Sant Ian 12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XII. 1 C’houec’h devez araog ar Pask, Jesus a zeuaz da Vethani, el leac’h ma oa Lazar pehini a oa bet maro, hag a oa bet resussitet ganthan. 2 Eno e oe great eur goan dezhan, ha Martha a oa o servicha, ha Lazar a oa unan euz ar re a oa ouz taol ganthan. 3 Neuze Mari, o veza kemeret eul lur eol pur a c’houez‐vad, hag a briz huel, a eoliaz treid Jesus, hag ho zec’haz gant he bleo; hag an ti a oe karget gant ar c’houez‐vad euz an eol‐ze. 4 Neuze unan euz he ziskibien, Judas Iscariot, mab Simon, 5 an hini a dlie hen trahissa, a lavaraz: Perag n’eo ket bet gwerzet an eol‐ze tri c’hant diner, 6 ha roet an arc’hant d’ar beorien? Mar lavare an dra‐ze, ne oa ket abalamour m’hen doa sourci ouz ar beorien, mes dre ma oa laer, ha ma talc’he ar ialc’h, 7 ha ma touge ar pez a vije lakeat enhi. Jesus a lavaraz eta dezhan: Lez anezhi; miret he deuz anezhan 8 evit an deiz ma vezin sebeliet. Rag c’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h; mes n’ho pezo ket atao ac’hanoun‐me. 9 Neuze eur foul braz a Judevien, o veza gouezet e oa Jesus eno, a zeuaz di, n’e ket hep‐ken abalamour da Jesus, mes ive evit gwelet Lazar, a oa bet resussitet ganthan a‐douez ar re varo. 10 Ha prinsed ar veleien en em guzuliaz evit lakaad ive Lazar d’ar maro, 11 rag kalz euz ar Judevien a iea, abalamour dezhan, hag a grede en Jesus. 12 An deiz varlerc’h, eur foul braz a dud pere a oa deuet d’ar gouel, o klevet e teue Jesus da Jerusalem, 13 a gemeraz brancou palmez, hag a zeuaz d’he zialben, en eur grial: Hosanna! benniget ra vezo roue Israel, pehini a zeu en hano an Aotrou! 14 Ha Jesus, o veza kavet eun azenic, a azezaz varnezhan, evel ma’z eo scrivet: 15 Na pe ket a aoun, merc’h Sion; setu da roue o tond, azezet var eubeul eun azenez. 16 He ziskibien na gomprenjont ket kement‐se da genta; mes pa oe glorifiet Jesus, neuze e teuaz memor dezhe penaos e oa scrivet an traou‐man divar he ben, hag e oant bet c’hoarvezet ganthan. 17 Hag ar bobl a oa ganthan pa hen doa galvet Lazar euz ar bez, ha pa hen doa resussitet anezhan a‐douez ar re varo, a rente testeni dezhan. 18 Hag ar bobl a oa eat ive d’he zialben, abalamour m’ho doa klevet hen doa great ar miracl‐ze. 19 Ar Farizianed a lavaraz eta etrezhe: Gwelet a rit, na c’hounezit netra; setu an holl o vond var he lerc’h. 20 Hogen, bez’ e oa eur Grekbenag e‐touez ar re a oa pignet evit adori e‐pad ar gouel. 21 Ar re‐man a zeuaz da gavout Philip, hag a oa euz a Vethsaïda en Galile; hag e pedjont anezhan, en eur lavaret: Aotrou, ni a garfe gwelet Jesus. 22 Philip a zeuaz hag a lavaraz kement‐se da Andre, hag Andre ha Philip hen lavaraz da Jesus; 23 ha Jesus a respontaz dezhe: Deuet eo an heur ma tle beza glorifiet Mab an den. 24 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ma na varv ket ar c’hreunen winiz, goude ma vez taolet en douar, e choum he‐unan; mes mar marv, e toug kalz a frouez. 25 An hini a gar he vuez he c’hollo; hag an hini a gassa he vuez er bed‐man, a gonservo anezhi evit ar vuez eternel. 26 Mar deu unan‐benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher; ha mar servich unan‐benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan. 27 Breman va ene a zo troublet; ha petra a livirinme? . . . . Va Zad, delivr ac’hanoun euz an heur‐man! mes evit se eo ez oun deuet en heur‐man. 28 Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas. 29 Hag ar bobl a oa eno, hag ho doa klevet, a lavare e rea kurun; re all a lavare: Eun eal hen deuz komzet outhan. 30 Jesus a gomzaz hag a lavaraz: N’e ket evidoun‐me eo deuet ar vouez‐ze, mes evidoc’h‐hu. 31 Breman eo ema barnedigez ar bed‐man; ha prins ar bed‐man a ia da veza breman taolet er meaz. 32 Ha me, pa vezin bet savet euz an douar, a denno an holl d’am c’havout. 33 Hogen, kement‐se a lavare evit diskouez a be seurt maro e tlie mervel. 34 Ar bobl a respontaz dezhan: Ni hon euz desket dre al lezen e tle ar C’hrist choum da viken; penaos eta e leverez‐te ez eo red e vez savet Mab an den? Piou eo ar Mab‐an‐den‐ze? 35 Jesus a lavaraz dezhe: Ar sclerijen a zo c’hoas ganeoc’h evit eun neubeud amzer; baleit e‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, gant aoun ne gouezfe an devalijen a‐daol var‐noc’h; rag an hini a vale en devalijen na oar ket pe leac’h ez a. 36 E‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, credit er sclerijen, evit ma viot bugale ar sclerijen. Jesus a lavaraz an traou‐ze, ha goude ez eaz kuit hag en em guzaz outhe. 37 Mes evithan da veza great kement a viraclou dirazhe, ne gredjont ket enhan. 38 Evit ma vije accomplisset ger ar profet Izaias, pehini hen doa lavaret: Aotrou, piou hen deuz credet d’ar pez hon euz prezeget, ha da biou eo bet discleriet breac’h an Aotrou? 39 Dre‐ze na hellent ket credi, rag Izaias hen deuz lavaret c’hoas: 40 Dallet hen deuz ho daou‐lagad, ha kaledet hen deuz ho c’halon, evit na velint ket gant ho daou‐lagad, ha na gomprenint ket gant ho c’halon, ha na zistroint ket, ha na iac’hein ket anezhe. 41 Izaias a lavaraz an traou‐ze, pa velaz he c’hloar, ha pa gomzaz euz anezhan. 42 Koulskoude kalz, memeus euz ar re vrassa, a gredaz enhan; mes ne anzavent ket anezhan, gant aoun rag ar Farizianed, ha da veza taolet er meaz euz ar sinagog. 43 Rag gwelloc’h e oa ganthe ar gloar a zeu euz an dud, eged gloar Doue. 44 Hogen, Jesus a griaz hag a lavaraz: An hini a gred enoun, n’e ket enoun eo e cred, mes en hini hen deuz va digasset. 45 Hag an neb a vel ac’hanoun, a vel an hini hen deuz va digasset. 46 Me a zo deuet er bed, me pehini a zo ar sclerijen, evit na choumo ket en devalijen an neb a gred enoun. 47 Mar d’euz unan‐benag hag a glev va c’homzou ha na gred ket, na varnan ket anezhan, rag n’oun ket deuet evit barna ar bed, mes evit savetei ar bed. 48 An hini am disprij ha na zigemer ket va c’homzou, hen deuz unan hag a varn anezhan; ar gomz em euz lavaret, honnes eo a varno anezhan en deiz diveza. 49 Rag n’e ket ac’hanoun va‐unan em euz komzet; mes an Tad, pehini hen deuz va digasset, hen deuz gourc’hemenet d’in petra a dleen da lavaret ha da gelen. 50 Ha me a oar penaos he c’hourc’hemen eo ar vuez eternel. Rag‐se eta an traou a lavaran, ho lavaret a ran evel ma hen deuz an Tad ho lavaret d’in. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society