Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Efeziz 5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR V.

1 Klaskit eta beza henvel ouz Doue, evel bugale muia‐karet;

2 ha baleit er garantez, evel ar C’hrist, pehini hen deuz karet ac’hanomp, hag a zo bet en em offret he‐unan da Zoue evidomp en offrans hag en sacrifis a c’houez‐vad.

3 Diwallit na vezo zo‐ken hanvet en ho touez, nag al lubricite, na louzdoni all e‐bed, nag an avaristed ken‐neubeud, evel ma’z eo deread da zent;

4 na komz udur e‐bed, na komz foll, na farcerez, pere a zo traou ha na gonvenont ket; mes ra vezo klevet kentoc’h actionou a c’hras.

5 Rag anaoud a rit an dra‐man, penaos den lubric e‐bed, na den impur, na den avaricius, hag a zo ive eun idolatr, n’hen deuz lod en heritach euz a rouantelez ar C’hrist ha Doue.

6 Diwallit ne deufe den d’ho trompla gant komzou goullo; rag abalamour d’an traou‐ze eo e teu coler Doue var ar vugale dizent.

7 N’ho pezit eta lod e‐bed ganthe.

8 Rag gwech‐all e oac’h tevalijen, mes breman ez oc’h sclerijen en Aotrou; baleit evel bugale ar sclerijen;

9 rag frouez ar Spered a zo en pep seurt madelez, er justis hag er wirionez.

10 Klaskit anaoud ar pez a zo agreabl da Zoue.

11 Ha n’ho pezet lod e‐bed en œuvrou difrouez an devalijen, mes kentoc’h condaonit anezhe.

12 Rag mezus eo memeus lavaret an traou a ra an dud‐se en kuz.

13 Mes kement tra a zo condaonet a zo diskouezet gant ar sclerijen; rag kement tra a ziskouezer a zeu da veza sclerijen.

14 Abalamour da ze ez eo bet lavaret: Dihun, te pehini a gousk, ha sav a‐douez ar re varo, hag ar C’hrist a sclerijenno ac’hanoud.

15 Lakit eta evez, ha baleit eün, n’e ket evel tud foll, mes evel tud fur;

16 prenit an amzer; rag deveziou fall a ra.

17 Rag‐se na vezit ket diboell, mes comprenit pehini eo bolontez an Aotrou.

18 Diwallit d’en em vezvi gant gwin, pehini a zoug d’an diroll; mes bezit leun euz ar Spered;

19 komzit etrezoc’h assambles dre salmou, hymnou ha canticou spirituel, en eur gana hag en eur salmi en ho calon d’an Aotrou;

20 rentit grasou bepred evit pep tra da Zoue an Tad, en hano hon Aotrou Jesus‐Christ.

21 Plegit an eil d’egile en doujans Doue.

22 Gragez, plegit d’ho priejou, evel d’an Aotrou,

23 rag an ozac’h eo pen ar vreg, evel ma’z eo ar C’hrist ive ar pen euz an Iliz, pehini eo he gorf, euz a behini ez eo ar Zalver.

24 Hogen, evel ma’z eo an Iliz sentus ouz ar C’hrist, ra vezo ive ar gragez sentus euz ho friejou en pep tra.

25 Goazed, karit ho kragez, evel ma hen deuz ar C’hrist ive karet an Iliz, hag ez eo en em roet he‐unan evithi;

26 evit he zantifia, o veza purifiet anezhi gant ar vadiziant a zour, dre he c’her;

27 evit lakaad anezhi da zond dirazhan eun Iliz leun a c’hloar, hep tarch e‐bed, na roufen, na netra euz ar seurtse, mes eun Iliz santel ha divlam.

28 Evel‐se eo e tle ar goazed karet ho gragez evel ho c’horfou ho‐unan. An hini a gar he vreg, en em gar he‐unan.

29 Rag den n’hen deuz biskoas kemeret kaz ouz he gorf he‐unan, mes hen maga, hag hen antreteni a ra, evel ma her gra an Aotrou e‐kenver an Iliz;

30 rag ni a zo an izili euz he gorf, o veza euz he gig, hag euz he eskern.

31 Abalamour da ze an den a guitai he dad hag he vam, hag en em unano gant he vreg; hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep‐ken.

32 Ar myster‐ze a zo braz; divarben an Iliz hag ar C’hrist eo e komzan.

33 Rag‐se, ra zeui pep hini ac’hanoc’h da garet he vreg evel‐d’han he‐unan, hag ar vreg da respeti he goaz.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan