Sant Ian 18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XVIII. 1 Goude m’hen doe lavaret Jesus an traou‐ze, ez eaz gant he ziskibien en tu all da ster Cedron. Eno e oa eur jardin, hag ec’h antreaz ebarz gant he ziskibien. 2 Judas, an hini a drahisse anezhan, a anaveze ive al leac’h‐ze, rag Jesus a oa bet eno alies assambles gant he ziskibien. 3 Judas eta, o veza kemeret ar vanden soudarded hag ar serjanted euz a‐berz prinsed ar veleien hag ar Farizianed, a zeuaz di gant leternou, gant torchadou‐goulou ha gant armou. 4 Ha Jesus, o c’houzout kement a dlie c’hoarvezout ganthan, a ieaz etrezeg enhe, hag a lavaraz dezhe: Piou a glaskit‐hu? 5 Respont a rejont dezhan: Jesus a Nazaret. Jesus a lavaraz dezhe: Me eo. Ha Judas, an hini a drahisse anezhan, a oa ive ganthe. 6 Hogen, kerkent ha m’hen doe lavaret dezhe: Me eo, ez ejont a‐dre hag e kouezjont d’an douar. 7 Goulen a reaz diganthe c’hoas eur vech all: Piou a glaskit‐hu? Hag int a lavaraz adare: Jesus a Nazaret. 8 Jesus a respontaz: Hen lavaret em euz deoc’h: Me eo; mar d’eo me eta a glaskit, list ar re‐man da vond kuit. 9 Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz‐man hen doa lavaret: N’em euz kollet hini euz ar re ec’h euz roet d’in. 10 Neuze Simon Per, a oa ganthan eur c’hleze, a dennaz anezhan, hag a skoaz ganthan mevel ar beleg‐braz, hag a droc’haz dezhan he skouarn deo; hag hano ar mevel‐ze a oa Malchus. 11 Mes Jesus a lavaraz da Ber: Laka da gleze en he foureo; daoust ha na evin‐me ket ar c’halir hen deuz roet an Tad d’in da eva? 12 Neuze ar vanden soudarded, ar c’habiten ha serjanted ar Judevien a gemeraz Jesus hag a ereaz anezhan, 13 hag e kasjont anezhan da genta da di Annas, rag Annas a oa tad‐kaer da Gaïphas, pehini a oa beleg‐braz er bloaz‐ze. 14 Hogen, Caïphas a oa an hini hen doa roet an ali‐man d’ar Judevien: Talvoudec eo e varvfe eun den evit ar bobl. 15 Hogen Simon Per, hag eun diskibl all, ho doa heulliet Jesus. Hag an diskibl‐ze a oa anavezet gant ar beleg‐braz; hag ec’h antreaz gant Jesus e palez ar beleg‐braz. 16 Mes Per a oa choumet er meaz e‐tal an nor. An diskibl all, pehini a oa anavezet gant ar beleg‐braz, a ieaz eta er meaz, a gomzaz gant ar borzierez, hag a lekeaz Per da antren. 17 Hag ar plac’h a oa porzierez, a lavaraz da Ber: Ha n’oud‐de ket ive euz a ziskibien an den‐ze? Hen a lavaraz: N’ed oun ket. 18 Hag ar servicherien hag ar serjanted a oa eno, ho doa great tan da domma, rag ien e oa an amzer, hag e tomment. Ha Per a oa ganthe, o tomma ive. 19 Hag ar beleg‐braz a interrojaz Jesus divarben he ziskibien, ha divarben he zoctrin. 20 Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz. 21 Perag ec’h interrojez‐te ac’hanoun? Goulen digant ar re ho deuz klevet ac’hanoun, petra em euz lavaret dezhe; ar re‐ze a oar petra em euz lavaret. 22 Pa hen doe lavaret kement‐se, unan euz ar serjanted a roaz eur javedad da Jesus, en eur lavaret dezhan: Hag evel‐se eo e respontez‐te d’ar beleg‐braz? 23 Jesus a respontaz dezhan: Mar em euz gwall‐gomzet, diskouez petra a fall em euz lavaret; mes mar em euz komzet mad, perag e skoez‐te ac’hanoun? 24 Hag Annas a gassaz anezhan ereet da Gaïphas, ar beleg‐braz. 25 Ha Simon Per a oa eno, o tomma; hag e leverjont dezhan: Ha n’oud‐de ket ive euz he ziskibien? Hen nac’h a reaz, hag e lavaraz: N’oun ket. 26 Hag unan euz a zervicherien ar beleg‐braz, a oa euz kerent an hini a oa bet troc’het he skouarn dezhan gant Per, a lavaraz dezhan: Ha n’em euz‐me ket gwelet ac’hanoud ganthan er jardin? 27 Neuze Per a nac’haz adare; ha rag‐tal ar c’hilloc a ganaz. 28 Neuze e kasjont Jesus euz a di Gaïphas d’ar pretouar; an dra‐man a oa deuz ar beure, ha na antrejont ket er pretouar, gant aoun d’en em souilla hag evit gallout debri ar Pask. 29 Pilat eta a zeuaz er meaz d’ho c’havoud, hag a lavaraz dezhe: Petra a damallit‐hu d’an den‐man? 30 Respont a rejont dezhan: Ma na vije ket hennes eun torfetour, n’hor bije ket livret anezhan d’id. 31 Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit‐hen hoc’h‐unan, ha barnit‐hen hervez ho lezen. Ar Judevien a lavaraz dezhan: N’eo ket permetet deomp lakaad eun den d’ar maro. 32 Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz hen doa lavaret Jesus, o tiscleria dre be seurt maro e tlie mervel. 33 Neuze Pilat a antreaz adare er pretouar, hag o veza lakeat gervel Jesus, e lavaraz dezhan: Ha te eo roue ar Judevien? 34 Jesus a respontaz dezhan: Hag ac’hanoud da‐unan eo e leverez‐te kement‐se ac’hanoun, pe re all ho deuz hen lavaret d’id? 35 Pilat a respontaz: Hag eur Judeo oun‐me! Tud da vro da‐unan ha prinsed ar veleien ho deuz da livret d’in; petra ec’h euz‐te great? 36 Jesus a respontaz: Va rouantelez n’eo ket euz ar bed‐man; ma vije va rouantelez euz ar bed‐man, va zervicherien a gombatje evit na vijen ket livret d’ar Judevien; mes breman va rouantelez n’ema ket euz ar bed‐man. 37 Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez. 38 Pilat a lavaraz dezhan: Petra eo ar wirionez? Ha goude beza lavaret kement‐se, ez eaz er meaz adare da gavoud ar Judevien, hag e lavaraz dezhe: Ne gavan crim e‐bed en den‐ze. 39 Hogen, evel ma ema ar c’hiz en ho touez e laoskfen en liberte eur prizonier‐benag en amzer ar Pask, ha c’houi a fell deoc’h e laoskfen deoc’h roue ar Judevien? 40 Neuze e crijont holl adare: Nann, n’e ket he‐man; mes Barabbas: Hogen Barabbas a oa eun torfetour. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society