Hebreed 8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR VIII. 1 Hogen, ar pen‐kenta euz ar pez hon euz lavaret, eo ma hon euz eun hevelep Beleg‐braz, pehini a zo azezet a‐zeo d’an tron euz ar Vajeste en envou, 2 hag a zo Ministr ar sanctuer hag ar gwir dabernacl, pehini a zo bet savet gant an Aotrou, ha nann gant an den. 3 Rag peb beleg‐braz a zo lakeat evit offr donezonou ha sacrifisou; dre‐ze ez eo red da he‐man ive kaoud eun dra‐benag da offr. 4 Rag ma vije‐hen var an douar, na vije ket memeus beleg, o veza ma’z euz beleien pere a offr donezonou hervez al lezen, pere a rent eur c’hult, 5 imach ha skeuden euz an traou celestiel, hervez an urz divin a oe roet da Voises, pa dlie sevel an tabernacl: Bez leun a evez, emezhan, da ober pep tra hervez ar model a zo bet diskouezet d’id var ar menez. 6 Mes breman ar C’hrist hen deuz recevet eur garg excellantoc’h, o veza ma’z eo ar Mediator euz a eun allians gwelloc’h, pehini a zo fontet var bromessaou gwelloc’h. 7 Rag, ma vije bet an allians kenta hep si, na vije ket bet red lakaad unan all. 8 Rag oc’h ober rebechou dezhe, Doue a lavar d’ar Judevien: Setu, dond a rai an deiziou, eme an Aotrou, ma peur‐c’hrin eun allians nevez gant ti Israel, ha gant ti Juda; 9 n’e ket eun allians evel an hini a riz gant ho zadou, en deiz ma crogiz en ho dorn, evit ho zenna euz a zouar an Egypt; rag n’ho deuz ket kendalc’het em allians, hag em euz ho dilezet, eme an Aotrou. 10 Hogen, setu aman an allians a rin gant ti Israel, goude an deiziou‐ze, eme an Aotrou, lakaad a rin va lezennou en ho sperejou hag ho scriva a rin var ho c’halonou. Me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl; 11 hag hini anezhe ne roi mui kelennadurez na d’he nessa na d’he vreur, en eur lavaret: Anavez an Aotrou; rag holl ec’h anavezint ac’hanoun, adaleg ar bihana en ho zouez beteg ar brassa; 12 rag beza e vezin leun a druez e‐kenver ho injustisou, ha n’em bezo mui sonj euz ho fec’hejou, nag euz ho fallenteziou. 13 O komz divarben eun allians nevez, e teu da ziscleria ez eo koz an hini genta; hogen, ar pez a zo deuet da veza ancien hag a zo kosseet a zo dare da vond kuit. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society