Sant Ian 1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR I. 1 Er pen‐kenta e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. 2 Er pen‐kenta e oa gant Doue. 3 Pep tra a zo bet great ganthan, ha netra a gement a zo bet great, n’ed eo bet great hep‐han. 4 Enhan e oa ar vuez, hag ar vuez a oa sclerijen an dud. 5 Hag ar sclerijen he deuz lugernet e‐kreiz an devalijen, hag an devalijen n’he deuz ket he digemeret. 6 Bez’ e oe eun den, hanvet Ian, hag a oe digasset a‐berz Doue. 7 Dond a reaz evit beza test, evit renta testeni d’ar sclerijen, evit ma credje an holl dre enhan. 8 N’e ket hen a oa ar sclerijen, mes digasset e oa da renta testeni d’ar sclerijen. 9 Ar gwir sclerijen, hag a sclera pep den, a oa o tond er bed. 10 Er bed e oa, hag ar bed a zo bet great ganthan; mes ar bed n’hen deuz ket he anavezet. 11 Deuet eo e‐touez he dud he‐unan; hag he dud he‐unan n’ho deuz ket digemeret anezhan. 12 Mes d’ar re holl ho deuz hen digemeret, hen deuz roet ar galloud da veza bugale da Zoue, da lavaret eo, d’ar re a gred en he hano, 13 pere n’int ket ganet euz ar goad, nag euz a volontez ar c’hig, nag euz a volontez an den, mes euz a Zoue. 14 Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad. 15 Ian a desteniaz divar he ben, pa zavaz he vouez en eur lavaret: Setu aman an hini divarben pehini e lavaren ar c’homzou‐man: An hini a zeu var va lerc’h a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa. 16 Hag holl hon euz bet deuz he leunder, ha gras evit gras. 17 Rag al lezen a zo bet roet dre Voises, mes ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus‐Christ. 18 Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud. 19 He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te? 20 Hen anzav a reaz, ha n’ hen nac’haz ket; hen anzav a reaz, en eur lavaret: N’e ket me eo ar C’hrist. 21 Piou oud‐te eta, a c’houlenjont diganthan? Ha te eo Elias? Hag e lavaraz: N’e ket me eo. Ha te eo ar profet? Hag e respontaz: Nann. 22 Lavaret a rejont eta dezhan: Piou oud‐te? evit ma c’hellimp renta respont d’ar re ho deuz hon digasset. Petra a leverez‐te ac’hanoud da‐unan? 23 Hen a lavaraz: Me eo mouez an hini a gri ebarz an dezert: Plenait hent an Aotrou, evel ma hen deuz lavaret ar profet Isaias. 24 Hogen, ar re a oa bet kasset d’he gavoud a oa Farizianed. 25 Goulen a rejont diganthan: Perag eta e vadezez‐te, ma n’oud nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar profet? 26 Ian a respontaz dezhe hag a lavaraz: Evidoun, me a vadez en dour; mes bez’ ez euz unan en ho touez, ha na anavezit ket. 27 Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist‐oun‐me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreoueuz he voutou. 28 Kement‐man a c’hoarvezaz en Bethabara, en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi. 29 An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed. 30 He‐man eo an hini euz a behini e lavaren: Dond a ra var va lerc’h eun den hag a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa. 31 Evidoun‐me n’hen anavezen ket; mes deuet oun da vadezi en dour, evit ma vezo diskouezet da Israel. 32 Ian a roaz c’hoas an desteni‐man, en eur lavaret: Gwelet em euz ar Spered o tisken euz an env evel eur goulm, hag o choum varnezhan. 33 Evidoun‐me, n’hen anavezen ket; mes an hini hen deuz va digasset da vadezi en dour, hen deuz lavaret d’in: An hini var behini e veli ar Spered o tisken, hag o choum, hennes eo an hini a vadez er Spered‐Santel. 34 Hag em euz gwelet, hag em euz testeniet eo hennes Mab Doue. 35 An deiz varlerch, Ian a oa c’hoas eno, gant daou euz he ziskibien, 36 hag o velet Jesus o vale, e lavaraz: Setu aze Oan Doue. 37 Hag an daou diskibl, o veza klevet anezhan o komz evel‐se, a heulliaz Jesus. 38 Jesus, o veza distroet, hag o velet ec’h heullient anezhan, a lavaraz dezhe: Petra a glaskit‐hu? Ar re‐man a respontaz: Rabbi, (da lavaret eo, mestr,) peleac’h emoud o choum? 39 Hen a lavaraz dezhe: Deuit ha gwelit. Mond a rejont, hag e veljont en pe leac’h e oa o loja, hag e choumjont ganthan an deiz‐ze, rag var‐dro an decved heur e oa. 40 Andre, breur Simon Per, a oa unan euz an daou ho doa klevet ar pez a lavare Ian, hag ho doa heulliet Jesus. 41 Andre a gavaz da genta he vreur Simon, hag a lavaraz dezhan: Kavet hon euz ar Messi (da lavaret eo, ar C’hrist). 42 Hag e tigassaz anezhan da gavout Jesus. Jesus, o veza sellet outhan, a lavaraz dezhan: Te eo Simon, mab da Jona; te a vezo galvet Cephas (da lavaret eo, Per). 43 An deiz varlerc’h, Jesus a fellaz dezhan mond d’ar Galile, hag e kavaz Philip, hag e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun. 44 Hogen, Philip a oa euz a Vethsaida, kear Andre ha Per. 45 Philip a gavaz Nathanael hag a lavaraz dezhan: Kavet hon euz an hini a zo bet scrivet divar he ben gant Moises el lezen, hag a zo bet annonset gant ar brofeted, Jesus, mab Josef, euz a Nazaret. 46 Nathanael a lavaraz dezhan: Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra‐benag a vad? Philip a lavaraz dezhan: Deuz ha gwel. 47 Jesus, o velet Nathanael o tond d’hen kavoud, a lavaraz divar he ben: Setu aman eur gwir Israelit, ha n’euz ket a dromplerez enhan. 48 Nathanael a lavaraz dezhan: A be leac’h ec’h anavezez‐te ac’hanoun? Jesus a respontaz dezhan: Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen‐fiez, e velen ac’hanoud. 49 Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel. 50 Jesus, a respontaz dezhan: Credi a rez, abalamour ma em euz lavaret d’id em boa da velet dindan ar vezen‐fiez; gwelet a ri traou brassoc’h eged ar re‐man. 51 Lavaret a reaz ive dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: A‐viziken e velot an env digor, hag elez Doue o pignad hag o tisken var Mab an den. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society