Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Hebreed 7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR VII.

1 Rag ar Melkisedec‐man, roue Salem, ha beleg an Doue Souveren, eo a ieaz da zialben Abraham, pa oa o tistrei euz ar brezel en pehini hen doa gounezet var ar rouane, hag a vennigaz anezhan;

2 dezhan ive eo e roaz Abraham an deog euz a gement hen doa gounezet var an inimied. Da genta, Melkisedec a zinifi roue a justis, hag ouz‐pen, he‐man a oa roue Salem, da lavaret eo, roue a beoc’h;

3 bet eo hep tad, hep mam, hep lignez, hep commansamant buez, na fin; o veza bet rentet henvel ouz Mab Doue, e choum beleg da viken.

4 Breman considerit peger braz eo an hini da behini e roaz ar patriarch Abraham an deog euz ar pez hen doa kemeret var an inimied.

5 Hag e‐pad ma rank, hervez al lezen, ar re euz a lignez Levi, pere a ra ar velegiach, sevel an deog var ar bobl, da lavaret eo, var ho breudeur, pere koulskoude a zo deuet euz a groazellou Abraham,

6 Melkisedec, pehini ne oa ket euz ar memeus lignez ganthe, a zavaz an deog var Abraham, hag a vennigaz an hini hen doa ar promessaou.

7 Hogen, ne heller ket dianzav penaos an hini distera eo a vez benniget gant ar brassa.

8 Hag aman, tud hag a dle mervel eo a gemer an deog; mes eno, hervez ma’z eo testeniet, an hini a receo an deog, a zo beo.

9 Ha Levi, pehini a zav an deogou, hen deuz ive ho faeet, koulz lavaret, dre Abraham;

10 rag hen a oa c’hoas en kroazellou he dad, pa zeuaz Melkisedec etrezeg enhan.

11 Ma vije bet eta ar berfection e belegiach Levi (rag ouz ar velegiach‐man eo e sell al lezen roet d’ar bobl), pe seurt ezom a oa ma savje eur beleg all, hervez urz Melkisedec, ha nann hervez urz Aaron?

12 Rag, o veza ma’z eo chenchet ar velegiach, red eo e vez ive eur chenchamant a lezen.

13 Rag an hini, euz a behini ez eo lavaret an traou‐ze, a zo euz a eun tribu all, euz a behini nicun n’hen deuz servichet ouz an aoter.

14 Rag sclear eo penaos hon Aotrou a zo euz a lignez Juda, ha Moises n’hen deuz lavaret netra divarben an tribu‐ze, evit ar pez a zell ar velegiach.

15 Ha kement‐se a zeu da veza c’hoas sclearoc’h, pa zav eur beleg all pehini, evel Melkisedec,

16 a zo bet lakeat en he garg, nann hervez al lezen euz a eur gourc’hemen kigus, mes hervez ar galloud euz a eur vuez ha n’he deuz fin e‐bed,

17 rag rentet hen deuz Doue an desteni‐man: Te a zo beleg da viken, hervez urz Melkisedec.

18 Evel‐se, an ordrenans kenta a zo bet diskaret abalamour d’he zempladurez ha d’ he didalvoudegez;

19 (rag al lezen n’he deuz digasset netra da veza parfet;) mes lakeat ez euz bet en he flas eun esperans gwelloc’h, dre behini e tostaomp ouz Doue.

20 Hag evel n’eo ket bet lakeat Jesus hep le, (rag ar re all a zo bet lakeat da veleien hep le;

21 mes he‐man a zo bet lakeat gant le, gant an hini hen deuz lavaret dezhan: An Aotrou hen deuz touet, ha n’en em dislavaro ket; te a zo Beleg da viken, hervez urz Melkisedec,)

22 evel‐se eo deuet Jesus da veza ar goarant euz a eun allians kalz gwelloc’h.

23 Hag ouz‐pen, bet ez euz eun niver braz a veleien, rag ar maro a vire outhe da choum atao.

24 Mes he‐man, o veza ma choum da viken, hen deuz eur velegiach ha na dremen ket.

25 Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.

26 Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg‐braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou;

27 da behini na vije ket red, evel d’ar veleien‐vraz, offr sacrifisou bemdez, da genta evit he bec’hejou heunan, ha goude evit re ar bobl; rag an dra‐ze hen deuz great eur vech, pa’z eo en em offret he‐unan.

28 Rag al lezen a laka da veleien‐vraz tud hag a zo sempl; mes ar ger euz al le pehini a zo deuet varlerc’h al lezen, a laka ar Mab, pehini a zo bet rentet parfet evit an eternite.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan