Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Efeziz 4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR IV.

1 Rag‐se, me, prizonier an Aotrou, a bed ac’hanoc’h da heuil eur vuez dign euz ar vocation dre behini oc’h bet galvet,

2 gant pep humilite ha pep dousder, gant eur spered a batianted, oc’h en em supporti an eil egile gant karantez;

3 o lakaad ho poan da genderc’hel a‐unan er memeus spered, dre liam ar peoc’h.

4 N’euz nemed eur c’horf hag eur Spered hep‐ken, evel ive ma’z oc’h bet galvet da eun esperans hep‐ken, dre ho vocation.

5 Eun Aotrou hep‐ken, eur feiz hep‐ken, eur vadiziant hep‐ken;

6 eun Doue hep‐ken ha Tad an holl, pehini a zo dreist an holl, dre an holl, hag enoc’h holl.

7 Mes da bep hini ac’hanoc’h eo roet ar c’hras, hervez ar muzul euz donezon ar C’hrist.

8 Rag‐se eo bet lavaret: Pa eo bet savet d’an neac’h, hen deuz kasset ganthan eun niver braz a gaptived, hag hen deuz distribuet donezonou d’an dud.

9 Hogen ar c’homzouman: Eo bet savet, petra a zinifiont‐hi, nemed ma oa bet diskennet araog el leac’hiou izel euz an douar?

10 An hini a zo bet diskennet, eo ar memeus hini hag a zo bet ive savet dreist an holl envou, evit ma leunje pep tra.

11 Hen ive eo hen deuz lakeat lod da ebestel, ha lod da brofeted, ha lod da avielerien, ha lod da bastored ha da zoctored;

12 evit lakaad ar zent da greski e perfection, evit labour ar garg a vinistr, evit edification corf ar C’hrist;

13 ken a vezimp holl deuet da veza a‐unan er feiz hag en anaoudegez euz a Vab Doue, e stad eun den parfet, d’ar muzul euz a vent parfet ar C’hrist;

14 evit na vezimp mui bugaligou, douget ho troet aman hag a‐hont gant peb avel a zoctrin, gant tromplerez an dud, hag ho ijin fall da drompla dre finessa;

15 mes ma teuimp, en eur heuil ar wirionez er garantez, da greski en pep tra, en hini a zo ar pen, ar C’hrist;

16 euz a behini ar c’horf holl, o veza frammet‐mad hag unanet stard assambles, dre ar zicour a zeu dezhan euz he holl juntrou, a denn he grescans, hervez an nerz roet da bep ezel, evit ma vezo edifiet he‐unan er garantez.

17 Setu aman eta ar pez a lavaran hag a destenian aberz an Aotrou: N’ho pezit mui ar memeus comportamant evel ar Jentiled all,

18 pere a heuil ar vanite euz ho spered; o veza tenvaleet ho intentamant, hag o veza pell euz ar vuez a Zoue, abalamour d’an ignorans a zo enhe, dre ar galeder euz ho c’halon;

19 o veza kollet pep santimant, ez int en em roet d’an diroll, evit ober peb louzdoni, gant eur ioul direiz.

20 Mes c’houi, n’e ket evel‐se hoc’h euz desket ar C’hrist;

21 da vihana, mar hoc’h euz selaouet anezhan, ha mar d’oc’h bet, hervez ar wirionez a zo en Jesus,

22 desket enhan, evit ar pez a zell ho puez tremenet, da deurel diouzoc’h an den koz, pehini a zeu da gorrompi dre ar c’hoantadennou tromplus;

23 da veza renevezet dre ar Spered en hoc’h intentamant;

24 ha da viska varnoc’h an den nevez, a zo crouet da imach Doue, er justis hag er zantelez euz ar wirionez.

25 Dre‐ze, goude beza taolet diouzoc’h ar gaou, ra zeuio pep hini da gomz d’he nessa hervez ar wirionez, rag ni a zo izili an eil euz egile.

26 Mar en em lakit en coler, diwallit da bec’hi; diwallit ne deufe an heol da guzat var ho coler;

27 ha na roit ket a zigor d’an diaoul.

28 Ra zeuio an hini a laere, da choum hep laerez mui; mes kentoc’h ra labouro gant he zaouarn da eun dra vad‐benag, evit m’hen devezo peadra da rei d’an hini a zo en dienez.

29 Mirit na zeuio er meaz euz ho kenou komz divalo e‐bed; mes ra vezo ho komzou, komzou talvouduz ha mad evit edifia, evit ma raint vad d’ar re ho zelaou.

30 Ha na gontristit ket Spered‐Santel Doue, dre behini ez oc’h bet siellet evit dervez ar redemption.

31 Ra vezo taolet kuit euz ho touez pep c’houervder, pep kassoni, pep coler, pep scrijaden, pep gwall‐deodat, hag ive pep drougviez.

32 Mes bezit mad an eil e‐kenver egile, truezus, o pardoni an eil d’egile, evel ma hen deuz Doue pardonet deoc’h ive er C’hrist.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan