Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Efeziz 2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR II.

1 C’houi ive a oa maro en ho kwallou hag en ho pec’hejou,

2 (e pere gwech‐all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed‐man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered‐se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez;

3 e‐touez pere ive e vevemp holl gwech‐all, hervez ar ioulou euz hor c’hig, oc’h ober hervez deziriou ar c’hig hag hor sonjezonou; hag e oamp dre natur bugale ar goler, evel ar re all.)

4 Mes Doue, pehini a zo pinvidic a drugarez, abalamour d’ar garantez vraz gant pehini hen deuz hor c’haret,

5 pa oamp maro en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (dre c’hras eo ez oc’h salvet;)

6 hag hen deuz hon resussitet assambles, hag hen deuz hon lakeat da azeza assambles el leac’hiou celestiel, en Jesus‐Christ;

7 evit diskouez, en amzeriou da zond, ar pinvidigezou dreist muzul euz he c’hras, dre he vadelez en hor c’henver‐ni en Jesus‐Christ.

8 Rag dre c’hras eo ez oc’h salvet, dre ar feiz; ha kement‐se na zeu ket ac’hanoc’h hoc’h‐unan, donezon Doue eo;

9 n’e ket dre an oberou, evit na zeui den d’en em c’hlorifia.

10 Rag he labour omp, o veza bet crouet en Jesus‐Christ evit an oberoumad, pere a zo bet preparet gant Doue a‐ziaraog, evit ma kerzimp enhe.

11 Dre‐ze, ho pezet sonj penaos c’houi, pere a oa gwech‐all Jentiled er c’hig, ha pere a oa galvet ar re dicirconcis gant ar re a c’halver circonciset er c’hig dre zorn an den,

12 e oac’h en amzer‐ze heb ar C’hrist, er meaz euz a republic Israel, estranjourien e‐kenver alliansou ar bromessa, o veza heb esperans, hag heb Doue er bed.

13 Mes breman, en Jesus‐Christ, c’houi pere gwech‐all a oa pell, a zo bet digasset tost dre oad ar C’hrist.

14 Rag hen eo hor peoc’h, hen pehini hen deuz lakeat an daou bobl a‐unan, en eur diskar ar voger a zisparti;

15 o veza distrujet en he gig ar pez a oa caoz d’ar gassoni, lezen ar gourc’hemenou, eul lezen a ordrenansou; evit ober enhan he‐unan, euz a zaou, eun den hep‐ken, eun den nevez, goude beza great ar peoc’h;

16 ha ma teuje, en eur distruja he‐unan ar gassoni a oa etrezhe, da reconcilia gant Doue, dre ar groaz, an eil rum hag egile en eur c’horf hep‐ken.

17 Ha deuet eo evit annons kelou mad ar peoc’h deoc’h‐hu, pere a oa pell, ha d’ar re a oa tost;

18 rag dreizhan hon euz digemer, an eil hag egile, digant an Tad, en eur memeus Spered.

19 Evel‐se n’oc’h mui breman estranjourien, na tud a‐ziaveaz, mes kenvrois d’ar zent, hag euz a di Doue;

20 o veza savet var fondamant an ebestel hag ar brofeted, euz a behini Jesus‐Christ he‐unan eo ar meancorn,

21 en pehini an holl vatis, o veza frammet ervad assambles, a zav da veza eun templ santel d’an Aotrou; en pehini ez oc’h ive c’houi savet assambles, evit beza ti Doue er Spered.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan