Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Filipiz 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR II.

1 Mar d’euz eta eur gonsolation‐benag er C’hrist, eur soulajamant‐benag er garantez, eur gommunion‐benag er Spered, mar d’euz eur gompassion hag eun drugarez‐benag,

2 lakit va joa da veza parfet, o veza a‐unan etrezoc’h, o kaoud ar memeus karantez, ar memeus ene, ar memeus santimant;

3 na rit netra dre zisput; na dre fougeerez; mes ra zeuio peb hini ac’hanoc’h da gonsideri ar re all, dre humilite, evel gwelloc’h egethan he‐unan.

4 Na zellit ket pep hini ac’hanoc’h ouz hoc’h interest hoc’h‐unan, mes ive ouz hini ar re all.

5 Bezit enoc’h ar memeus santimanchou evel Jesus‐Christ,

6 pehini o veza en doare eun Doue, n’hen deuz ket klasket evel eur preiz da dapout, beza par da Zoue;

7 mes en em divisket eo bet heunan, en eur gemer doare eur servicher, o tond da veza henvel ouz an dud;

8 hag, o veza kemeret form eun den, ez eo en em izeleet, o tond da veza sentus beteg ar maro, ha zo‐ken maro ar groaz.

9 Abalamour da ze ive, Doue hen deuz hueleet meurbed anezhan, hag hen deuz roet dezhan eun hano hag a zo dreist pep hano;

10 evit ma teuio peb glin da blega en hano Jesus, en env, ha var an douar, ha dindan an douar,

11 ha ma teuio pep teod da anzav penaos Jesus‐Christ eo an Aotrou, evit gloar Doue an Tad.

12 Dre‐ze, va breudeur muiakaret, evel ma hoc’h euz sentet a‐viskoas, nann hep‐ken evel em frezans, mes breman kalz muioc’h pa’z oun pell diouzoc’h, labourit evit ho silvidigez gant aoun, hag en eur grena;

13 rag Doue eo a ro deoc’h ar volontez hag ar galloud, evel ma plij ganthan.

14 Grit pep tra heb murmuri hag heb disput;

15 evit ma viot direbech, heb tarch e‐bed, bugale da Zoue, didamal e‐kreiz eur raç corrompet ha fallacr, etouez pere e lugernit evel goulou er bed, o tigas enhan ar gomz a vuez;

16 en hevelep doare ma c’hellin, en dervez ar C’hrist, en em c’hlorifia, dre n’am bezo ket redet, na labouret en vên.

17 Ha memeus mar deu va goad da veza skulliet var ar sacrifis hag an œuvr euz ho feiz, em euz joa a gement‐se, hag en em rejouissa a ran ganeoc’h holl.

18 C’houi ive evel‐se, kemerit levenez, hag en em rejouissit assambles ganen.

19 Hogen esperoud a ran, en Aotrou Jesus‐Christ, e kassin hep‐dale Timoteus d’ho kavoud, evit m’am bezo ive courach, o klevet deuz ho kelou.

20 Rag n’am euz den hag a vez ken accord ganen, evit kemer sourci a‐walc’h euz ar pez a zell ouzoc’h;

21 rag holl e klaskont ho interest ho‐unan, ha nann hini Jesus‐Christ.

22 Gouzoud a rit ez eo bet amprouvet, pa’z eo gwir ez eo en em lakeat assambles ganen e servich an Aviel, evel eur bugel gant he dad.

23 Esper em euz eta d’hen kas d’ho kavout kerkent ha m’em bezo gwelet e pe stad ema va afferou;

24 ha beza em euz fizians en Aotrou, penaos e teuin ive va‐unan hep‐dale.

25 Mes sonjet em euz koulskoude e oa red kas deoc’h Epaphroditus, va breur, va c’hen‐labourer, ha va c’hompagnon a‐vrezel, an hini a zo kannad deoc’h, hag hen deuz va zicouret em ezomou;

26 rag eur c’hoant vraz hen doa d’ho kwelet holl, ha poan vraz a rea ganthan ho poa klevet e oa bet klanv.

27 Klanv eo bet, en gwirionez, ha darbet dezhan mervel; mes Doue hen deuz bet truez outhan; ha n’e ket outhan hep‐ken, mes ive ouzin‐me, evit n’am bije ket tristidigez var dristidigez.

28 Kasset em euz eta anezhan gant kalz a hast, evit m’ho pezo joa ouz hen gwelet, ha m’am bezo va‐unan neubeutoc’h a dristidigez.

29 Digemerit eta anezhan en Aotrou gant pep levenez, ha diskouezit eun istim vraz evit ar seurt tud‐se.

30 Rag bet eo tost d’ar maro evit œuvrar C’hrist, o veza lakeat he vuez en danjer, evit gallout renta d’in ar zervich ne oac’h ket hoc’h‐unan evit renta.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan