Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Hebreed 6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR VI.

1 Rag‐se, o lezel ar principou kenta euz a zoctrin ar C’hrist, baleomp var‐zu ar berfection, hep diazeza a‐nevez ar fondamant euz ar gonversion euz an œuvrou maro, hag euz ar feiz e‐kenver Doue,

2 euz a zoctrin ar badizianchou, euz a astennedigez an daouarn, euz a resurrection ar re varo,

3 hag euz ar varn eternel, ha kement‐se a raimp, mar permet Doue.

4 Rag impossubl eo d’ar re a zo bet eur vech sclerijennet, hag ho deuz tanveet an donezon celestiel, hag a zo bet lakeat da gaoud lod er Spered‐Santel,

5 hag ho deuz tanveet ar gomz vad a Zoue, hag ar puissansou euz an amzer da zond, ha pere a zo deuet da gweza,

6 impossubl eo ho renevezi c’hoas evit ma teuint da gaoud keuz, pa’z eo gwir e crucifiont Mab Doue evithe ho‐unan, ouz hen exposi d’an dismegans.

7 Rag an douar, leuniet gant ar glao o kweza alies varnezhan, hag a brodu yeot mad d’ar re a labour anezhan, a receo bennoz digant Doue.

8 Mes an hini a brodu spern hag askol, a zo reprouvet ha tost da veza milliget; destinet eo da veza devet.

9 Koulskoude, e c’hortozomp euz ho perz, breudeur muiakaret, traou gwelloc’h, hag a gas var‐zu ar zilvidigez, petra‐benag ma komzomp evel‐se.

10 Rag Doue n’ eo ket injust, evit ankounac’haad ho labour, hag an œuvr a garantez hoc’h euz diskouezet evit he hano, pa hoc’h euz sicouret ha pa zicourit ar Zent.

11 Hogen, desiroud a reomp ma teuio pep hini ac’hanoc’h da ziskouez ar memeus aked evit conservi, beteg ar fin, an assurans parfet euz an esperans;

12 evit na deuot ket da veza diegus, mes ma teuot da imita ar re pere dre ar feiz hag ar batianted a zo heritourien euz ar promessaou.

13 Rag, pa reaz Doue ar bromessa da Abraham, o veza na helle ket touat dre eun all brassoc’h, e touaz dreizhan he‐unan, en eur lavaret:

14 E gwirionez, me a gargo ac’hanoud a venediction, hag a gresko meurbed da lignez.

15 Hag evel‐se, o veza gortozet gant patianted, Abraham a recevaz ar bromessa.

16 Hogen, an dud a dou dre an hini a zo brassoc’h egethe, hag ho le, evit assuri eun dra, a laka fin d’ho froces;

17 evel‐se, Doue, dre ma felle dezhan diskouez c’hoas gwelloc’h da heritourien ar bromessa pegen ferm e oa he volontez, a brometaz dre eul le;

18 evit m’hor bezo, dre an daou dra‐ze ha ne chenchont ket, en pere eo impossubl e vije deuet Doue da fazia, m’hor bezo eur gonsolation ferm, ni pere a glask ar peoc’h er bossession ferm euz an esperans a zo lakeat

19 dirazomp, an esperans‐se a zalc’homp evel heor an ene, eun heor sur ha stard, ha pehini a ia adreuz ar voal,

20 e pe leac’h eo antreet Jesus evidomp, evel o tigeri an hent deomp, o veza bet great Beleg‐braz da viken, hervez urz Melkizedec.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan