Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Galated 4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR IV.

1 Hogen, me a lavar penaos, keit ha ma’z eo an heritour eur bugel, ez eo henvel en pep tra ouz eun esclav, petra‐benag ma’z eo mestr var pep tra;

2 mes choum a ra dindan renerien ha culatored, beteg an amzer merket gant an tad.

3 Evel‐se ive ni, pa oamp bugale, e oamp en esclavach dindan kenta genteliou ar bed.

4 Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen,

5 evit prena ar re a oa dindan al lezen, evit ma teujemp da veza bugale a adoption.

6 Hag, abalamour ma’z oc’h bugale, Doue hen deuz digasset Spered he Vab en ho calonou, hag ar Spered‐se a gri: Abba, O Tad!

7 Dre‐ze n’oud ken eun esclav, mes eur mab, ha mar d’oud eur mab, ez oud ive heritour da Zoue dre ar C’hrist.

8 Mes en amzer‐ze, evit‐gwir, dre ne anavezec’h ket Doue, e servichec’h doueou ha n’int ket doueou dre ho natur.

9 Ha breman pa hoc’h euz anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit‐hu c’hoas d’ar c’henta genteliou dister ha paour‐ze, da bere e fell deoc’h plega a‐nevez?

10 Miret a rit gant aked an deiziou, ar miziou, an amzeriou hag ar bloaveziou.

11 Aoun em euz evidoc’h, n’em befe labouret en hoc’h andred, ha kollet va foan.

12 Breudeur, me ho ped, bezit evel‐d’oun, rag me ive a zo eveldoc’h. N’hoc’h euz great gaou e‐bed ouzin;

13 hag anaoud a rit penaos em euz prezeget deoc’h an Aviel araog breman er zempladurez euz ar c’hig;

14 ha n’hoch euz ket va disprizet, na va zaolet diouzoc’h, abalamour ma’z oun amprouvet evel‐se em c’hig; mes digemeret oc’h euz ac’hanoun evel eun eal a‐berz Doue, evel Jesus‐Christ he‐unan.

15 Petra eta a rea neuze hoc’h eürusted? Rag me a ro testeni deoc’h penaos ma vije bet possubl deoc’h, ho pije tennet euz ho pen ho taou‐lagad hoc’h‐unan, ha roet anezhe d’in‐me.

16 Ha deuet oun‐me eta da veza enebour deoc’h, en eur lavaret deoc’h ar wirionez?

17 Sourci ho deuz evidoc’h; mes n’eo ket gant lealded: er c’hontrol, c’hoant ho deuz d’ho tistaga diouzimp, evit ma vezoc’h leun a c’hoantegez‐vad evithe.

18 Hogen, mad eo beza leun a volontez‐vad evit ar pez a zo mad, e peb amzer, ha nann hep‐ken pa vezan prezant en ho touez.

19 Va bugaligou, evit pere e santan c’hoas ar poaniou a vez o c’henel bugale, ken a vezo formet ar C’hrist enoc’h;

20 karoud a rajen beza breman assambles ganeoc’h, ha chanch va langach; rag eur gwall zourci em euz divar ho pen.

21 Livirit d’in, c’houi pere a fell deoc’h beza dindan al lezen, ha na gomprenit‐hu ket al lezen?

22 Rag scrivet eo, penaos Abraham hen deuz bet daou vab; unan euz ar plac’h‐esclav, hag egile euz ar vreg‐libr.

23 Mes an hini a oa euz ar plac’h‐esclav a oe ganet hervez ar c’hig; hag hini ar vreg‐libr a oe ganet dre vertuz ar bromessa.

24 An traou‐ze a zo eun imach; rag an diou vaouez‐ze a zo diou allians, unan euz a venez Sina, hag a c’han esclaved, hag honnes eo Agar.

25 Rag an Agar‐ze eo menez Sina, en Arabi, ha represanti a ra ar Jerusalem avreman, pehini, evel ma velomp, a zo en esclavach gant he bugale;

26 mes ar Jerusalem, a zo euz an env, a zo libr, hag honnes eo hor mam‐ni holl.

27 Rag scrivet eo: Kemer levenez, maouez difrouez, te pehini n’az poa ket a vugale, sav da vouez, ha cri a bouez‐pen, te pehini n’oud ket bet en poan a vugale; rag an hini a oa dilezet, he devezo muioc’h a vugale, eged an hini he doa ar pried.

28 Hogen ni, breudeur, evel Isaac, a zo bugale ar bromessa.

29 Mes evel ma c’hoarvezaz neuze, ma teuaz an hini a oa ganet hervez ar c’hig da bersecuti an hini a oa ganet hervez ar Spered, evel‐se e c’hoarvez breman.

30 Mes petra a lavar a Scritur? Kas kuit ar plac’h esclav hag he mab; rag mab ar plac’h esclav na herito ket assambles gant mab ar vreg‐libr.

31 Hogen, breudeur, n’omp ket bugale ar plac’h esclav, mes bugale ar vreg‐libr.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan