Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Ian 13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XIII.

1 Araog gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed‐man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.

2 Ha pa oe deuet koan (an Diaoul o veza lakeat dija e calon Judas Iscariot, mab Simon, ar sonj da drahissa anezhan),

3 Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue,

4 a zavaz diouz koan, hag a lammaz he vantel; hag o veza kemeret eul lienen, hen lekeaz en dro dezhan.

5 Goude‐ze e lekeaz dour en eur vasin, hag en em lekeaz da walc’hi treid he ziskibien, ha d’ho zec’ha gant al lienen a oa en dro dezhan.

6 Dond a reaz eta da Simon Per, hag he‐man a lavaraz dezhan: Penaos, Aotrou, te a walc’hfe d’in‐me va zreid!

7 Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan: Na ouzoud ket breman petra a ran; mes gouzoud a ri divezatoc’h.

8 Per a lavaraz dezhan: Biken na walc’hi va zreid d’in. Jesus a respontaz dezhan: Ma na walc’han ket ac’hanoud, n’ez pezo ket a lod ganen.

9 Neuze Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, n’e ket hep‐ken va zreid, mes ive va daouarn ha va fen.

10 Jesus a lavaraz dezhan: An hini a zo bet en dour, n’hen deuz mui ezom e vez gwalc’het dezhan nemed he dreid; ha goude ez eo net holl. Hogen, c’houi a zo net, mes n’oc’h ket holl.

11 Rag gouzoud a rea piou e oa an hini a drahisse anezhan; hag evit se eo e lavaraz: N’oc’h ket holl net.

12 Pa hen doe eta gwalc’het ho zreid dezhe, ha m’hen doe kemeret he vantel, o veza en em lakeat adare ouz taol, e lavaraz dezhe: Ha gouzoud a rit‐hu petra em euz great deoc’h?

13 Va gervel a rit Mestr hag Aotrou, ha mad a livirit; rag beza ez oun.

14 Rag‐se mar em euz‐me, me pehini eo an Aotrou hag ar Mestr, gwalc’het deoc’h ho treid, c’houi a dle ive gwalc’hi ho treid an eil d’egile.

15 Rag roet em euz deoc’h eur skouer, evit ma reot evel ma em euz great deoc’h.

16 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar mevel n’e ket brassoc’h eged he vestr, nag ar c’hannad brassoc’h eged an hini hen deuz hen digasset.

17 Mar gouzoc’h an traou‐ze, ez oc’h eürus, gant m’ho lakeot en pratic.

18 Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.

19 A‐vreman hen lavaran deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra‐ze; evit pa c’hoarvezo, ma c’hanavezot ac’hanoun evit ar pez ma’z oun.

20 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An neb a zigemer an hini a vezo kasset ganen, a zigemer ac’hanoun; hag an hini a zigemer ac’hanoun, a zigemer an hini hen deuz va digasset.

21 Pa hen doe Jesus lavaret kement‐se, e oe troublet en he spered, hag e roaz an desteni‐man: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.

22 Hag an diskibien a zelle an eil ouz egile, o veza ne ouient ket divarben piou e komze.

23 Hogen, unan anezhe, an hini a oa karet gant Jesus, a oa ouz taol, harp ouz calen Jesus.

24 Simon Per a reaz sin da he‐man da c’houlen diganthan divarben piou e komze.

25 Hag hen, o c’harpa he ben var galon Jesus, a lavaraz dezhan: Aotrou, piou eo?

26 Jesus a respontaz: An hini a roin dezhan eun tam trempet ganen, hennes eo. Hag o veza trempet eun tam, e roaz anezhan da Judas Iscariot, mab Simon.

27 Ha goude m’hen doe kemeret Judas an tam, Satan a antreaz enhan. Jesus eta a lavaraz dezhan: Hast buhan ober ar pez ec’h euz da ober.

28 Mes hini euz ar re a oa ouz taol na gomprenaz perag hen doa lavaret dezhan kement‐se.

29 Rag darn a zonje, abalamour ma oa ar ialc’h gant Judas, e lavare Jesus dezhan: Pren an traou a zo red deomp da gaoud evit ar gouel; pe: Ro eun dra‐benag d’ar beorien.

30 Judas eta, o veza kemeret an tam, a ieaz er meaz rag‐tal. Hogen deuet e oa an noz.

31 Pa oe eat er meaz, Jesus a lavaraz: Breman eo glorifiet Mab an den, ha Doue a zo glorifiet enhan.

32 Mar d’eo Doue glorifiet enhan, Doue ive a c’hlorifio anezhan enhan he‐unan, hag heb dale hen glorifio.

33 Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman: Na hellit ket dond el leac’h ma’z an.

34 Eur gourc’hemen nevez a roan deoc’h; Ma en em garot an eil egile; ma en em garot an eil egile, evel ma em euz‐me ho karet.

35 Dre an dra‐man e c’hanavezo an holl ez oc’h va diskibien, mar hoc’h euz karantez an eil evit egile.

36 Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, pe leac’h ez ez‐te? Jesus a respontaz dezhan: Na hellez ket breman va heullia el leac’h ma’z an; mes va heullia a ri divezatoc’h.

37 Per a lavaraz dezhan: Aotrou, perag na hellan‐me ket da heullia breman? Rei a rin va buez evidoud.

38 Jesus a respontaz dezhan: Ha te a roi da vuez evidoun‐me! E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, na gano ket ar c’hilloc, ken n’az pezo va nac’het teir gwech.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan