Apocalyps 5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)CHABISTR V. 1 Neuze e veliz en dorn deo an hini a oa azezet var an tron, eul levr scrivet en diabarz hag en diaveaz, siellet gant seiz siel. 2 Gwelet a riz ive eun eal galloudus, o crial gant eur vouez krenv: Piou a zo dign da zigeri al levr, ha da zistaga he ziellou? 3 Ha ne oa den en env, na var an douar, na dindan an douar hag a helle digeri al levr, na sellet outhan. 4 Ha me a gommansaz da ouela dourec, abalamour na oe kavet den e‐bed dign da zigeri al levr, na d’hen len, na da zellet outhan. 5 Hag unan euz ar re Ancien a lavaraz d’in: Na ouel ket; setu, al leon, pehini a zo euz a dribu Juda, euz a c’hrizien David, hen deuz trec’het evit digeri al levr ha distaga ar seiz siel anezhan. 6 Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl. 7 Hag hen a zeuaz, hag e kemeraz al levr euz a zorn deo an hini o oa azezet var an tron. 8 Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent. 9 Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret: Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro, 10 hag ec’h euz great ac’hanomp rouane ha beleien d’hon Doue; hag e renimp var an douar. 11 Neuze e selliz, hag e kleviz mouez kalz a elez en‐dro d’an tron ha d’an anevaled ha d’ar re Ancien; hag an niver anezhe a oa meur a vilion. 12 Lavaret a reant a vouez huel: Dign eo an Oan a zo bet lazet da receo galloud, ha pinvidigez, ha furnez, ha nerz, hag henor, ha gloar, ha meuleudi. 13 Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, hag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret: D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken. 14 Hag ar pevar aneval a lavare: Amen. Hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz hag a adoraz an hini a vev da virviken. |
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.
British & Foreign Bible Society