Galated 5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR V. 1 Rag‐se choumit stard el liberte gant pehini hen deuz ar C’hrist rentet ac’hanoc’h libr, ha n’en em likit ket a‐nevez dindan yeo an esclavach. 2 Me, Paol, a lavar deoc’h, penaos mar lakit circoncisa ac’hanoc’h, ar C’hrist na dalvezo deoc’h da netra. 3 Ha testenia a ran ouz‐pen da gement den a laka circoncisa anezhan, e rank derc’hel al lezen pen‐da‐ben. 4 Dispartiet oc’h ouz ar C’hrist, c’houi holl pere a glask en em justifia dre al lezen, kwezet oc’h e‐meaz euz ar c’hras. 5 Rag, evidomp‐ni a zo, dre ar Spered, en gortoz euz an esperans da veza justifiet dre ar feiz. 6 Rag er C’hrist Jesus ar circoncision na dal netra nag an dicirconcision ken neubeud, mes ar feiz hag a labour dre ar garantez. 7 Redec a reac’h ervad, piou hen deuz harzet ac’hanoc’h, ma na zentit mui ouz ar wirionez? 8 An ali‐ze na zeu ket euz an Hini hen deuz ho kalvet. 9 Eun tammic goell a laka an toaz holl da c’hoi. 10 Fizians em euz divar ho pen, dre an Aotrou, ne zonjfet ket otramant; mes an hini a droubl ac’hanoc’h, piou‐benag eo, a ranko dougen ar beac’h euz a gement‐se. 11 Evidoun‐me, breudeur, mar prezegan c’hoas ar circoncision, perag e persecuter c’hoas ac’hanoun? Distrujet eo ar scandal euz ar groaz! 12 Plijet gant Doue ma vije lammet kuit ar re a deu d’ho troubli! 13 Breudeur, galvet oc’h bet d’al liberte; mes diwallit, var digarez al liberte‐ze, da veva hervez ar c’hig; mes deuit da blega an eil d’egile dre garantez. 14 Rag al lezen holl a zo en eur gomz hep‐ken, houman: Karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan. 15 Mes mar deuit da gregi gant ho tent, ha d’en em zevori an eil egile, diwallit ne deufec’h da veza distrujet an eil gant egile. 16 Me a lavar eta: Baleit hervez ar Spered, ha na gontantit ket c’hoantegeziou ar c’hig. 17 Rag ar c’hig hen deuz c’hoantaennou control d’ar Spered, hag ar Spered, hen deuz ive control d’ar c’hig, hag an eil a stourm euz egile; en hevelep doare na rit ket an traou a fellfe deoc’h da ober. 18 Mar d’och renet gant ar Spered, n’emoc’h ket dindan al lezen. 19 Hogen, oberou ar c’hig a zo anat, hag an oberou‐ze a zo: an avoultriach, al libertinach, al louzdoni, al lubricite, 20 an idolatriach, ar sorcelach, ar gassoni, an disput, ar jalouzi, ar goler, an emgannou, an divisionou, an hereziou, 21 an anviou, al lazerezou, ar vezventiou, an dirollou, hag an traou all euz ar seurt‐se. Lavaret a ran deoc’h en avans, evel ma em euz ive lavaret dija, penaos ar re a ra ar seurt traou‐se, na heritint ket rouantelez Doue. 22 Mes frouez ar Spered eo, ar garantez, ar joa, ar peoc’h, ar batianted, ar vadelez, ar garantez evit ar mad, ar fidelite, an dousder, an demperans; 23 al lezen n’ema ket a‐enep an traou‐ze. 24 Hogen, ar re a zo d’ar C’hrist ho deuz crucifiet ar c’hig gant he wall‐viçou hag he wallioulou. 25 Mar bevomp dre ar Spered, baleomp ive dre ar Spered. 26 Diwallomp da glask ar gloar vên, an eil o klask beza treac’h var egile, hag o veza leun a anvi an eil e‐kenver egile. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society