Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Hebreed 11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR XI.

1 Hogen ar feiz a zo eur gortoz leun a fizians euz an traou a esperer, ar breuven sclear euz an traou na veler ket.

2 Rag dreizhan ho deuz kavet hon tadou‐koz euz desteni vad.

3 Dre ar feiz eo ec’h ouzomp ez eo bet great ar bed gant ger Doue; en hevelep doare ma n’eo ket bet great an traou a veler, gant traou hag a heller da velet.

4 Dre ar feiz, Abel a offraz da Zoue eur sacrifis gwelloc’h eged hini Caïn; abalamour d’he feiz e oe kavet just, Doue o renta testeni d’he offransou; ha petra‐benag ma’z eo maro, dre ar feiz‐ze e komz c’hoas.

5 Dre ar feiz, Henoc a oe savet ouz an douar evit na velje ket ar maro, ha na oe mui kavet, abalamour m’hen doa Doue savet anezhan; rag araog ma oa bet savet, hen doa bet an desteni da veza bet plijet da Zoue.

6 Hogen, heb ar feiz na hell den plijoud da Zoue, rag red eo d’an hini a dosta ouz Doue, credi ez euz eun Doue, hag e teui Doue da recompansi ar re a glask anezhan.

7 Dre ar feiz, Noe, o veza bet berzet gant Doue euz an traou na hallent ket c’hoas beza gwelet, a oe karget a zoujans, hag a reaz eun arc’h, evit savetei he famill; dreizhi e condaonaz ar bed, hag e teuaz da veza heritour euz ar justis a zo hervez ar feiz.

8 Dre ar feiz, Abraham, pa oe galvet, a zentaz, evit mond d’ar vro a dlie da gaoud en heritach, hag a ieaz en hent, hep gouzoud da be leac’h ez ea.

9 Dre ar feiz, e choumaz en douar a oa bet prometet dezhan, evel en eun douar estranjour, o loja en tantennou, gant Isaac ha Jacob, kenheritourien euz ar memeus promessa.

10 Rag en gortoz e oa euz ar gear he deuz fondationou, ar gear euz a behini Doue he‐unan eo ar fondator hag ar mestr‐maçoner.

11 Dre ar feiz ive, Sara a recevaz ar galloud da gaoud eur mab, hag hen ganaz, en despet d’he oad avanset, abalamour ma credaz e oa fidel an hini hen doa great ar bromessa.

12 Evel‐se euz a eun den, hag a oa dija dinerzet gant an oad, ez euz ganet eun niver braz, ken alies a zen hag a stereden a zo en env, hag a c’hreunen treaz a zo var bord ar mor, pere na hell den ho c’hounta.

13 Ar re‐ze holl a zo bet marvet er feiz, hep beza recevet an traou prometet, mes goude beza ho gwelet a‐ziabell, ho deuz ho c’hredet, hag ho digemeret, goude beza anzavet penaos e oant estranjourien ha beajourien var an douar.

14 Rag ar re a gomz evel‐se, a ziskouez sclear e klaskont ho bro.

15 Rag, mar ho divije dalc’het sonj euz ar vro a behini e oant deuet, ho divije bet amzer da zistrei di;

16 mes breman e c’hoantaont eur vro gwelloc’h, da lavaret eo, eur vro celestiel; dre‐ze Doue n’hen deuz ket a vêz o veza galvet ho Doue; rag preparet hen deuz eur gear evithe.

17 Dre ar feiz, Abraham, o veza amprouvet, a offraz Isaac; an hini hen doa recevet ar promessaou, a offraz memeus he vab unic,

18 divarben pehini e oa bet lavaret: En Isaac eo e vezo galvet da lignez‐te;

19 o veza sonjet e oa Doue galloudec d’hen sevel zo‐ken a‐douez ar re varo: hag en gwirionez, hen receo a reaz a‐nevez, evel ma vije bet resussitet en eun doare‐benag.

20 Dre ar feiz, Isaac a vennigaz Jacob hag Esaü en gwêl euz an traou da zond.

21 Dre ar feiz, Jacob, o vervel, a vennigaz pep hini euz a vibien Josef, hag ec’h adoraz, ouz en em harpa var ben he vaz.

22 Dre ar feiz, Josef, oc’h echui he vuez, a gomzaz divarben ar bobl a Israel, a dlie sortial euz an Egypt, hag a roaz urzou divarben he eskern.

23 Dre ar feiz, Moises, o veza ganet, a oe kuzet e‐pad tri mis gant he dud, dre ma veljont e oa kaer ar bugel; ha n’ho doe ket a aoun rag gourc’hemen ar roue.

24 Dre ar feiz, Moises, pa oe deuet da veza braz, a refusaz beza galvet mab da verc’h Pharaon;

25 o karout kentoc’h beza gwall‐dretet assambles gant pobl Doue, eged jouissa evit eur pennadic euz a blijadurezou ar pec’hed;

26 oc’h estimoud e oa dismegans ar C’hrist brassoc’h pinvidigez eged tenzoriou an Egypt, rag sellet a rea ouz ar recompans.

27 Dre ar feiz eo, e lezaz an Egypt, hep kaoud aoun rag coler ar roue; rag en em zerc’hel a reaz ferm, evel pa velje an hini a zo invisibl.

28 Dre ar feiz, e reaz ar Pask, hag e skulliaz ar goad, evit na deuje ket an eal a zistruje ar vugale kenta‐ganet da douch ouz re an Israelited.

29 Dre ar feiz, a treuzjont ar Mor ruz evel dre eun hent seac’h; pa glaskaz an Egyptianed tremen ive, e oent beuzet er mor.

30 Dre ar feiz, e kwezaz mogeriou Jerico, goude ma oe bet great an dro dezhe e‐pad seiz devez.

31 Dre ar feiz, na oe ket distrujet Rahab, ar gourtizanes, assambles gant ar re dizent, abalamour m’he doa digemeret ar spierien en peoc’h.

32 Ha petra a livirin‐me ouz‐pen? Rag an amzer a vankfe d’in, evit komz euz a Gedeon, euz a Varac, euz a Samson, euz a Jephte, euz a Zavid, euz a Samuel, hag euz ar brofeted;

33 pere, dre ar feiz, ho deuz trec’het rouantelezou, ho deuz rentet ar justis, ho deuz bet ar madou prometet, ho deuz serret ho genou d’al leoned,

34 ho deuz mouget nerz an tan, ho deuz tec’het diouz lem ar c’hleze, a zo bet pareet euz ho c’hlenvejou, a zo bet galloudec er brezel, ho deuz lakeat an armeou estranjour da dec’hel kuit.

35 Gragez ho deuz adkavet ho zud varo dre ar resurrection; ha re all a zo bet merzeriet, pa ne felle ket dezhe beza delivret, evit gallout kaoud eur resurrection gwelloc’h;

36 re all a zo bet amprouvet gant goaperezou ha skourjezou; ha memeus dre chadennou ha dre brizon:

37 meinet int bet, eskennet int bet, amprouvet int bet, lazet int bet gant ar c’hleze, mond a reant aman hag a‐hont, gwisket gant krec’hen denved ha krec’hen gevri, en dienez a bep tra, persecutet, ha gwall‐dretet;

38 (int euz a bere ar bed ne oa ket dign;) o vale en dezertchou hag er meneziou, er c’havernou hag en toullou an douar.

39 Hag ar re‐ze holl, o veza bet eun desteni vad dre ho feiz, n’ho deuz ket gallet kaoud ar madou prometet;

40 rag Doue hen deuz pourveet eun dra‐benag gwelloc’h evidomp‐ni, evit na vijent ket rentet parfet hepdomp‐ni.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan