Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sant Ian 10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR X.

1 E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini na antre ket dre an nor e kraou an denved, mes a ia dre eul leac’h all, a zo eul laer hag eun torfetour.

2 Mes an hini a antre dre an nor eo mesaer an denved.

3 Ar porzier a zigor dezhan, hag an denved a glev he vouez; gervel a ra he zenved he‐unan dre ho hano, hag e kas anezhe er meaz.

4 Ha pa hen deve digasset er meaz he zenved he‐unan, e vale araog dezhe, hag an denved a heul anezhan, rag anaoud a reont he vouez.

5 Mes na heullint ket eun estranjour; er c’hontrol, pellaad a raint diouthan, rag ne anavezont ket mouez an estranjourien.

6 Jesus a lavaraz dezhe ar barabolen‐ze; mes na gomprenjont ket euz a betra e komze dezhe.

7 Jesus eta a lavaraz dezhe c’hoas: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h:

8 Me eo dor an denved. Ar re holl a zo bet deuet araog d’in, a zo laeron ha torfetourien, mes an denved n’ho deuz ket ho zelaouet.

9 Me eo an nor; mar deu unan‐benag da antren dreizoun‐me, e vezo salvet; antren a rai, ha mond a rai er meaz, hag e kavo peuri.

10 Al laer na zeu nemed da laerez, da laza ha da zistruja; me a zo deuet, evit ma kavo va denved ar vuez, ha ma vezint e‐kreiz an abondans.

11 Me eo ar mesaer mad; ar mesaer mad a ro he vuez evit he zenved.

12 Mes ar mevel, pehini n’ed eo ket ar mesaer, ha n’eo ket an denved dezhan, a vel ar bleiz o tond, a lez eno an denved hag a dec’h kuit; hag ar bleiz a gas ganthan an denved, hag ho disparti holl.

13 Ar mevel a dec’h kuit, abalamour ma’z eo mevel, ha ma n’hen deuz ket a zourci euz an denved.

14 Me eo ar mesaer mad; anaoud a ran va denved, hag anavezet oun ganthe,

15 evel ma c’hanavez va Zad ac’hanoun, hag evel ma c’hanavezan va Zad; hag e roan va buez evit va denved.

16 Bez’ em euz denved all ha n’emaint ket er vanden‐man; red eo d’in ho c’herc’hat ive; hag e selaouint va mouez, ha ne vezo nemed eur vanden hag eur mesaer hep‐ken.

17 Setu perag e kar va Zad ac’hanoun; abalamour ma roan va buez, evit he c’hemeret a‐nevez.

18 Den na lam anezhi diganen, mes me a ro anezhi ac’hanoun va‐unan; ar galloud em euz d’he c’huitaad, hag ar galloud d’he c’hemeret a‐nevez; an urz‐man em euz bet digant va Zad.

19 Neuze e savaz a‐nevez eun disput e‐touez ar Judevien, abalamour d’ar c’homzou‐ze.

20 Ha kalz anezhe a lavare: Eun diaoul a zo ganthan, ha n’ema ket en he skiant vad; perag e selaouit‐hu anezhan?

21 Darn all a lavare: Ar re‐ze n’int ket komzou eun den possedet gant eun diaoul. Daoust hag eun diaoul a hell digeri daou‐lagad ar re dall?

22 Hogen, en amzer‐ze e oat o celebri e Jerusalem gouel an Dedi, hag ar goanv a oa o ren.

23 Evel ma oa Jesus o vale en templ, e porched Salomon,

24 ar Judevien en em zastumaz en dro dezhan, hag a lavaraz dezhan: Pegeit e talc’hi‐te hor spered en douetans? Mar d’oud ar C’hrist hen lavar freaz deomp.

25 Jesus a respontaz dezhe: Hen lavaret em euz deoc’h, ha na gredit ket; an oberou a ran en hano va Zad a rent testeni ac’hanoun.

26 Mes c’houi na gredit ket, rag n’oc’h ket euz va denved, evel ma em euz lavaret deoc’h.

27 Va denved a glev va mouez, ha me a anavez anezhe, hag int a heul ac’hanoun.

28 Rei a ran dezhe ar vuez eternel, ha biken ne vezint kollet, ha den n’ho dilammo euz va dorn.

29 Va Zad, pehini hen deuz ho roet d’in, a zo brassoc’h eged an holl; ha den na hell ho dilemmel euz dorn va Zad.

30 Me hag an Tad a zo unan.

31 Neuze ar Judevien a gemeraz adare mein evit meina anezhan.

32 Ha Jesus a lavaraz dezhe: Meur a ober mad em euz great dirazoc’h a‐beurz va Zad; evit pehini anezhe e veinit‐hu ac’hanoun?

33 Ar Judevien a respontaz dezhan: N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue.

34 Jesus a respontaz dezhe: Ha n’eo ket scrivet en ho lezen: Lavaret em euz: C’houi a zo doueou?

35 Mar he deuz galvet doueou ar re da bere e teue ger Doue (hag ar Scritur na hell ket beza dianzavet),

36 ha lavaret a rit‐hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret: Me eo Mab Doue?

37 Ma na ran ket oberou va Zad, na gredit ket ac’hanoun.

38 Mes mar gran anezhe, ha pa na gredfec’h ket ac’hanoun, credit d’am oberou, evit ma c’hanavezot ha ma credot ema an Tad enoun ha me enhan.

39 Klask a rent eta c’hoas cregi enhan; mes mond a reaz euz tre ho daouarn.

40 Hag ez eaz a‐nevez en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi da genta; hag e choumaz eno.

41 Ha kalz a zeuaz d’he gavoud, hag e lavarent: Ian, evit gwir, n’hen deuz great miracl e‐bed; mes kement hen deuz lavaret Ian divarben he‐man a zo gwir.

42 Ha kalz a gredaz enhan eno.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan