Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Ian 11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XI.

1 Bez’ e oa eun den klanv hanvet Lazar, euz a Vethani, bourg Mari ha Martha he c’hoar.

2 (Mari eo an hini a eoliaz an Aotrou gant eun eol a c’houez‐vad, hag a zec’haz he dreid dezhan gant he bleo; ha Lazar, he breur, eo a oa klanv.)

3 He c’hoarezed eta a gassaz tud da lavaret da Jesus: Aotrou, an hini a gerez a zo klanv.

4 Pa glevaz Jesus kement‐se, e lavaraz: Ar c’hlenved‐ze n’eo ket d’ar maro, mes evit gloar Doue, evit ma vezo glorifiet Mab Doue dreizhan.

5 Hogen, Jesus a gare Martha, hag he c’hoar ha Lazar.

6 Koulskoude, pa hen doa klevet penaos e oa klanv, e choumaz daou devez c’hoas el leac’h ma oa.

7 Neuze e lavaraz d’he ziskibien: Deomp adare en Jude.

8 An diskibien a lavaraz dezhan: Mestr n’euz ket pell ar Judevien a glaske meina ac’hanoud, hag ez ez c’hoas di!

9 Jesus a respontaz: Ha n’euz ket daouzec heur en deiz? Mar deu unan‐benag da vale pa vez sclear an deiz, ne gwezo ket, rag gwelet a ra sclerijen ar bed‐man.

10 Mes, mar bale e‐pad an noz, e teu da gweza, abalamour n’hen deuz ket a sclerijen.

11 Evel‐se e komzaz, ha goude e lavaraz dezhe: Lazar hor mignon a zo kousket; mes me a ia d’hen dihuna.

12 He ziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou, mar d’eo kousket, e vezo rentet d’ar iec’hed.

13 Hogen, Jesus hen doa komzet euz a varo Lazar; mes int a grede e komze euz a repos ar c’housk.

14 Neuze Jesus a lavaraz dezhe freaz: Lazar a zo maro.

15 Hag ez oun con tant abalamour deoc’h ne oann ket eno, evit ma credot; mes deomp d’he gavout.

16 Thomas, a c’halver Didimus, a lavaraz d’an diskibien all: Deomp ive ni, evit ma varvimp assambles ganthan.

17 Pa oe erruet Jesus, e kavaz Lazar a oa er bez abaoe pevar devez dija.

18 Hogen Bethani a oa var‐dro pemzec stad euz a Jerusalem.

19 Ha kalz a Judevien a oa deuet da gavout Martha ha Mari, evit ho c’honsoli divarben ho breur.

20 Pa glevaz eta Martha e oa Jesus o tond, ez eaz d’he zialben; mes Mari a choume azezet en ti.

21 Ha Martha a lavaraz da Jesus: Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet;

22 mes gouzoud a ran penaos, breman memeus, kement tra a c’houlenni digant Doue, Doue hen roio d’id.

23 Jesus a lavaraz dezhi: Da vreur a resussito.

24 Martha a lavaraz dezhan: Gouzoud a ran e resussito d’ar resurrection, en deiz diveza.

25 Jesus a lavaraz dezhi: Me eo ar resurrection hag ar vuez; an hini a gred enoun, ha pa ve maro, a vevo.

26 Ha piou‐benag a vev hag a gred enoun, na varvo biken. Ha credi a rez‐te an dra‐ze?

27 Hi a lavaraz dezhan: Ia, Aotrou, me a gred ez oud ar C’hrist, Mab Doue, pehini a dlie dond er bed.

28 Goude ma he doe lavaret kement‐se, ez eaz kuit hag e c’halvaz e‐kuz Mari, he c’hoar, hag e lavaraz dezhi: Ar mestr a zo aman, hag e c’halv ac’hanoud.

29 Kerkent ha ma klevaz hou‐man kement‐se, e savaz diouc’h‐tu, hag e teuaz d’he gavoud.

30 Hogen, Jesus ne oa ket c’hoas antreet er bourg, mes e oa c’hoas el leac’h ma oa deuet Martha d’hen kavout.

31 Neuze ar Judevien a oa gant Mari en ti, hag a gonsole anezhi, pa veljont e oa savet ker buhan, hag eat er meaz, a ieaz var he lerc’h en eur lavaret: Mond a ra d’ar bez da wela eno.

32 Pa oe erru Mari el leac’h ma oa Jesus, ha pa velaz anezhan, hi en em daolaz d’he dreid hag a lavaraz dezhan: Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet.

33 Pa velaz Jesus anezhi o wela, hag ar Judevien a oa deuet assambles ganthi o wela ive, e oe trubuillet en he spered, hag e oe glac’haret; hag e lavaraz:

34 Pe leac’h hoc’h euz‐hu hen lekeet? Respont a rejont dezhan: Aotrou, deuz da velet.

35 Ha Jesus a welaz.

36 Var‐ze ar Judevien a lavare: Gwelit pegement e karie anezhan.

37 Mes darn anezhe a lavaraz: Pa hen deuz digoret daou‐lagad an dall, ha na helle ket ive miret ouz he‐man da vervel?

38 Neuze Jesus, o veza adare troublet enhan he‐unan, a zeuaz d’ar bez; ar bez a oa eur c’hao, ha lakeat e oa bet eur mean varnezhan.

39 Jesus a lavaraz: Lammit ar mean. Martha, c’hoar an hini a oa maro, a lavaraz dezhan: Aotrou, c’houez fall a zo dija ganthan, rag pevar devez zo ema aze.

40 Jesus a respontaz dezhi: Ha n’em euz ket lavaret d’id, penaos mar credez, e veli gloar Doue?

41 Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, a lavaraz: Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet.

42 Gouzoud a ren e selaouez atao ac’hanoun, mes kement‐man em euz lavaret abalamour d’ar bobl a zo en‐dro d’in, evit ma credint ec’h euz va digasset.

43 Goude beza lavaret kement‐se, e criaz a vouez huel: Lazar, deuz er meaz!

44 Hag an hini maro a zeuaz er meaz, he dreid hag he zaouarn ereet gant liammou‐lien, hag he vizach paket gant eul lien. Jesus a lavaraz dezhe: Dizereit anezhan, ha lezit‐han da vond.

45 Rag‐se kalz euz ar Judevien hag a oa deuet da velet Mari, hag ho doa gwelet ar pez hen doa great Jesus, a gredaz enhan.

46 Mes lod anezhe a ieaz da gavoud ar Farizianed, hag a lavaraz dezhe petra hen doa great Jesus.

47 Neuze prinsed ar veleien hag ar Farizianed a assamblaz ar Sanhedrin, hag a lavaraz: Petra a raimp‐ni? rag an den‐ze a ra kalz a viraclou?

48 Mar lezomp anezhan en he roll, an holl a gredo enhan; hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo al leac’h‐man hag ive hor bro.

49 Mes unan anezhe, Caïphas, hag a oa beleg‐braz er bloaz‐ze, a lavaraz dezhe: C’houi na gomprenit netra;

50 ha na gonsiderit ket penaos eo talvoudussoc’h evidomp e varfe eun den hep‐ken evit ar bobl, eged na vez kollet ar bobl holl.

51 Hogen, n’e ket anezhan he‐unan e lavaraz kement‐man, mes o veza beleg‐braz er bloaz‐ze, e profetizaz e tlie Jesus mervel evit ar bobl;

52 ha n’e ket evit ar bobl hep‐ken, mes ive evit dastum assambles, er memeus corf, bugale Doue pere a zo disperset.

53 Adaleg an deiz‐ze eta en em guzuljont assambles evit hen lakaad d’ar maro.

54 Rag‐se Jesus n’en em ziskoueze mui dirag an holl e‐touez ar Judevien, mes mond a reaz ac’hane da eur vro tost d’an dezert, da eur gear galvet Ephraïm; hag e choumaz eno gant he ziskibien.

55 Hogen, Pask ar Judevien a oa tost, ha kalz a dud euz ar vro‐ze a ieaz da Jerusalem araog ar Pask, evit en em burifia.

56 Klask a reant eta Jesus, hag e lavarent an eil d’egile, o choum ebarz an templ: Petra a zonj deoc’h? daoust hag hen na zeuio ket d’ar gouel?

57 Mes prinsed ar veleien hag ar Farizianed ho doa roet urz, mar gouie unan‐benag pe leac’h e oa, hen roje da c’houzoud dezhe, evit ma heljent cregi enhan.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan