Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Ian 8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR VIII.

1 Mes Jesus a ieaz var ar menez Olived.

2 Ha da c’houlou‐deiz e teuaz adare en templ, hag ar bobl holl a zeuaz d’hen kavout; hag, o veza azezet, e kelenne anezhe.

3 Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a zigassaz dezhan eur vaouez a oa bet kavet en avoultriach, hag o veza lakeat anezhi en ho c’hreiz,

4 e leverjont dezhan: Mestr, ar vaouez‐man a zo bet kavet o pec’hi dre avoultriach.

5 Hogen, Moises, el lezen, hen deuz gourc’hemenet deomp laza a daoliou mein ar seurt tud‐ze; ha te, petra a leverez‐te var gement‐se?

6 Kement‐se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar.

7 Hag evel ma talc’hent d’hen interroji, e savaz en he za, hag e lavaraz dezhe: An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h ra sklapo ganthi ar mean kenta.

8 Hag o veza en em bleget adare, e scrive var an douar.

9 Pa glevjont kement‐se, o santout ho c’houstians o rebech dezhe, ez ejont kuit an eil goude egile, en eur gommans dre ar re gossa beteg ar re diveza; ha Jesus a oe lezet he‐unan gant ar vaouez a oa eno er c’hreiz.

10 Neuze Jesus, o veza savet en he za, hag evel na vele den nemed ar vaouez, a lavaraz dezhi: Maouez peleac’h ema ar re a oa ouz da damal? N’ed oud bet condaonet gant hini anezhe?

11 Hou‐man a lavaraz: Gant hini, Aotrou. Jesus a lavaraz dezhi: Me na gondaonan ket ac’hanoud ken neubeud; kea ha na bec’h mui.

12 Jesus a gomzaz c’hoas d’ar bobl, hag a lavaraz: Me eo sclerijen ar bed; an hini a heul ac’hanoun, na valeo ket en devalijen, mes bez’ hen devezo sclerijen ar vuez.

13 Ar Farizianed a lavaraz dezhan: Te a ro testeni ac’hanoud da‐unan; da desteni n’eo ket gwirion.

14 Jesus a respontaz dezhe: Petra‐benag ma roan testeni ac’hanoun, va zesteni a zo gwirion, rag me a oar a be leac’h ez oun deuet, ha da be leac’h ez an; mes c’houi, na ouzoc’h nag a be leac’h e teuan, na da be leac’h ez an.

15 C’houi a varn hervez ar c’hig; me na varnan den e‐bed.

16 Ha mar barnan, va barnedigez a zo dign da veza credet; rag me n’emoun ket va‐unan, rag ganen ema an Tad hen deuz va digasset.

17 Scrivet eo en ho lezen penaos testeni daou zen a zo dign da veza credet.

18 Me eo a rent testeni ac’hanoun va‐unan; an Tad hen deuz va digasset a rent ive testeni ac’hanoun.

19 Lavaret a rent eta dezhan E pe leac’h ema da Dad? Jesus a respontaz: Na anavezit na me na va Zad. Ma c’hanavezjec’h ac’hanoun, ec’h anavezjec’h ive va Zad.

20 Jesus a lavaraz ar c’homzou‐ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas.

21 Jesus a lavaraz c’hoas dezhe: Mond a ran kuit, ha c’houi am c’hlasko, hag e varvot en ho pec’hed; ne hallit ket dond el leac’h ma’z an.

22 Ar Judevien a lavare eta: Daoust hag hen en em lazo he‐unan, pa’z eo gwir e lavar: Ne hallit ket dond el leac’h ma’z an?

23 Hag e lavaraz dezhe: C’houi a zo euz an traon; ha me a zo euz an neac’h. C’houi a zo euz ar bed‐man, ha me, n’oun ket euz ar bed‐man.

24 Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.

25 Lavaret a rent eta dezhan: Piou oud‐te? Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ar pez a lavaran deoc’h adaleg ar pen kenta.

26 Bez’ em euz kalz a draou da lavaret divar ho pen ha da varn enoc’h; mes an hini hen deuz digasset ac’hanoun a zo gwirion, hag ar pez em euz klevet diganthan, hen lavaran er bed.

27 Ne gomprenjont ket e komze dezhe euz an Tad.

28 Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va‐unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad.

29 An hini hen deuz va digasset a zo ganen. Hag an Tad n’hen deuz ket va lezet va‐unan, rag ober a ran bepred ar pez a blij dezhan.

30 Pa oa Jesus o lavaret an traou‐ze, kalz a dud a gredaz enhan.

31 Jesus a lavaraz eta d’ar Judevien ho doa credet enhan: Mar kendalc’hit em c’homzou ez oc’h en gwirionez va diskibien.

32 Hag ec’h anavezot ar wirionez, hag ar wirionez ho rento libr.

33 Hag e respontjont dezhan: Ni a zo lignez Abraham, ha biskoas n’omp bet esclaved dindan den; perag eta e leverez‐te: C’houi a vezo rentet libr.

34 Jesus a respontaz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag en em ro d’ar pec’hed, a zo esclav d’ar pec’hed.

35 Hogen, an esclav na choum ket atao en ti; mes ar mab a choum atao enhan.

36 Mar deu eta ar Mab d’ho renta libr, e vezoc’h libr en gwirionez.

37 Gouzoud a ran ez oc’h lignez Abraham, mes c’houi a glask va lakaad d’ar maro, abalamour n’ho deuz ket va c’homzou a zigemer enoc’h.

38 Me a lavar ar pez em euz gwelet em Zad; ha c’houi a ra ive ar pez hoc’h euz gwelet en ho tad.

39 Int a respontaz dezhan: Abraham eo hon tad. Jesus a lavaraz dezhe: Ma vijec’h bugale Abraham, e rajec’h oberou Abraham.

40 Mes breman e klaskit va lakaad d’ar maro, me, eun den hag hen deuz lavaret deoc’h ar wirionez em euz klevet gant Doue; Abraham n’hen deuz ket great kement‐se.

41 C’houi a ra oberou ho tad. Rag‐se e leverjont dezhan: Ni n’omp ket ganet euz an avoultrerez; n’hon euz nemed eun Tad, pehini eo Doue.

42 Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset.

43 Perag na intentit‐hu ket ar pez a lavaran deoc’h? Abalamour na hellit ket selaou va c’homzou.

44 An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he‐unan; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou.

45 Mes c’houi n’am c’hredit ket abalamour ma lavaran deoc’h ar wirionez.

46 Pe hini ac’hanoc’h a damallo ac’hanoun da veza pec’het? Ha mar lavaran ar wirionez, perag na gredit‐hu ket ac’hanoun?

47 An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue; dre‐ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue.

48 Ar Judevien a respontaz dezhan: Ha n’hon euz‐ni ket a leac’h da lavaret ez oud eur Samaritan, hag ez euz eun diaoul enoud?

49 Jesus a respontaz: N’euz diaoul e‐bed ganen, mes henori a ran va Zad, ha c’houi a zizhenor ac’hanoun.

50 Ne glaskan ket va gloar va‐unan, beza ez euz unan hag he c’hlask, hag a varn.

51 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Mar deu unan‐benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro.

52 Ar Judevien a lavaraz dezhan: Breman ec’h anavezomp ez euz eun diaoul enoud; Abraham a zo maro hag ar brofeted ive, ha te a lavar: Mar deu eun den benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro.

53 Daoust ha te a zo brassoc’h eged hon tad Abraham, a zo maro? Ar brofeted ive a zo maro; piou e bretantez‐te beza?

54 Jesus a respontaz: Mar en em c’hlorifian va‐unan, va gloar n’eo netra; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue.

55 Koulskoude n’hoch euz ket hen anavezet; mes me a anavez anezhan: ha ma lavarfen n’hen anavezan ket, e vefen eur gaouiad evel‐d’oc’h; mes hen anaoud a ran, ha miret a ran he gomzou.

56 Abraham ho tad hen deuz tridet gant ar joa, o sonjal e tlie gwelet va dervez; hen gwelet hen deuz hag ez eo bet leun a joa.

57 Ar Judevien a lavaraz dezhan: N’ec’h euz ket c’hoas hanter kant vloaz, hag ec’h euz gwelet Abraham!

58 Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.

59 Neuze e kemerjont mein evit ho zeurel ganthan; mes Jesus en em guzaz hag ez eaz er meaz euz an templ, o tremen dre ho c’hreiz, hag evel‐se ez eaz kuit.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan