Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Hebreed 13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XIII.

1 Ra bado ar garantez etre ar breudeur.

2 Na ankounac’hait ket rei digemer mad d’an dud a‐ziaveaz; rag dre eno hinienou ho deuz digemeret elez, heb hen gouzout.

3 Dalc’hit sonj euz ar brizonerien, evel pa vec’h er chadennou assambles ganthe; hag euz ar re a zo gwall‐dretet, evel pa vijec’h c’houi hoc’hunan en ho c’horfou.

4 Ra vezo ar briedelez henoret gant an holl, hag ar gwele disouillet; rag Doue a varno an dud libertin hag an avoultrerien.

5 Ra vezo ho puez dinam a avaristed; bezit contant gant ar pez hoc’h euz; rag Doue he‐unan hen deuz lavaret: Na zilezin ket ac’hanoud, ha ne abandonin ket ac’hanoud.

6 En hevelep doare ma c’hellomp lavaret gant assurans: An Aotrou a zo va zicour, ha n’em bezo ket a aoun; petra a hell an den ober d’in‐me?

7 Ho pezit sonj euz ho renerien, pere ho deuz prezeget deoc’h ger Doue, hag en eur gonsideri ar fin euz ho buez, heullit ho feiz.

8 Jesus‐Christ a zo ar memeus hini, deac’h hag hirio, ha da viken.

9 N’en em lezit ket da veza troet ha distroet gant pep seurt doctrin estranjour; rag mad eo e vez ar galon krenveet dre ar c’hras ha nann dre c’hourc’hemenou divarben ar boued da zibri, gourc’hemenou ha n’ho deuz great vad e‐bed d’ar re ho deuz heulliet anezhe.

10 Ni hon euz eun aoter euz a behini ar re a zervich en tabernacl n’ho deuz ket ar galloud da zibri.

11 Corfou an anevaled euz a bere ar goad a vez kasset d’al leac’h santel gant ar beleg‐braz, evit ar pec’hed, a vez devet er meaz euz a leur‐gear.

12 Dre‐ze Jesus ive, evit santifia ar bobl dre he oad he‐unan, hen deuz souffret en diaveaz a gear.

13 Deomp eta er meaz euz a leur‐gear, evit mond d’he gaoud, o tougen he zismegans.

14 Rag n’hon euz kear peurbadus e‐bed var an douarman, mes klask a reomp an hini da zond.

15 Offromp eta heb ehan da Zoue, dre Jesus, eur sacrifis a veuleudi, da lavaret eo, ar frouez euz muzellou hag a anzav he hano.

16 Ha na ankounac’hait ket ober vad ha rei euz ho tanvez; rag ar seurt sacrifisou‐ze a blij da Zoue.

17 Sentit ouz ho renerien ha plegit dezhe, rag ar re‐ze a ziwall hoc’h eneou, evel tud hag a dle renta count anezhe, evit ma c’hellint hen ober gant joa ha n’e ket en eur huanadi; rag an dra‐ze a vezfe domajus evidoc’h.

18 Pedit evidomp, rag ni a gred penaos hon euz eur goustians vad, o teziroud en em gundui ervad en pep tra.

19 Hag hoc’h exhorti a ran d’hen ober gant sul‐vui a nerz, evit ma vezin rentet deoc’h kentoc’h a ze.

20 Hogen, ra zeuio Doue ar peoc’h, pehini hen deuz digasset adare euz a‐douez ar re varo hon Aotrou Jesus, ar Pastor Souveren euz an denved, dre ar goad euz eun allians eternel,

21 da renta ac’hanoc’h parfet en peb œuvr vad, ma reot he volontez, oc’h ober he‐unan enoc’h ar pez a zo agreabl dirazhan, dre Jesus‐Christ, da behini ar gloar da viken! Amen.

22 Me ho ped, breudeur, da zupporti ar gomz‐man a exhortation; rag en ber gomzou em euz scrivet deoc’h.

23 Gouzoud a rit penaos hor breur Timoteus a zo bet lakeat en liberte; mar teu hep‐dale, e velin ac’hanoc’h assambles ganthan.

24 Saludit hoc’h holl renerien, hag an holl Zent. Ar re euz an Itali a zalud ac’hanoc’h.

25 Ra vezo ar c’hras ganeoc’h holl! Amen.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan