Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Apocalyps 7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)


CHABISTR VII.

1 Goude‐ze e veliz pevar eal en ho za var bevar c’horn an douar, hag a zalc’he ar pevar avel, evit na chouezje avel e‐bed var an douar, na var ar mor, na var gwezen e‐bed.

2 Neuze e veliz eun eal all o sevel e costez ar Sav‐heol, ha siel an Doue beo ganthan, hag e criaz gant eur vouez krenv d’ar pevar eal ho doa bet ar galloud da noazoud d’an douar ha d’ar mor, en eur lavaret:

3 Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, ken hon devezo merket gant eur ziel servicherien hon Doue var ho zal.

4 Hag e kleviz an niver euz ar re a oa bet merket: pevar ha seiz ugent mil a oe merket euz an holl dribuou euz a vugale Israel;

5 euz a dribu Juda, daouzec mil merket; euz a dribu Ruben, daouzec mil merket; euz a dribu Gad, daouzec mil merket;

6 euz a dribu Ascer, daouzec mil merket; euz a dribu Nephthali, daouzec mil merket; euz a dribu Manasse, daouzec mil merket;

7 euz a dribu Simeon, daouzec mil merket; euz a dribu Levi, daouzec mil merket; euz a dribu Issacar, daouzec mil merket;

8 euz a dribu Zabulon, daouzec mil merket; euz a dribu Josef, daouzec mil merket; euz a dribu Benjamin, daouzec mil merket.

9 Goude kement‐se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn;

10 hag e crient gant eur vouez krenv, en eur lavaret: Ar zilvidigez a zeu euz hon Doue, pehini a zo azezet var an tron, hag euz an Oan.

11 Hag an holl elez en em zalc’he en‐dro d’an tron, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval; hag ar re‐man en em brosternaz var ho bizach dirag an tron, hag ec’h adorjont Doue,

12 en eur lavaret: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, an actionou a c’hras, an henor ar galloud hag an nerz d’hon Doue, da virviken! Amen.

13 Neuze unan euz ar re Ancien a gommansaz da gomz, hag a lavaraz d’in: Piou eo ar re‐ze a zo gwisket gant saeou gwenn, hag a be leac’h ez inthi deuet?

14 Ha me a lavaraz dezhan: Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in: Ar re‐ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan.

15 Abalamour da ze emaint dirag tron Doue, hag e servichont anezhan noz‐deiz en he dempl; hag an hini a zo azezet var an tron, a astenno he danten varnezhe.

16 N’ho devezo mui a naoun, ha n’ho devezo mui a zec’hed; hag an heol na skoio ken varnezhe, na tomder e‐bed; rag an Oan, pehini a zo e‐kreiz an tron ho reno evel eur mesaer, hag ho c’hunduo da feunteuniou a zour beo, ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou‐lagad.

This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.

British & Foreign Bible Society
Lean sinn:



Sanasan