Efeziz 6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR VI. 1 Bugale, sentit ouz ho tadou hag ouz ho mamou hervez an Aotrou; rag kement‐se a zo just. 2 Henor da dad ha da vam; (hennes eo ar gourc’hemen kenta hen deuz eur bromessa); 3 evit ma vezi eürus, ha ma vevi pell var an douar. 4 Ha c’houi tadou, na hegazit ket ho pugale, mes savit anezhe en deskadurez hag en kelennadurez an Aotrou. 5 Servicherien, sentit ouz ho mistri hervez ar c’hig gant doujans ha gant aoun, gant lealded a galon, evel ouz ar C’hrist; 6 n’e ket en eur servicha anezhe dirag ho daou‐lagad hep‐ken, evel pa vec’h o klask plijoud d’an dud, mes oc’h ober bolontez Doue a galon vad, evel servicherien ar C’hrist; 7 o servicha gant karantez an Aotrou, eleac’h servicha an dud hep‐ken; 8 o c’houzout penaos pep hini, pe hen a zo esclav, pe hen a zo den libr, a recevo digant an Aotrou hervez ar mad hen devezo great. 9 Ha c’houi, mistri, grit ar memeus tra en ho c’henver, ha lezit ar gourdrouzou, o c’houzout penaos hoc’h euz evel‐d’he eur Mestr en env, ha penaos, dirazhan, n’euz preferans evit den e‐bed. 10 A‐hend‐all, va breudeur, en em grenvait en Aotrou, hag en he nerz holl‐c’halloudec. 11 Gwiskit varnoc’h holl armou Doue, evit ma c’hellot stourm kalet ouz finessaou an diaoul. 12 Rag n’e ket a‐enep ar c’hig hag ar goad hon euz da gombati, mes a‐enep ar princelezou, a‐enep ar puissansou, a‐enep prinsed an devalijen euz ar bed‐man, a‐enep ar puissansou spirituel euz an droug el leac’hiou celestiel. 13 Rag‐se kemerit holl armou Doue, evit ma c’hellot derc’hel stard en devez fall, ha goude beza trec’het pep tra, choum en ho sa. 14 Bezit eta ferm, gouriz ar wirionez en‐dro d’ho kroazellou, ha gwisket gant cuirassen ar justis, 15 gwisket en ho treid gant ar garantez euz a Aviel ar peoc’h; 16 o kemer, dreist‐holl, tiren ar feiz, gant pehini ec’h hellot dalla holl flemmou tanus an droukspered. 17 Kemerit ive tokhouarn ar zilvidigez, ha kleze ar Spered, pehini eo ger Doue; 18 o pedi bepred gant pep seurt peden ha supplication dre ar Spered; o veillia var gementse gant pep perseverans, hag o pedi evit an holl Zent, 19 hag evidoun‐me ive, evit ma vezo roet d’in ar galloud da gomz em liberte, ha gant hardiegez, evit rei da anaoud myster an Aviel, 20 evit pehini e ran ar garg a gannad er chadennou, evit ma c’hellin komz euz anezhan gant hardiegez, evel ma tlean hen ober. 21 Hogen, evit ma ouezot ive ar pez a zell ouzin, hag ar pez a ran, Tychikus, ar breur muia‐karet, hag ar ministr fidel en Aotrou, a roi deoc’h da anaoud pep tra. 22 Hen kasset em euz deoc’h espres, evit ma ouezot ar pez a zell ouzomp, ha ma consolo ho calonou. 23 Ra vezo ar peoc’h, ar garantez assambles gant ar feiz var ar breudeur, a‐berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus‐Christ! 24 Gras d’ar re holl a gar hon Aotrou Jesus‐Christ, hag her gra dalc’hmad! Amen. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society