Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Koloseiz 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR II.

1 Rag me a fell d’in e teufec’h da c’houzout pegen braz eo ar gombat em euz da zouten evidoc’h, hag evit ar breudeur a Laodicea, hag evit ar re holl n’ho deuz james va gwelet va‐unan.

2 Evit ma vezo consolet ho c’halonou, hag unanet assambles er garantez, evit beza pinvidikeet euz a eun ententamant vad, evit anaoud myster Doue an Tad, hag ar C’hrist,

3 en pehini ema dastumet an holl denzoriou euz ar furnez hag euz ar skiant.

4 Kement‐man a lavaran, evit na deui den d’ho trompla gant komzou kaer.

5 Rag, mar d’oun pell diouzoc’h a gorf, emoun prezant en ho touez a spered, leun a joa, o velet an urz vad en ho touez, hag ho feiz stard er C’hrist.

6 Evel eta ma hoc’h euz recevet Jesus‐Christ an Aotrou, baleit assambles ganthan,

7 o veza griziennet ha fontet enhan, ha krenveet er feiz, evel ma oc’h bet desket, o creski enhi, gant actionou a c’hras.

8 Likit evez na zeufe den da c’hounid ac’hanoc’h dre philosophi ha touellerez goullo, hervez giz an dud, hervez kenta kenteliou ar bed, ha nann hervez ar C’hrist.

9 Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf.

10 Ha c’houi hoc’h euz pep leunder enhan, pehini eo ar pen euz a bep princelez hag a bep galloud.

11 Enhan ive oc’h bet circonciset, gant eur circoncision great hep dorn e‐bed, en eur delivra ar c’horf euz a bec’hejou ar c’hig, rag honnes eo circoncision ar C’hrist;

12 o veza bet sebeliet assambles ganthan er vadiziant; enhan ive ez oc’h resussitet, drear feiz en galloud Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo.

13 Ha pa oac’h maro en ho pec’hejou hag en ho kig dicirconcis, hen deuz ho tigasset d’ar vuez assambles ganthan, o veza pardonet deoc’h hoc’h holl bec’hejou.

14 Effacet hen deuz ar pez a oa en hon enep, an obligation euz an ordrenansou pehini en em zave a‐enep deomp; hag hen deuz he rentet nul, o staga anezhi ouz ar groaz;

15 o veza divisket ar princelezou hag ar puissansou, lakeat hen deuz anezhe da spectacl dirag an holl, o veza ho zrec’het var ar groaz‐ze.

16 Diwallo den d’ho condaoni divarben an debri pe an eva, pe divarben eun devez gouel, pe eul loar nevez pe deiziou ar sabbat;

17 an traou‐ze a oa ar skeuden euz an traou da zond, mes ar c’horf anezhe a zo er C’hrist.

18 Diwallo den da lemmel diganeoc’h ho recompans dre eur zeblant a humilite, ha dre adoration an elez, o sourcial ouz traou ha n’hen deuz ket ho gwelet, o veza c’houezet a ourgouil gant skiant ar c’hig,

19 hag heb en em derc’hel stag ouz ar pen, euz a behini e teu ar c’horf, unanet gant ar mellou hag al liammou, da greski euz eur greskadurez hervez Doue.

20 Mar d’oc’h eta maro assambles gant ar C’hrist, evit ar pez a zell an diskadurez dister euz ar bed‐man, perag e karger ac’hanoc’h euz an ordrenansou‐ze, evel pa vijec’h c’hoas o veva er bed?

21 En eur lavaret deoc’h: Na zebr ket, na danva ket, na douch ket;

22 (gourc’hemenou hag a dro holl da fall dre an usach direiz) hervez maximou ha kelenadurezou an dud,

23 traou pere ho deuz evit‐gwir eur zeblant a furnez, o veza eur servich a volontez‐vad, great gant eun neubeud‐benag a humilite, hag o castia ar c’horf, heb sourci e‐bed euz ar pez a ra plijadur d’ar c’hig.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan