Sant Ian 7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR VII. 1 Goude an traou‐ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro. 2 Hogen, gouel ar Judevien, hanvet gouel an Tabernacleu a dostae. 3 Hag he vreudeur a lavaraz dezhan: Kea kuit ac’halen, ha kea er Jude, evit ma velo ive da ziskibien an oberou a rez. 4 Rag den na ra netra en kuz, pa vez o klask beza anavezet. Mar grez an traou‐ze, en em ziskouez da‐unan d’ar bed. 5 Rag he vreudeur ho‐unan na gredent ket enhan. 6 Jesus a lavaraz dezhe: Va amzer n’eo ket deuet c’hoas; mes hoc’h amzer c’houi a vez da bep koulz. 7 Ar bed na hell ket ho kasaad; mes kasaad a ra ac’hanoun‐me, abalamour ma roan testeni divar he ben penaos eo fall he oberou. 8 It c’houi d’ar gouel‐ze; evidoun‐me, n’ed an ket c’hoas, rag n’eo ket erru c’hoas va amzer. 9 Hag o veza lavaret kement‐se dezhe, e choumaz er Galile. 10 Mes, pa oe eat he vreudeur kuit, ez eaz ive d’ar gouel; n’ez eaz ket publicamant, mes evel en kuz. 11 Ar Judevien eta a glaske anezhan e‐pad ar gouel, hag a lavare: E pe leac’h ema? 12 Ha kalz a drouz a oa divar he ben e‐touez ar bobl. Darn a lavare: Eun den mad eo; ha darn all a lavare: N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl. 13 Koulskoude, den e‐bed na gomze freaz divar he ben, gant aoun rag ar Judevien. 14 Var‐dro hanter ar gouel, Jesus a bignaz d’an templ, hag en em lakaz da gelen. 15 Hag ar Judevien a oa souezet braz, hag a lavare: Penaos ec’h hell an den‐ze anavezoud ar Scrituriou, pa n’hen deuz biskoas ho disket? 16 Jesus a respontaz dezhe: Va c’helenadurez na zeu ket ac’hanoun‐me, mes euz an hini hen deuz va digasset. 17 Mar fell da unan‐benag ober bolontez Doue, ec’h anavezo pe euz a Zoue eo va c’helenadurez, pe ac’hanoun va‐unan eo e komzan. 18 An hini a gomz anezhan he‐unan a glask he c’hloar he‐unan; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz kasset anezhan, a zo dign da veza credet, ha n’euz ket a injustis enhan. 19 Moises ha n’euz‐hen ket roet deoc’h al lezen? ha koulskoude hini ac’hanoc’h na vir al lezen. Perag e klaskit‐hu va lakaad d’ar maro? 20 Ar bobl a respontaz dezhan: Eun drouk‐spered a zo enoud; piou a glask lakaad ac’hanoud d’ar maro? 21 Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: Eun dra em euz great, hag ho laka holl souezet. 22 Moises hen deuz gourc’hemenet deoc’h ar circoncision (n’eo ket ma teufe euz a Voises, mes euz an tadou), hag e circoncisit eun den deiz ar sabbat. 23 Mar bez circonciset eun den deiz ar sabbat, evit miret lezen Moises, perag oc’h euz‐hu droug ouzin‐me, abalamour ma’m euz roet ar iec’hed da eun den deiz ar sabbat? 24 Na varnit ket hervez an apparans, mes barnit hervez ar justis. 25 Hag unan‐benag a dud Jerusalem a lavare: N’e ket he‐man eo an hini a oar o klask anezhan da lakaad d’ar maro? 26 Ha setu hen o komz dirag an holl, ha ne leverer netra dezhan. Daoust hag ar chefou ho defe anavezet ez eo en gwirionez ar C’hrist? 27 Mes ni a oar a be leac’h e teu he‐man; e leac’h pa zeuio ar C’hrist, ne ouezo den euz a be leac’h eo. 28 Jesus eta a grie en templ, en eur gelen, hag en eur lavaret: Anaoud a rit ac’hanoun, hag ec’h ouzoc’h a be leac’h ez oun. N’ed oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes an hini hen deuz va digasset a zo gwirion, ha c’houi na anavezit ket anezhan. 29 Hogen, me hen anavez; rag euz he berz eo e teuan, hag hen eo hen deuz va digasset. 30 Klask a rent eta an tu da gregi enhan; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur. 31 Koulskoude kalz a‐douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare: Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he‐man? 32 Ar Farizianed, o veza klevet ar pez a lavare ar bobl e‐kuz divar he ben, en em glevaz gant prinsed ar veleien, evit kas serjanted da gregi enhan. 33 Setu perag Jesus a lavaraz dezhe: Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset. 34 Va c’hlask a reot, ha n’em c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont. 35 Ar Judevien eta a lavaraz etrezhe: Da be leac’h ez ai ma n’her c’havimp ket? Ha mond a rai etrezeg ar re a zo disperset e‐touez ar Greked, evit kelen ar Greked? 36 Petra a zinifi ar gomz‐man, hen deuz lavaret: Va c’hlask a reot, ha n’am c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont? 37 D’an deiz diveza, devez braz ar gouel, Jesus a oa eno, hag a lavare, en eur grial: Mar deuz unan‐benag hag hen deuz sec’hed, ra zeui d’am c’havoud, ha ra evo. 38 An hini a gred enoun, e tiredo euz anezhan steriou a zour beo, hervez ma lavar ar Scritur. 39 (Hogen, lavaret a reaz kement‐se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered‐Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.) 40 Kalz euz ar bobl, o veza klevet ar c’homzou‐ze, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet. 41 Darn all a lavare: He‐man eo ar C’hrist. Mes darn all a lavare: Daoust ha deuz ar C’halile e tle dond ar C’hrist? 42 Ha na lavar ket ar Scritur e teu ar C’hrist euz a lignez David, hag euz a gear Bethlehem, a be leac’h e oa David? 43 Bez’ e oa eta division e‐touez ar bobl divar he ben. 44 Ha darn anezhe a felle dezhe cregi enhan; koulskoude den e‐bed na lakeaz he zorn varnezhan. 45 Ar serjanted eta a zistroaz etrezeg prinsed ar veleien hag ar Farizianed, hag ar re‐man a lavaraz dezhe: Perag n’hoc’h euz‐hu ket digasset anezhan? 46 Ar serjanted a respontaz: Biskoas den n’hen deuz komzet evel an den‐ze! 47 Ar Farizianed a lavaraz dezhe: Daoust ha c’houi a zo bet ive gounezet? 48 Ha bez’ a zo unan‐benag euz ar chefou pe euz ar Farizianed hag hen defe credet enhan? 49 Mes ar bobl‐ze, pehini na anavez ket al lezen, a zo milliget. 50 Nicodem (an hini a oa deuet en noz da gavout Jesus, hag a oa unan anezhe), a lavaraz dezhe: 51 Hon lezen, daoust hag hi a varn eun den heb beza hen klevet araog, hag heb gouzout petra hen deuz great? 52 Respont a rejont dezhan: Hag eur Galilead oud‐te ive? Klask, ha gwel ha profet e‐bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile. 53 Ha pep hini anezhe a ieaz d’ar gear. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society