Hebreed 12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR XII. 1 Evel‐se eta, pa’z eo gwir ez euz en‐dro deomp eun niver ker braz a destou, o teuler kuit diouzomp pep beac’h hag ar pec’hed a zeu ken eazet d’ hon luya, kendalc’homp da redec ar redadec a zo digor dirazomp; 2 o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue. 3 Rag‐se, considerit ervad an hini hen deuz gouzanvet eun hevelep enebiez a‐berz ar bec’herien, evit ne gwezot ket, o lezel hoc’h eneou da zemplaad. 4 C’houi n’hoc’h euz ket c’hoas stourmet beteg ar goad, o combatti a‐enep ar pec’hed. 5 Hag hoc’h euz ankounac’heet an exhortation a zo bet roet deoc’h, evel da vugale: Va mab, na zisprij ket punition an Aotrou, ha na goll ket a gourach, pa zeu da repren ac’hanoud; 6 rag an Aotrou a gastiz an hini a zo karet ganthan, hag a sko gant gwialennou var an hini a zo anavezet ganthan evit he vab. 7 Mar gouzanvit ar bunition, Doue en em ziskouez deoc’h, evel da vugale dezhan; rag piou eo ar mab ha na vez ket punisset gant he dad? 8 Mes mar bezit exant euz ar bunition a behini an holl ho deuz lod, neuze eta ez oc’h bastarded, he nann bugale legitim. 9 Ouz‐pen‐ze, hon tadou hervez ar c’hig ho deuz punisset ac’hanomp, ha koulskoude hon euz bet respet evithe: ha na vezimp‐ni ket kalz sentussoc’h ouz Tad ar sperejou, evit gallout kaoud ar vuez? 10 Rag hon tadou a bunisse ac’hanomp evit eun neubeud deiziou, evel ma kavent mad; mes Doue a gastiz ac’hanomp evit hor brassa mad, evit m’hor bezo lod en he zantelez. 11 Gwir eo penaos pep punition a zeblant, er momant ma vez roet, beza eur sujet a dristidigez, ha nann eur sujet a joa; mes goude, e teu da rei, er peoc’h, eur frouez a justis evit ar re a vez bet evel‐se amprouvet. 12 Krenvait eta ho taouarn dinerzet, hag ho taoulin pere a zo sempleet; 13 ha grit eun hent eün d’ho treid, evit n’ez ai ket ar pez a zo kam divar an arouden, mes kentoc’h ma vezo pareet. 14 Klaskit ar peoc’h gant an holl, hag ar zantelez, hep pehini na velo den an Aotrou; 15 o lakaad evez ne deufe den d’en em briva euz a c’hras Doue; ha ne deufe eur c’hrizien c’houero‐benag, o sevel, da veza kiriec a drubuil deoc’h, ha da lakaad meur a hini da veza saotret ganthi; 16 hag o tiwall na vez den avoultr, na profan e‐bed evel Esaü, pehini, evit eur pred‐boued hep‐ken, a verzaz he zroed a vab hena. 17 Rag anaoud a rit penaos goude‐ze, pa fellaz dezhan herita euz ar venediction, e oe reprouvet, rag ne hellaz ket distrei ar pez a oa bet great, petra‐benag ma her goulennaz gant daelou. 18 Hogen, c’houi n’oc’h ket bet tosteet ouz ar menez a helle beza touchet gant an dorn, hag a oa an tan en‐dro dezhan, nag ouz ar goabren deo, nag ouz an devalijen, nag ouz an tempest, 19 nag ouz an drompil skiltrus, nag ouz trouz ar c’homzou, eun drouz ker braz ma teuaz ar re her c’hleve, da bedi, evit ne vije mui adresset ar gomz dezhe. 20 Rag ne oant ket evit supporti an urz‐man: Mar deu memeus eun aneval da douch ouz ar menez, e vezo lazet a daoliou mein, pe c’hoas e vezo treuzet gant eur flem. 21 Ha ken heuzus e oa ar pez en em ziskoueze, ma lavaraz Moises: Krena a ran, hag ez oun spountet‐holl. 22 Mes c’houi a zo tosteet ouz menez Sion, ouz kear an Doue beo, ar Jerusalem celestiel, ouz ar milierou a elez, 23 ouz an assemble hag ouz Iliz ar re genta‐ganet, scrivet ho hano en env, ouz eur barner pehini a zo Doue an holl, ouz sperejou ar re just deuet da veza parfet, 24 hag ouz Jesus, Mediator an allians nevez, hag ouz ar goad skulliet, pehini a lavar gwelloc’h traou eged hini Abel. 25 Likit evez na rafec’h disprij var an hini a gomz ouzoc’h; rag mar n’ho deuz ket gallet ar re a rea disprij var an hini ho c’helenne var an douar a‐berz Doue, tec’hel kuit, diessoc’h c’hoas e vezo deomp‐ni tec’hel pa droomp kein d’an hini a gomz euz an env; 26 ar vouez euz a behini neuze a lakaz an douar da grena, ha pehini breman hen deuz great ar bromessa‐man, en eur lavaret: Eur vech c’hoas e lakin da grena, nann an douar hep‐ken, mes ive an env. 27 Hogen, ar c’homzou‐man: C’hoas eur vech, a verk ar fin euz an traou a hell beza chenchet, e kement ha ma’z int bet great, evit ma choumo ar re ne chenchont ket. 28 Abalamour da ze, o cregi er rouantelez ha na hell ket beza chenchet, dalc’homp ar c’hras, evit ma c’hellimp dreizhi servicha Doue en eun doare hag a blijo dezhan gant respet ha gant doujans; 29 rag hon Doue a zo ive eun tan hag a zev. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society