Filipiz 1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR I. 1 Paol ha Timoteus, servicherien Jesus‐Christ, d’an holl zent en Jesus‐Christ, pere a zo en Philippos, d’an eskibien ha d’an diaconed: 2 Gras ha peoc’h deoc’h digant Doue hon Tad, ha digant Jesus‐Christ hon Aotrou! 3 Renta a ran grasou d’am Doue, ken alies ha ma teu sonj d’in ac’hanoc’h; 4 o pedi evidoc’h holl bepred gant joa em holl bedennou, 5 abalamour d’ho karantez holl assambles evit an Aviel, abaoe an deiz kenta bete vreman; 6 o kaoud ar greden ferm penaos an Hini hen deuz commanset an œuvrvad‐se enoc’h, a blijo ganthan he feur‐ober bete deiz Jesus‐Christ. 7 Hadleeteo d’in kaoud ar zantimant‐se ac’hanoc’h‐hu holl, rag, em liammou, hag en difen hag er gonfirmation euz an Aviel, ez oc’h em c’halon, c’houi holl pere hoc’h euz lod ganen er c’hras a zo roet d’in. 8 Rag Doue a zo test d’in pegement e karan ac’hanoc’h holl a‐greiz calon en Jesus‐Christ. 9 Hag ar pez a c’houlennan, eo ma cresko ho karantez mui‐ouz‐mui en gwiziegez hag en pep skiant; 10 evit ma c’hellot, e pep tra, anaoud petra eo ar gwella, evit ma veot pur ha direbech evit dervez ar C’hrist, 11 o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus‐Christ, evit gloar ha meuleudi Doue. 12 Koulskoude, breudeur, e fell d’in e ouefac’h penaos, kement a zo c’hoarvezet ganen, a zo troet kentoc’h evit avansamant an Aviel; 13 en hevelep doare m’az eo deuet va liammou, dre Jesus‐Christ, da veza brudet er pretouar hag e leac’h all, dre holl; 14 ha penaos an darn vraz euz ar breudeur en Aotrou, o veza bet rentet calounec dre va liammou, a gred prezeg ar gomz hardizoc’h, hag heb aoun. 15 Beza ez euz lod, evit gwir, hag a brezeg ar C’hrist dre anvi ha dre zisput; ha lod all her gra gant karantez. 16 Darn a brezeg ar C’hrist gant ar c’hoant da gontesti, heb lealded, o sonjal creski va foan em liammou; 17 mes ar re all her gra dre garantez, o c’houzout penaos ez oun lakeat evit difen an Aviel. 18 Ha fors a zo? en pe feçon‐benag ma vez, pe dre eur zeblant a garantez, pe en gwirionez, ar C’hrist a zo prezeget; hag en em rejouissa a ran, hag en em rejouissa a rin c’hoas a gement‐se. 19 Rag gouzoud a ran penaos kement‐se, a droio d’am zilvidigez dre ho pedennou, ha dre ar zicour euz a Spered Jesus‐Christ, 20 hervez ar pez a c’hortozan ferm, hag an esperans em euz penaos, na vezin ket mezekeet e tra e‐bed, mes penaos, gant peb assurans, ar C’hrist pehini a zo bet a viskoas glorifiet em c’horf, a vezo c’hoas glorifiet breman, pe dre va buez, pe dre va maro. 21 Rag evidoun‐me, ar C’hrist eo va buez, hag ar maro a zo eur c’hounidegez evidoun. 22 Hogen, na ouzon ket ha mad ez eo d’in, evit va labour, beva er c’hig, na petra a dlean c’hoantaad. 23 Rag gwasket oun a bep tu, o veza ma em euz c’hoant da guitaad ha da veza assambles gant ar C’hrist, ar pez a vefe kalz gwelloc’h d’in; 24 a‐hend‐all talvoudussoc’h eo deoc’h e choumfen er c’hig. 25 Ha creden vad em euz e choumin, hag e rin va demeurans ganeoc’h holl, evit hoc’h avansamant hag ho choa er feiz, 26 evit ma ho pezo enoun, pa zistroin en ho touez, leac’h d’en em c’hlorifia en pep tra en Jesus‐Christ. 27 En em gomportit, da vihana, en eun doare dign euz a Aviel ar C’hrist, evit, pe e teuin d’ho kwelet, pe e vezin pell diouzoc’h, ma klevin lavaret ac’hanoc’h, penaos e choumit stard en eur memeus spered, o combatti gant eur memeus ene, evit ar feiz euz an Aviel, heb beza spountet e doare e‐bed gant hoc’h enebourien, 28 ar pez a zo evithe eur zin anat a gollidigez; mes evidoc’h eur zin a zilvidigez; ha kement‐se a‐berz Doue; 29 rag roet hen deuz deoc’h ar c’hras, abalamour d’ar C’hrist, n’e ket hep‐ken da gridi enhan, mes ive da zouffr evithan, 30 o combatti ar memeus combat en pehini hoc’h euz gwelet ac’hanoun hag e klevit emoun c’hoas breman. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society