Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Ian 20 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XX.

1 An deiz kenta euz ar sizun, Mari Madalen a zeuaz etrezeg ar bez beure mad, pa oa c’hoas teval; hag e velaz ar mean lammet kuit divar ar bez.

2 Diredec a reaz eta da gavout Simon Per hag an diskibl all a oa karet gant Jesus; hag e lavaraz dezhe: Tennet ho deuz an Aotrou euz ar bez, hag hen douget kuit ha ne ouzomp ket e pe leac’h ho deuz lakeat anezhan.

3 Neuze Per a ieaz er meaz gant an diskibl all, hag ez ejont d’ar bez.

4 Hag e redent ho daou assambles; mes an diskibl all‐ze a redaz buhannoc’h eged Per, hag a erruaz da genta e kichen ar bez.

5 Hag o veza daou‐bleget evit sellet, e velaz al lienennou var an douar; mes n’ez eaz ket ebarz.

6 Mes Simon Per, pehini a zeue var he lerc’h, a erruaz, hag a ieaz er bez, hag a velaz al lienennou a oa var an douar,

7 hag al linsel a oa bet var he ben, pehini ne oa ket lakeat assambles gant al linselliou all; mes a oa pleget en eul leac’h a‐gostez.

8 An diskibl all, pehini a oa deuet da genta d’ar bez, a ieaz ive ebarz, hag e velaz, hag e credaz.

9 Rag n’ho doa ket c’hoas comprenet ar Scritur a lavar e ranke Jesus resussita a‐douez ar re varo.

10 Neuze an diskibien a zistroaz d’ar gear.

11 Koulskoude Mari a choume er meaz, e‐tal ar bez, o wela; hag evel ma wele, e plegaz evit sellet er bez,

12 hag e velaz daou eal gwisket en gwenn, azezet unan ouz ar pen, hag egile ouz an treid, el leac’h ma oa bet gourvezet corf Jesus.

13 Hag an elez a lavaraz dezhe: Greg, perag e welez‐te? Hi a lavaraz dezhe: Abalamour ma ho deuz douget kuit va Aotrou, ha na ouzon ket pe leac’h ho deuz lakeet anezhan.

14 Ha goude beza lavaret kement‐se, e tistroaz hag e velaz Jesus en he za; mes na ouie ket e oa Jesus hennes.

15 Jesus a lavaraz dezhi: Greg, perag e welez‐te? Piou a glaskez? Hi, o credi e oa hennes ar jardiner, a lavaraz dezhan: Aotrou, mar d’eo te ec’h euz hen douget kuit, lavar d’in pe leac’h ec’h euz hen lakeat, hag e kemerin anezhan.

16 Jesus a lavaraz dezhi: Mari! Hag hi, o veza distroet, a lavaraz dezhan: Rabbouni! da lavaret eo, va Mestr!

17 Jesus a lavaraz dezhi: Na douch ket ouzin, rag n’oun ket c’hoas pignet etrezeg va Zad; mes kea da gavoud va breudeur, ha lavar dezhe e pignan etrezeg va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue.

18 Ha Mari Madalen a zeuaz da annonsi d’an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou, hag hen doa lavaret an traou‐ze dezhi.

19 Var ar pardaez euz an deiz‐ze, a oa ar c’henta euz ar sizun, an norojou euz al leac’h ma oa assamblet enhan an diskibien, o veza serret, gant aoun rag ar Judevien, Jesus a zeuaz, hag en em brezantaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h!

20 Ha goude beza lavaret an dra‐ze dezhe, e tiskouezaz dezhe he zaouarn hag he gostez. An diskibien eta, o velet an Aotrou, ho doe eur joa vraz.

21 Ha Jesus a lavaraz adare dezhe: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h! Evel ma hen deuz an Tad digasset ac’hanoun, evel‐se ive me a gas ac’hanoc’h.

22 Ha pa hen doe lavaret kement‐se, e c’hwezaz varnezhe hag e lavaraz dezhe: Recevit ar Spered‐Santel.

23 Da biou‐benag e pardonot ar pec’hejou, e vezint pardonet dezhe; hag ar re da bere ho dalc’hot, e vezint dalc’het dezhe.

24 Hogen, Thomas, unan euz an daouzec, galvet Didimus, ne oa ket ganthe pa zeuaz Jesus.

25 An diskibien all eta a lavaraz dezhan: Ni hon euz gwelet an Aotrou. Mes hen a lavaraz dezhe: Ma na velan en he zaouarn merk an tachou, ha ma na lakaan va biz en merk an tachou, ha ma na lakaan va dorn en he gostez, me na gredin ket.

26 Eiz deiz goude, he ziskibien a oa adare en ti, ha Thomas a oa ganthe. Jesus a zeuaz, an norojou o veza serret, hag en em zalc’haz en ho c’hreiz hag a lavaraz: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h!

27 Neuze e lavaraz da Thomas: Laka da viz aman, ha sell ouz va daouarn; astenn ive da zorn, ha laka‐hen em c’hostez, ha na vez ket eun den difeiz, mes eun den hag a gred.

28 Thomas a respontaz hag a lavaraz dezhan: Va Aotrou ha va Doue!

29 Jesus a lavaraz dezhan: Abalamour ma ec’h euz va gwelet, Thomas, ec’h euz credet. Eürus ar re n’ho deuz ket gwelet, hag ho deuz credet!

30 Jesus a reaz c’hoas dirag he ziskibien kalz a viraclou all, pere n’int ket scrivet el levr‐man.

31 Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan