;

13 oc’h en em supporti an eil egile, hag o pardoni an eil d’egile, mar hen deuz unan‐benag eur c’hlem a‐enep unan all. Evel ma hen deuz pardonet ar C’hrist ac’hanoc’h, c’houi, grit ive evel‐se.

14 Mes dreistholl en em viskit euz ar garantez, pehini eo an ere euz ar berfection.

15 Ha ra zeui peoc’h ar C’hrist, da behini ez oc’h bet galvet en eur c’horf hep‐ken, da rên en ho calonou; ha bezit leun a anaoudegez‐vad.

16 Ra zeui Ger ar C’hrist da choum enoc’h gant he holl leunder, m’ho kargo a bep furnez. En em deskit, hag en em exhortit an eil egile, dre salmou, canaouennou ha canticou spirituel, o cana en ho calonou d’an Aotrou gant anaoudegez‐vad.

17 Ha kement tra a reot, dre gomzou pe dre oberou, grit pep tra en hano an Aotrou Jesus, o trugarekaad Doue an Tad dreizhan.

18 Gragez, plegit d’ho priejou, evel ma’z eo deread hervez an Aotrou.

19 Goazed, karit ho kragez, ha na gemerit ket kaz outhe.

20 Bugale, sentit ouz ho tadou hag ho mamou en pep tra; rag kement‐se a zo agreabl d’an Aotrou.

21 Tadou, na hegazit ket ho pugale, gant aoun ne zeufent da goll courach.

22 Servicherien, sentit en pep tra ouz ho mistri hervez ar c’hig, o servicha anezhe, nann hep‐ken dirag ho daou‐lagad, evel o klask plijoud d’an dud; mes gant eur galon eün en doujans Doue.

23 Ha kement tra a reot, grit‐hen a galonvad, evel evit an Aotrou, ha nann evit an dud;

24 o c’houzout penaos e recevfot digant an Aotrou ar recompans euz an heritach, rag c’houi a zervich Christ, an Aotrou.

25 Mes an hini a ra ar pez a zo injust, a recevo hervez he injustis; ha na vez diskouezet preferans e‐bed evit den.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan