Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Filipiz 4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR IV.

1 Dre‐ze, va breudeur ker ha deziret meurbed, va joa ha va c’hurunen, choumit stard evel‐se en Aotrou, va breudeur muia‐karet.

2 Me a bed Evodias, hag a bed Sintyke, da gaoud ar memeus santimant en Aotrou.

3 Pedi a ran ac’hanoud‐te ive, va c’hen‐labourer gwirion, da zicour ar gragez‐ze; labouret ho deuz assambles ganen evit an Aviel, koulz ha Clement hag ar re all euz va c’hen‐labourerien, a bere an hanoiou a zo el levr a vuez.

4 En em rejouissit bepred en Aotrou; hen lavaret a ran c’hoas: En em rejouissit.

5 Ra vezo anavezet ho tousder gantan holl dud. An Aotrou a zo tost.

6 Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, hag ar peoc’h a Zoue,

7 pehini a dremen peb ententamant, a ziwallo ho calonou hag ho sonjezonou en Jesus‐Christ.

8 A‐hend‐all, breudeur, ravezo occupet ho sperejou gant kement a zo gwir, kement a zo honest, kement a zo just, kement a zo pur, kement a zo dign a garantez, kement a zo a vrud vad, hag a zo enhan eur vertuz‐benag, hag a zo dign a veuleudi; ra vezo occupet ho sperejou gant an holl draou‐ze.

9 Ho desket hoc’h euz ive, ho recevet hag ho c’hlevet ganen‐me, hag ho gwelet hoc’h euz enoun‐me. Grit an traou‐ze, ha Doue ar peoc’h a vezo ganeoc’h.

10 Hogen, braz eo bet va joa en Aotrou, o veza m’hoc’h euz lakeat da renevezi ho karantez evidoun; evit gwir e sonjec’h enoun, mes an occasion a vanke deoc’h.

11 Na lavaran ket kement‐se abalamour d’am dienez; rag desket em euz beza contant euz ar stad en pehini en em gavan.

12 Gouzoud a ran beza en eur stad izel, gouzoud a ran ive beza en abondans; en holl ha dre holl em euz desket beza rassaziet ha kaoud naoun; beza en abondans, ha beza en dienez.

13 Gallout a ran pep tra dre ar C’hrist, pehini a ro nerz d’in.

14 Koulskoude mad hoc’h euz great kemer lod ganen em affliction.

15 Gouzout mad a rit ive, Philippied, penaos goude ma oat commanset da brezey an Aviel, pa c’hiz kuit euz a Vacedonia, Iliz e‐bed n’he doa roet d’in, ha na receviz netra, nemed digant hoc’h hini;

16 hamemeus, pa oann en Thessalonika, hoc’h euz digasset d’in eur vech, ha zo‐ken diou vech, peadra evit va ezomou.

17 N’e ket ma klaskfen presanchou, mes klask a ran lakaad da greski ar frouez a dleit da gaoud euz a gement‐se.

18 Hogen, recevet em euz pep tra, hag emoun en abondans; karget oun bet a vadou, o receo digant Epaphroditus ar pez hoc’h euz digasset d’in, evel eur baum a c’houez‐vad, eur sacrifis digemeret gant Doue, hag agreabl dezhan.

19 Ha va Doue a bourveo ive d’hoc’h holl ezomou, hervez he binvidigezou, gant gloar, en Jesus‐Christ.

20 Hogen, da Zoue, hon Tad, ra vezo ar gloar euz an eil kanvet d’egile! Amen.

21 Saludit an holl Zent en Jesus‐Christ; ar breudeur a zo ganen a salud ac’hanoc’h.

22 An holl Zent a zalud ac’hanoc’h, ha dreist‐holl ar re a zo euz a diegez Cezar.

23 Ra vezo gras hon Aotrou Jesus‐Christ ganeoc’h holl! Amen.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan